• Ur pennad Tais zo ivez.

Thais (Θαΐς, e gregach) a oa un hetaira en Aten, er IVe kantved kt JK, ha serc'h da Alesant Veur. Ur vaouez kenedek e oa ken e vame an holl wazed outi. Orgediñ outi a reas ar barzh Menandros, ma roas hec'h anv d'ur pezh savet gantañ.
Pa voe kemeret kêr gant Alesant Veur e voe skrapet ar vaouez gantañ, ma troas ar brezelour pitilh ganti. Kas a reas anezhi gantañ betek Persia.

Alessandro e Taide (Alesant ha Thais) gant Lodovico Carracci.

Tan-gwall Persepolis

kemmañ

Hervez ar vojenn eo-hi a lakaas ar flammerenn en e zorn, goude un nozvezh orged, pa voe c'hwezhet an tan e kêr Persepolis er bloavezh 330 kent JK, e-kerzh un nozvezh lonkañ.
Komz a reas dirak an holl evit lakaat Alesant da lakaat an tan e-unan. Hervez Kleitarc'hos ne oa nemet ur pennad froudenn. Hervez Ploutarc'hos ha Diodoros Sikilia e oa graet da gas an dorzh da dud Persia o devoa devet templ Athena en Akropolis Aten e 480, da lavarout eo 150 vloaz a-raok (e lec'h an templ e voe savet ar Partenon).

Rouanez Egipt

kemmañ

Pa varvas ar brezelour meur e timezas d'ar jeneral hellazat Ptolemaios, deuet da vout ar faraon Ptolemaios Iañ Sôter (Πτολεμαῖος Σωτήρ, Ptolemaĩos Sōtḗr) hag e c'hanas tri bugel, daou vab hag ur verc'h hag a zimezas da roue Kiprenez, Eunostos.

Lennegezh

kemmañ
 
Thais, skeudenn gant Gustave Doré en embannadur saoznek oberenn Dante Alighieri.

Meneget eo hec'h anv :

  • er gomedienn latin Eunuchus, gant Terentius, ma'z eo anv ur c'hast. Diouzh e lenn, n'eus darempred ebet gant an hetaira Thais. Koulskoude eo savet ar pezh diwar un oberenn all, savet gant Menandros, hag eñ serc'h dezhi.
  • Meneget eo anv an hetaira
  • Un dudenn a-bouez eo e romantoù istorel saoznek Mary Renault diwar-benn Alesant Veur, Fire from Heaven ha The Persian Boy, hag en he buhezskrid The Nature of Alexander.
  • Таис Афинская (Thais eus Aten) ur romant istorel rusek gant Ivan Efremov e 1972, diwar-benn an hetaira.

Liammoù diavaez

kemmañ