Roperzh Aodig
Roperzh Aodig (Robert Louis René Audic er marilhoù-kêr), ganet e Pondi d'ar 27vet a viz Eost 1899 ha marvet e Douarnenez d'an 22vet a viz Ebrel 1962, a voe ur c'helenner war ar brezhoneg, ur c'helaouenner hag un embanner levrioù ha kelaouennoù. Emsaver breizhat e voe dreist-holl, koulz evel kendiazezer ar c'hevarzhe Ar Brezoneg er Skol (ABES), hag evel pennadurezh e-touez Breizhiz o chom e Pariz hag, ur wezh deuet da Vreizh en-dro, kenlabourer ur gazetenn bemdeziek breizhat hag un ti-embann brezhonek. Daou sinadur a voe implijet gantañ : Roparz Aodig ha Roperzh Aodig.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Robert, Louis, René |
Anv-familh | Audic |
Deiziad ganedigezh | 27 Eos 1899 |
Lec'h ganedigezh | Pondi |
Deiziad ar marv | 22 Ebr 1962 |
Lec'h ar marv | Ploare |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Micher | skrivagner, yezhoniour |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur |
Buhez ha obererezhioù
kemmañUr breur a voe dezhañ, Marsel Aodig, a zalc'has un apotikerezh e Pariz, tost da Vali Orleañs.
Da Bariz ez eas a-raok 1934 hag e kemeras penn Kelc'h keltiek Pariz.
Asantiñ a reas bezañ merour Keltia, kelaouenn Unvaniez ar Seiz Breur, ha degemeret e voe ganto e C'hwevrer 1935, asambles gant Youenn Drezen, Jakez Riou hag Abeozen[1].
Deuet e oa d'ar vodadeg a voe dalc'het e ti-kêr Gwened, d'ar 16 a viz Eost 1936, evit staliañ un emglev da beurunvaniñ reizhskrivadur ar brezhoneg[2]. E 1936 e krouas asambles gant Yann Fouere Ar Brezoneg er Skol hag ez eas da sekretour ar c'hevarzhe. Aozañ a reas en anv ABES, an eil emvod dalc'het en Oriant war ar reizhskrivadur, d'an 28 a viz Kerzu 1936[3].
Kadoriañ a reas Strollad ar Vrezonegerien (SAV) ur pennadig amzer hag e voe oberiant er greizenn sevenadurel Kêr Vreiz adal he digoradur e 1938.
E 1941 e tilojas da Vrest evit skoazellañ Yann Fouere aet da ren ar pemdezieg La Bretagne hag e sammas war e chouk labour melestradurel Skridoù Breizh ouzhpenn. E 1943 ez eas da gelenn brezhoneg e skolaj Aogust Brizeug en Oriant. Goude ar brezel e kavas ur post pennevezhier e lise Douarnenez.
Embannadennoù
kemmañ- La mer dans la littérature du Moyen-Âge. E-barzh Ar Falz, niv. 1, Genver-C'hwevrer 1956.
Levrlennadur
kemmañ- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad Audic, Robert Louis René
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad Audic Robert
- Georges Cadiou, Emsav, dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad Audic Robert.
- A-stroll, E koun Youenn Drezen, Al Lanv, 2022.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Meneget gant Georges Cadiou.
- ↑ Meneget gant Padrig an Habask en e bennad diwar-benn Lusk ar beurunvaniezh. E-barzh E koun Youenn Drezen, Al Lanv, 2022.
- ↑ Ur spered mat evit an unvaniñ a voe eno hervez ar gelaouenn Breiz Atao. Padrig an Habask, Lusk ar berunvaniezh.