Teuc'hegezh
Teuc'hegezh[1],[2], pe teuregezh[3],[4] c'hoazh, a vez graet eus stad un den, paotr pe plac'h, en deus re a lard-marv. An deuc'hegezh denel a zo gwelet evel ur c'hleñved abaoe 1997 gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS-WHO).
An aozadur-se a zispleg ez eo "An deuc'hegezh pe dreist-pouez, evel un daspugn direizh pe revec'h a lard-korf o vezañ arvarus evit ar yec'hed".
Er broioù diorroet ez eo ur skoulm an doare da dalañ outi dre ma 'z eo arvarus evit yec'hed an dud ha dre ma vez ur c'hresk dizehan eus ar c'hleñved-se.
Meur a abeg a c'hall bezañ da'n deuc'hded : degasadennoù boued re vras, mank a obererezhioù sport, aezamantoù genetek. Ouzhpenn se met raloc'h e vez tu kaout un awen dre al louzoù, kleñvedoù spered. Ar sell ma vefe an dud tapet gant an deuc'hded met o tebriñ nebeut, awenet gant ur c'horf o koazhañ re goustadik n'eo ket degemeret pe dost. Dre vras an dud re lart a implij muioc'h a energiezh evit ar re treutoc'h dre ma vez ponner ar c'horf da fiñval.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Gwelet Geriadur Vallée (1931) «obésité: teuc'hded» p.505a, adkemeret gant Roparz Hemon en e c'heriadurioù (Geriadur istorel ar brezhoneg, p. 3063, Nouveau dictionnaire breton-français (1970), p. 787a).
- ↑ TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg [1].
- ↑ Dictionnaire classique français-breton gant Reun ar Glev, miz Kerzu 1990, Levrenn VII, pajenn 2446.
- ↑ Dictionnaire breton/français français/breton, An Here/Al Liamm, 2002, pajenn 1171 (el lodenn galleg-brezhoneg).