The House of the Rising Sun


The House of the Rising Sun ("Ti ar Sav-Heol") zo ur ganaouenn hengounel stadunanat, anvet Rising Sun Blues ("Blues ar Sav-Heol") a-wechoù. Kontañ a ra buhez un den hag a zo aet a-dreuz e kêr New Orleans ; kalz doareoù all a c'houzav d'an dud na heuliañ hevelep hent.
Gwech e vez istor ur paotr, evel en doare koshañ anavezet, hag un toull-bac'h eo "Ti ar Sav-Heol" ; gwech all ez eo ur c'hast a gan, hag ur fouzhlec'h eo an ti.

Orglez Vox Continental Alan Price

Deuet-mat dreist ar re all e voe an enrolladenn gant ar strollad rhythm and blues ha rock breizhveurat The Animals e 1964. Lakaet eo bet da gentañ berzh bras ur folk song sonet gant ur strollad sonerezh rock, alese an anv folk rock[1].

A-raok The Animals

kemmañ

Kentañ gwech ma voe dastumet ar ganaouenn a voe er bloavezhioù 1930, en Appalachoù, met eus Breizh-Veur e oa deuet an ton hengounel hep mar ebet.

Den ne oar piv a aozas The House of the Rising Sun, evel-just. Sur a-walc'h e teu eus ur broad sheet ballad, ur ganaouenn war ur follenn distag evel ma veze en Europa adalek donedigezh ar moullañ war baper er XVvet kantved. Damheñvel eo an danvez ouzh ur valladenn eus ar XVIvet kantved anvet The Unfortunate Rake ("An oriad(ez) reuzeudik"), met n'eus bet tro ebet da gavout ul liamm eeun etre an div ganaouenn.[2]
Ar c'herzoniour stadunanat Alan Lomax (1915-2002) a gavas e oa The Rising Sun anv ur fouzhlec'h e div ganaouenn hengounel vreizhveurat, ouzhpenn da vezañ anv meur a davarn ; hervezañ ez eo ar son kar d'ur ganaouenn anvet Lord Barnard and Little Musgrave, a voe embannet e 1658. Hervez A. Lomax bepred, ar ganaouenn a voe adlec'hiet e New Orleans e deroù ar bloavezhioù 1900 gant sonerien wenn eus ar Su.[3],[4]
Kentañ gwech ma voe meneget ar ganaouenn a voe gant Robert Winslow Gordon (1888-1961) e 1925, en devoa he c'hlevet digant ul labourer war an hentoù-houarn ; hennezh en devoa bet ar ganaouenn dindan an anv The Rising Sun Dance Hall digant un den eus ar Su, hag an darn vrasañ eus ar c'homzoù a oa ar re a zo anavezet er bed a-bezh hiziv. Anat eo e komze a-zivout ur fouzhlec'h :

There is a house in New Orleans
It's called The Rising Sun
It's been the ruin of many a poor girl
Great God, and I for one
[...]

Bez' 'z eus un ti e New Orleans
Anvet Ar Sav-Heol
Bet eo diskar meur a blac'h paour
Doue Meur, ha me da skouer
[...]

A. Lomax e-unan a enrollas e miz Gwengolo 1937, evit al Library of Congress, ur plac'h 16 vloaz anvet Georgia Turner, merc'h d'ur mengleuzier, o kanañ The House of the Rising Sun e Kentucky ; an darn vrasañ eus ar c'homzoù brudet a oa aze dija, met an donegezh a oa muiañ e-lec'h leiañ (leiañ e vez tonegezh an tonioù trist peurliesañ) ; ur 80 km pelloc'h ez enrollas un doare all gant ur paotr anvet Bert Martin. A. Lomax a gengejas an daou zoare hag a embannas ar ganaouenn el levr Our Singing Country e 1941[5].

