Suzana hag ar gozhidi

Suzana hag ar gozhidi (pe Susanna e i vecchioni hervez an anv italianek), pe Suzana o kibellat, zo anvioù un toullad taolennoù gant livourien veur (eus Italia dreist-holl er XVIvet kantved bepred) diwar-benn mojenn Suzana, ur vaouez eus ar Bibl.

Susanna e i vecchioni, livet gant Alessandro Allori, 1561. Daouarn ar wazed a ziskouez splann n'eo ket sellout hepken a fell dezho ober.

An istor

kemmañ

Awenet int holl gant ar gontadenn a zo e Levr Daniel, unan eus levrioù an Testamant Kozh. Ur seurt romant-polis eo an istor.

Daou gozh eus ar c'hornad, a oa troet o spered gant Suzana, gwreg ur yuzev pinvidik, a guzhas er jardin ma oa-hi kustum da gibellat en he noazh. Hag i neuze d'he gourdrouz ha da lavarout e ranke o lezel da gemer o c'hoant rak panevet da se e tamallfent anezhi da vout avoultrerez, pezh a dalve kement ha kastiz ar marv.
Nac'h plegañ dezho a reas Suzana, hag an daou gozh kuit. Nemet derc'hel d'o ger a rejont.
Barnet e voe ar wreg ha kondaonet d'ar marv, met dont a reas Daniel (ur profed en Testamant Kozh) d'he sikour, ha prouiñ a reas e oa ganti e oa ar wirionez.

Al livadurioù

kemmañ

Setu al livadurioù muiañ anavezet.

Taolennoù

kemmañ

Pep a daolenn zo bet graet gant an dud-mañ:

Er XVIvet kantved

kemmañ

Er XVIIvet kantved

kemmañ

En XVIIIvet kantved

kemmañ


En XIXvet hag XXvet kantved

kemmañ

Taolennoù all

kemmañ

Livadurioù Artemisia Gentileschi

kemmañ

Tri livadur zo bet graet gant Artemisia Gentileschi, hag a c'haller gwelout ivez e Roll livadurioù Artemisia Gentileschi.

Livadurioù Sebastiano Ricci

kemmañ

Div daolenn zo bet graet gant Sebastiano Ricci en XVIIIvet kantved: unan diwar-benn Suzana hag ar gozhidi, eben diwar-benn ar prosez, anvet Suzana ha Daniel.


Livadurioù Franz von Stuck

kemmañ

Teir zaolenn zo anavezet gant Franz von Stuck

Livadurioù Lovis Corinth

kemmañ

Div daolenn a voe graet gant al livour alaman.

Disheñvelderioù en taolennoù

kemmañ

A-wechoù ne ziskouez al livour nemet Suzana o kibellat, hep he spierien. Da neuze ne vez nemet un digarez da ziskouez korf ur vaouez.
Alies e vez gwelet ar gozhidi o sellout outi e kuzh pe o klask he gwallañ. Skrijusoc'h e c'hall bezañ al livadur neuze. Raloc'h eo an taolennoù diwar-benn ar prosez el lez-varn da c'houde.

Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.