Domingo de Guzmán
Domingo de Osma ( war-dro 1175-1221), anvet ivez Domingo de Guzmán Garcés, a oa ul lean katolik, saver urzh ar Frered prezegerien pe Dominikaned.
- Ur pennad Santo Domingo de Guzmán zo ivez.
Lakaet eo bet da sant gant an Iliz katolik e 1234, ha goueliet e vez d'an 8 a viz Eost abaoe Sened-Iliz Vatikan II, daoust ma voa d'ar 4 a viz Eost a-raok.
Buhez ur sant
kemmañGanet e oa e Caleruega e Kastilha Gozh, un 20 lev eus Burgos. Hervez doare e oa e dad eus tiegezh illur ar re Guzmán. Studiañ a reas an doueoniezh hag ar brederouriezh e Palencia. E 1196, teuas da vout kloareg e chabistr eskopti Osma.
Buan e voe merzet e oa deol, gredus, ha barrek da brezeg. Lakaet e voe da gelenn doueoniezh e 1198 e Palencia. En 1203 ez eas gant e eskob, Diego, da Vro-Danmark, karget gant ar roue Alfonso VIII, roue Kastilha, da glask ur pried d'e vab e-touez priñsezed ar vro-hont.
Bec'h d'ar Gatared
kemmañTreuziñ a reas Okitania ha kavout a reas an disivoud katar. Kalz a gristenien eno a oa heuget gant pinvidigezhioù an Iliz hag a oa troet a-du gant mennozhioù ar Gatared. Betek an XIIvet kantved e oa bet ar bibien o klask enebiñ outo e daou zoare:
- gant troiadoù-brezel gwadek kaset gant eskibien, diefed,
- gant prezegoù kaset gant menec'h, evel er bloavezh ma teuas sant Bernez da Albi en 1145.
En 1184 e voe kondaonet an disivouderien.
Lec'hanv
kemmañ- Santo Domingo de Guzmán eo anv ofisiel kêr-benn ar Republik Dominikan.
- Skolaj Sant Dominig, e Gwengamp, dalc'het gant an Dominikanezed.
Levrlennadur
kemmañ- Skrivet eo bet e vuhez
- gant an Tad Antoine Touron, e 1739,
- gant an Tad Henri Lacordaire, e 1841.
- Saint Dominique en Languedoc, Cahiers de Fanjeaux, niverenn 1 (1966), Privat, Toulouse ;
- P. Marie-Humbert Vicaire, Histoire de saint Dominique, Cerf, coll. « Histoire », Paris, 2004 (ISBN 2204074098).
- ROQUEBERT, Michel.- Saint Dominique : la légende noire.- Paris, Perrin, 2003.