Meur a don blues zo bet enrollet gant ar bomm Rising Sun en o zitl, met n'eus hini ebet a zo kar d'ar ganaouenn, zoken ar re anvet Rising Sun Blues enrollet a-raok 1930. Er bloaz-se, ar c'hitarourez ha kanerez blues Elvie Thomas (1891-1979) a enrollas Motherless Child Blues, a zo diazezet war The House of the Rising Sun[6].
D'ar 6 a viz Gwengolo 1933 e voe enrollet The House of the Rising Sun evit ar wech kentañ (dindan an titl Rising Sun Blues avat) gant tud eus an Appalachoù, an triad Clarence "Tom" Ashley (1895-1967), Doc Walsh (1901-1967) ha Gwen Foster (1903-1954) ; ur paotr zo o kontañ an istor da neuze, ha tost da laouen eo ar ganaouenn[7]. Ashley en devoa desket ar ganaouenn digant e dud kozh a-berzh mamm, ar pezh a ziskouez e oa The House of the Rising Sun koshoc'h eget Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.[3]
Homer "Bill" Callahan (1912-2002) a enrollas ar ganaouenn e 1935[8] dindan an anv Rounder's Luck ("Chañs ar ribouler")[3] ; tristoc'h a-galz eget doare Ashley eo.
Goude desket digant Ashley, Roy Acuff (1903-1992) a enrollas Rising Sun e 1938.
Ar strollad Almanac Singers, Woodie Guthrie (1912-1967) ha Pete Seeger (1919-2014) ennañ, a enrollas House of the Rising Sun (o devoa desket digant A. Lomax) e 1941.
Berzh bras a reas doare o c'heneil Josh White (1914-1969) e 1942 ha 1944 ; diwar Our Singing Country e teskas ar c'homzoù, met leiañ e oa an donegezh gantañ, ar wech kentañ en istor an enrolladennoù.[3]
En nevezamzer 1957 e voe embannet komzoù The House of the Rising Sun er gelaouenn Sing Out!, a voe krouet e New York e 1950 gant Alan Lomax ha Pete Seeger. Adalek ar mare-se e voe enrollet kalz doareoù eus ar ganaouenn, jazz en o zouez, betek Joan Baez e 1960, Nina Simone e 1962 ha Bob Dylan e 1962 ivez.

E miz Mezheven 1964 e c'hoarvezas mestr-taol The Animals, a gemmas penn-da-benn planedenn ar ganaouenn.

The Animals

kemmañ

E Newcastle upon Tyne ma oa bet savet ar strollad e 1963 e klevas ar c'haner Eric Burdon (*1941) ar ganaouenn kanet gant Johnny Handle, ur c'haner sonerezh folk eus Northumberland.
P'edo The Animals gant un droiad gant Chuck Berry e tivizjont adkemer The House of the Rising Sun war al leurenn. Plijet-dreist e voe ar selaouerien, produer a strollad a veizas e oa tro aze d'ober berzh, hag enrollet e voe ar ganaouenn e Londrez d'an 18 a viz Mae 1964[9] Embannet e voe ar bladenn 45 zro gant an ti Columbia, ha kinniget evel "ton hengounel kempennet gant Alan Price" (ar soner orglez, *1942).[10].
Kerkent e voe brudet-dreist klotad kentañ an ton, ul La leiañ (Am en notadur etrebroadel) dishiliadet. Ken fromus eo kan Eric Burdon ha ken sorc'hennus orglez Vox Continental Alan Price ma troas doare The Animal da batrom an holl zoareoù war-lerc'h, hag hollvrudet eo c'hoazh hiziv.

Hir e oa an enrolladenn hervez boaz ar mare-se, pa bade 4:30 ; da 2:58 e voe krennet e Stadoù-Unanet Amerika, ha ret e voe da stadunaniz gortoz 1965 evit klevet an doare klok en un dastumad anvet Mickie Most Presents British Go-Go[11] En hevelep bloaz e voe klevet The House of the Rising Sun gant The Animals er film Pop Gear (Go Go Mania e SUA).[12].

Izili ar strollad a enrollas e 1964 e oa : Eric Burdon (kan), Chas Chandler (1938-1996, gitar-boud), Alan Price (orglez), John Steel (*1941, toumperezh) ha Hilton S. P. Valentine (1943-2021) (gitar-tredan).
Dre ma oa kentanv Alan Price an hini kentañ en urzh al lizherenneg e voe lakaet da gempenner ar ganaouenn — neuze e voe an ezel nemetañ eus The Animals o kaout gwirioù warni hervez lezenn.[3]

Goude The Animals

kemmañ

Diniver eo an doareoù eus The House of the Rising Sun a zo bet embannet a-c'houde taol-kurun The Animals. Lod zo chomet brudet betek bremañ avat.

