Samzun, haroz Israel
Samzun, pe Samson[1], pe Shimshon hervez an hebreeg ( שמשון, Šimšon pe Šimšôn, da lavarout eo " eus an heol " pe Shamshoun شمشون hervez an arabeg, a oa trede barner Israel hervez ar Bibl. Kontet eo e vuhez e Levr ar Varnerien (13.1 - 16.31), meneget eo en Tanakh hag en Talmud. Kreñv e oa evel dek marc'h. Hervez ar vojenn e teue e nerzh eus e bennad blev hir. Stourm a reas ouzh ar Filistined. Orgediñ a reas ouzh Dalila.





Ar vojennAozañ
En amzer-se e oa bet sujet darn eus meuriadoù Israel gant ar Filistined. E meuriad Dan e oa ganet Samzun.
E c'hanedigezhAozañ
Gaonac'h e oa gwreg Manoah, a oa o chom e kêr Zorah. Digant un ael kaset gant Doue avat e klevas he dije ur mab hag a zieubje Israel diouzh gwask ar Filistined. Gouestlet e vije ar bugel kerkent ha ganet evel « Nazir». Hervez reol an nazir ne vo ket troc'het e vlev biken ha n'evo ket boeson gwech ebet. Hag an ael da zont adarre da lavarout d'an daou bried e ranko ar bugel heuliañ reol an nazir. Hag eñ kuit e-kreiz ar flammennoù hag int da anavezout e oa un ael a-berzh Doue. Ha setu ganet Samzun.
Bec'h gant ar FilistinedAozañ
E deroù ar pennad 14 eus Levr ar Varnerien e c'houlenn Samzun digant e dud an aotre da gemer gwreg e-touez ar Filistinezed yaouank. Hag int dezhañ: « Ha n'eus ket merc'hed a-walc'h e-touez hon fobl ma rankezmont da glask e-touez ar Filistined didrodroc'h? » Met ar plac'h a blij da Samzun, hag eñ gant e dud da vont da c'houlenn anezhi. War an hent e lazh ul leon gant e zaouarn. Pa zeu en-dro da zimeziñ e wel gwenan oc'h ober o mel e korf al loen.
Da zeiz an eured, awenet gant gweledigezh an tarvhed e korf al leon, e lak 30 gwiskamant e klaoustre evit an 30 kouviad: daoust ha kavout a c'hallont e zivinadenn: « Eus an hini a zebr e teu pezh a zebrer hageus an hini kreñv e teu an hini dous. » Hag ar gouviidi da zerc'hel war ar plac'h nevez evit ma sacho ar respont digantañ, dezhi d'e ziskuliañ dezho hep gouzout d'he fried. A-benn seizh devezh o terriñ penn he gwaz e klev ar respont hag e hast buan mont d'e lavarout d'an 30 kouviad. Hag an 30 kouviad neuze da reiñ ar respont reizh hervez a oa bet lavaret dezho gant ar wreg nevez: « Petra dousoc'h eget ar mel ha kreñvoc'h eget al leon ? »
Savet urc'horfad droug e Samzun, ma lazh 30 den eus Ashkelon evit o diwiskañ, ha mont a ra en-dro d'ar gêr dachom gant tadig ha mammig. Goude ur pennad eteu en-dro da gerc'hat e wreg, chometwar e lerc'h, met roet eo bet d'ur gwaz all. Ha droug ennañ adarre, ma c'hwezh an tan e parkadoù ar Filistined. Hag ar re-se da zeviñ ar wreg yaouank. Ha Samzun da bilat anezho.
Neuze e kas ar Filistined 1000 soudard da gerc'hat Samzun.
ArzAozañ
Meur a livadur zo diwar-benn istor Samzun ha Delilah.
Samzun hag al leonAozañ
sul verso di una moneta di Alfonso Iañ d'Este
(c. 1530)Fontana della residenza di Peterhof di San Pietroburgo
Samzun, gant Francesco Hayez (1842)
Samzun ha DalilaAozañ
Meister E. S. , war-dro 1460
Samzun ha Dalila, gant Rubens
Samzun staget e zaouarn, gant John Francis Rigaud
En ilizoùAozañ
Roma, Catacombe ar via Latina.
En iliz Halberstadt.
Gwerenn-iliz e Strasburg, war-dro 1160
Samzun o lazhañ al leon, gant Albertus Pictor, XVvet kantved, e Sveden