Éperlecques
kumun Bro-C'hall
(Adkaset eus Sperleke)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Éperlecques e galleg, Sperleke en izelvroeg, a zo ur gumun eus departamant ar Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Skoed | |
Anv ofisiel e galleg | Éperlecques |
Anv izelvroek | Sperleke |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Saint-Omer |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération de Saint-Omer |
Kanton | Ardres |
Kod INSEE | 622597 |
Kod post | 62910 |
Maer | Michel Guilbert |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 25,56 km² |
Led | 50° 48' 25" Norzh |
Hed | 02° 09' 09" Reter |
Uhelder kreiz | 15 m |
Uhelder bihanañ | 0 m |
Uhelder brasañ | 97 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 3 135 (2007) |
Stankter | 113 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | www.eperlecques |
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañ- Eil brezel-bed:
- ur c'harr-nij bombezañ Bristol TypeM/L Blenheim Mk IV (marilhet L9391 ha kodet OM-?) a gouezhas en Éperlecques e miz Mae 1940 e-pad an Eil brezel-bed goude bout bet tizhet gant tennoù ar Flak. Unan eus an nijourion a voe lazhet, an daou all a voe serret gant an Alamaned, met unan anezhe a zeuas a-benn da achap daou zevezh war-lerc'h ha da zistreiñ da Vro-Saoz en ur dremen dre Spagn ha Gibraltar[1]
[2] ;
- savet e voe Blockhaus Éperlecques, un diazlec'h fuc'helloù V2, d'an Alamaned.
Monumantoù relijiel katolik
kemmañ- Seizh chapel:
- Notre-Dame-des-Neiges, XIXvet kantved (kêriadenn Gandspette)
- Notre-Dame-des-Trois-Cayelles, (kent 1780, er c'hoad)
- Notre-Dame-de-Lourdes (1907)
- Notre-Dame-des-Miracles (1912)
- Saint-Antoine (er c'hoad)
- Saint-Pierre (adsavet e 1837)
- de la Viergette (1957)
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Eperlecques Churchyard
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 2 |
Hollad | 2 |
Unan anezhe, ezel eus an Army Service Corps, a varvas e miz Eost 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ, an eil hini a oa en aerlu, lazhet e voe e miz Mae 1940 e-pad an Eil brezel-bed pa yeas e garr-nij d'ar strad en Éperlecques goude bout bet tizhet gant tennoù ar Flak [3].
Bered ar C'hommonwealth:Bleue Maison Military Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Kanada | 1 |
Rouantelezh-Unanet | 59 |
Hollad | 60 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet e voe e miz Meurzh 1918. Pevar Clearing Stations a oa staliet e Waten adalek miz Ebrel 1918 betek miz Here 1918; implijet e voe ar vered betek miz Ebrel 1919 ha degaset e voe bezioù enni eus beredoù Mardijk hag Oye-Plage goude dibenn ar brezel[4].
Douaroniezh
kemmañKumunioù stok ouzh Éperlecques
kemmañArmerzh
kemmañEmdroadur ar boblañs 1793-2007
kemmañMelestradurezh
kemmañTud
kemmañLiammoù diavaez
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ Wing Commander Basil Embry, Mission completed (autobiography)
- ↑ Traces of World War 2
- ↑ WW1 WW2 Cemeteries
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Cassini hag EBSSA