Première Neige (Maupassant)
Première Neige zo un danevell gant Guy de Maupassant, en 1883.
Istor
kemmañEmbannet e oa bet an danevell Première Neige er sizhuniek Le Gaulois d'an 11 a viz Kerzu 1883. Adembannet e voe goude en dastumad dalif Le Colporteur en 1900[1].
Adkemeret e voe steuenn an danevell gant Maupassant en e romant Une vie.
An danevell
kemmañUr vaouez yaouank tapet gant an droug-skevent, war ur bank e kêr Cannes, war aod ar Mor Kreizdouar, a oar emañ o vont da vervel.
Parizianez laouen e oa, ha dimezet d'ur gwaz ha ne gar ket, ha kaset gantañ d'ur c'hastell da Normandi. Spontus e voe ar goañvezh kentañ, yen ken-ken. Ha gwaz, bepred o fiñval, n'eo ket rividik, ha nac'h a ra prenaén dezhi un dommerez. Heñvel dra a c'hoarvez en eil goañvezh.
- ↑ Maupassant, Contes et Nouvelles, pajenn 1607, Bibliothèque de la Pléiade