Fuzuilhoù Sharps a vez graet eus ur rummad armoù-skoaz deveret eus ar fuzuillh un-tenn ijinet e 1848 gant ar stadunanat Christian Sharps. O c'hulasenn a veze morailhet gant ur wikefre falling block, da lavaret eo ur bloc'h o kouezhañ a-dreñv da gambr ar gartouchenn, a-drugarez d'ul loc'henn-grogenn[1].

Fuzuilh Sharps
Skeudenn ar pennad Sharps (fuzuilh)

Ur fuzuilh Sharps Model 1859 implijet e rejimantoù tennerien-resisted Hiram Berdan da vare ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Fuzuilh un-tenn karget dre he c'hulasenn, sistem falling block
Munisionoù Kalibroù a bep seurt, en zouez ar .45-70, .50-70 pe .50-90 Sharps
Ijiner Christian Sharps
Produer Sharps Rifle Manufacturing Company
Mare produiñ 1849 - 1881
Skouerennoù produet Ouzhpenn 120.000
Mare implij 1850 - 1881
Pouez ha muzulioù
Mas 4,300 kg
Hirder 1.200 mm
Hirder ar c'hanol 760 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 910 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 370 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Stummoù hag implij

kemmañ

Stummoù disheñvel eus an arm, dezhe adstummoù lies, a voe produet gant ar Sharps Rifle Manufacturing Company etre 1849 ha 1891. A-wechoù int disheñvel abalamour d'an teknik emorsiñ[1]. Ouzhpenn d'an arm orin ijinet e 1848 e kaver da skouer :

Paouez a reas produerezh ar fuzuilhoù e 1881 pa reas freuz-stal an embregerezh Sharps. Kopiennoù eus ar Model 1874 a vez gwerzhet gant an embregerezh italian Pedersoli[3] ha gant ar C. Sharps Arms er Montana abaoe 1975[4].

Levrlennadur

kemmañ
  • SMITH Winston O., The Sharps Rifle : Its History, Development and Operation, W. Morrow & Company, 1943, 138 p.
  • BIANCHI Didier, Le Pedersoli Sharps Sporting Rifle, e Cibles n°646, miz Ebrel 2024, pp. 50-54

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 114-115
  2. (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, p. 33
  3. (en) 1874 & 1877 Sharps war lec'hienn Pedersoli (lennet d'ar 05/10/2024)
  4. (en) Lec'hienn ar C. Sharps Arms (lennet d'ar 05/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan