Rakgerioù unanennoù an SI

(Adkaset eus Rakgerioù an SI)

Er Reizhiad unanennoù etrebroadel (Système international d'unités / SI) ez eus rakgerioù a c'hell bezañ lakaet dirak an holl unanennoù evit o lieskementiñ dre c'halloudadoù 10 muiel (10n) pe leiel (10-n).

Setu amañ listenn ar rakgerioù a vez erbedet gant an SI hervez Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù[1],[2]

Galloudoù muiel

kemmañ

Galloudoù leiel

kemmañ
Rakger SI Arouez 10n Lieskementer
quetta Q 1030 1 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000
ronna R 1027 1 000 000 000 000 000 000 000 000 000
yotta Y 1024 1 000 000 000 000 000 000 000 000
zetta Z 1021 1 000 000 000 000 000 000 000
exa E 1018 1 000 000 000 000 000 000
peta P 1015 1 000 000 000 000 000
tera T 1012 1 000 000 000 000
giga G 109 1 000 000 000
mega M 106 1 000 000
kilo k 103 1 000
hecto h 102 100
deca da 101 10
100 1
Rakger SI Arouez 10-n Lieskementer
100 1
deci d 10−1 0,1
centi c 10−2 0,01
milli m 10−3 0,001
micro μ 10−6 0,000001
nano n 10−9 0,000000001
pico p 10−12 0,000000000001
femto f 10−15 0,000000000000001
atto a 10−18 0,000000000000000001
zepto z 10−21 0,000000000000000000001
yocto y 10−24 0,000000000000000000000001
ronto r 10−27 0,000000000000000000000001
quecto q 10−30 0,000000000000000000000001

Skouerioù

kemmañ
Hedoù
Gorreadoù
  • 1 ar (a) = 100 m² [3] ; 3,8 ha (skrivet : hektar) = 3,8 x 100 x 102 m² = 38 000 m².
Galloudoù
  • 0,7 x 106 Watt = 700 000 W = 0,7 MW (megawatt).

Er stlenneg e reer gant bitoù (bit eo an arouez ; 0 pe 1 eo talvoudegezh ur bit) ha eizhbitoù (pakadoù 8 bit, aroueziet dre B evit diforc'hañ diouzh "b", a vez arveret alies evit aroueziañ ar bit) ; daou ster zo d'an unanennoù-se, hervez ma vuzulier dre niveroù en diaz 10 (10n) pe en diaz 2 (2n).

An SI a laka e rakgerioù da dalvezout evit lieskementiñ en diaz 10 hepken[4] ; da skouer, 1 kbit = 103 bit = 1 000 bit hag 1 MB = 106 eizhbit = 1 000 000 eizhbit (8 000 000 bit). Er stlenneg ne vez implijet rakgerioù an SI nemet pa gomzer eus pakadoù 10n bit pe 10n eizhbit, da skouer evit muzuliañ kas ul liamm etre daou ardivink : ul liamm 900 kbit/s a dreuzkas 900 000 bit dre eilenn, unan 900 kB a dreuzkas 7 200 000 bit/s.

En diaz 2 avat eo e vuzulier endalc'h ur bladenn galet pe ment ur restr stlennegel. En degouezh-se e talvez kilo- kement ha 1 024 (210) e-lec'h 1 000 (103). Neuze : 1 kilobit = 1 000 bit en diaz 10 ha 1 024 bit en diaz 2 ; 1 kiloeizhbit = 8 000 bit en diaz 10 ha 8 192 bit en diaz 2.

Evit diskoulmañ ar gudenn-se ez eo bet kinniget gant an International Electrotechnical Commission (IEC), a-gevret gant an SI, erbediñ ur rummad rakgerioù spesadel ouzh ar stlenneg ; kibi- (Ki) eo ar rakger a dalv evit 1 024 : 1 kibibit (Kibi) = 210 bit = 1 0241 bit = 1 024 bit hag 1 kibieizhbit (KiB) = 1 024 eizhbit = 8 192 bit.

  • Merkit n'eus ket a rakgerioù leiel (deciquecto) er stlenneg, peogwir n'eus kementad ebet bihanoc'h eget 1 bit. Ar rakgerioù muiel a implijer adalek kilo d'an izelañ.
  • Daoust da erbedadennoù an IEC hag an SI e kendalc'her da vuzuliañ endalc'had ar memorioù dre rakgerioù en diaz 10 : pladennoù kalet 1 TB (terabyte) a vez e kinniget er c'henwerzh, padal e rankfed o envel 1 GiB (gibibyte).

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Bureau International des Poids et Mesures (BIPM)
  2. (fr) (en) Le Système international d'unités, 9vet embannadur. Saint-Cloud : BIPN, 20/05/2019 (ISBN )p. 31. Kavet : 16 Kerzu 24.
  3. E-maez an SI emañ an ar.
  4. (fr) BIPM : Brochure sur le SI : Le Système international d'unités, 2024, p. 31. Kavet : 17 Kzu 24.