  • 1964 : kerkent hag enrollet gant The Animals e voe lakaet ar c'haner gall Johnny Hallyday (1943-2017) da ganañ un doare gallek anvet Le pénitencier"[13].
  • 1965 : un doare spagnolek a voe embannet gant ar strollad Kolombian Los Speakers dindan an anv La Casa del Sol Naciente; 4:55 e pad an ton, da lavaret eo ez eo ken hir ha doare The Animals[14].
  • 1969 : ar strollad stadunanat Frijid Pink eus Detroit (Michigan) a enrollas un doare psikedelek, 4/4 e ventad evel gwechall ; berroc'h eo eget doare The Animals, met hirik a-walc'h (3:22)[15]
  • 1981 : Dolly Parton a adskrivas lod eus ar c'homzoù, en ur zistreiñ da istor ur plac'h[16].
  • 1989 : goude diskar Moger Berlin ez embannas ar strolladalaman EAV (Erste Allgemeine Verunsicherung "Kentañ Kemmesk Hollek") ur ganaouenn anvet Es steht ein Haus in Ostberlin ("Bez' ez eus un ti e Berlin ar Reter") ma tro istor plac'h pe baotr New Orleans da hini un Alaman eus ar Reter a zo dipitet gant ar vuhez er C'hornôg[17].
  • 2013 : ar strollad heavy metal Five Finger Death Punch a embannas e 5vet albom, The Wrong Side of Heaven and the Righteous Side of Hell, Volume 2 m'emañ o doare eus The House of the Rising Sun ; istor ur paotr e "Sin City' ("Kêr ar Pec'hed") eo[18].
  • D'ar 14 a viz Kerzu 2020 : ar strollad hollvrudet Metallica a ganas e zoare e Kalifornia da geñver ur sonadeg evit skoazellañ klañvidi ar c'hurunviruz covid-19[19]

Ar c'homzoù

kemmañ
 
Ar ball and chains

En daou zoare a oa bet dastumet gant A. Lomax, hini Georgia Turner ha hini Bert Marttin, ez eo ur paotr a gomz, hag un toull-bac'h eo The Rising Sun, evel m'en diskouez ar bomm To wear the ball and chain "gwiskañ ar boled hag ar chadennoù" ; n'eus bet kavet doare ebet ma vefe ur plac'h o komz anezho evel pa vefe ar fouzhlec'h un toull-bac'h.

Setu amañ un dibab eus ar c'homzoù a zo bet kanet etre 1960 ha 2008.

  • Joan Baez a gan diwar-benn ur plac'h a zo bet lorbet gant ur paotr ha lakaet da c'hast.
  • Hervez The Animals, ar c'haner en deus lazhet e dad, a oa ur c'hoarier daonet.
  • Distreiñ a ra The White Buffalo d'ur plac'h, a zo lorbet gant paotr e varc'h-tan, a zo ul lazher hag en deus he lakaet en ur fouzhlec'h.
Joan Baez (1960) (selaou).

There is a house in New Orleans,
They call the rising sun.
It's been the ruin for many a poor girl,
And me, oh Lord, I'm one.

My mother was a tailor,
he sewed our new blue jeans,
My father was a gambling man
Down in New Orleans.
 
If I had listened to what my mother said,
I'd have been at home today,
But I was young and foolish,
Oh, God, let a rambler lead me astray.

Oh Mothers, tell your children
Not to do what I have done,
To spend their lives in sin and misery
In the House of the Rising Sun.

I'm going back to New Orleans,
My race is almost run,
I'm going back to spend my life
Beneath the Rising Sun.

The Animals (1964)

There is a house in New Orleans
They call the Rising Sun
And it's been the ruin of many a poor boy
And God, I know I'm one

My mother was a tailor
She sewed my new blue jeans
My father was a gamblin' man
Down in New Orleans

Now the only thing a gambler needs
Is a suitcase and a trunk
And the only time he's satisfied
Is when he's all drunk

Oh mothers, tell your children
Not to do what I have done
Spend your lives in sin and misery
In the House of the Rising Sun

Well, I got one foot on the platform
The other foot on the train
I'm goin' back to New Orleans
To wear that ball and chain

Well, there is a house in New Orleans
They call the Rising Sun
And it's been the ruin of many a poor boy
And God, I know I'm one

The White Buffalo [evit ar stirad Sons of Anarchy, 2008] (selaou).

There is a house in Charming Town
They call the Rising Sun
It's been the ruin of many a poor girl
And me, Oh God, I'm one

If I listened to my mama
Lord I'd be home today
But I was young and foolish
Handsome rider led me astray

Go tell my baby sister
Never do what I've done
To shun the house in Charming Town
They call the Rising Sun

My Mother, she's a tailor
She sewed my new blue jeans
My sweetheart he's a rambler
Lord he rides an old machine

Now the only thing a rambler needs
Is a suitcase and a gun
The only time he's satisfied
Is when he's on the run

He fills his chamber up with lead
And takes his pain to town
The only pleasure he gets out of life
Is bringing another man down

He's got one hand on the throttle
The other on the brakes
He's riding back to Redwood
To own his father's stake

And me I wait in Charming Town
To gain my love as one
I'm staying here to end my life
Down in the Rising Sun

I'm staying here to end my life
Down in the Rising Sun

Ar sonerezh

kemmañ
  • A-raok lenn, adlakait 'ta ar video.

Ar gitarour Hilton Valentine a gontas n'en devoa graet nemet adkemer an heuliad klotadoù sonet gant Bod Dylan hag e zishiliadet.[2] E Do (C) emañ skrivet ar son, hag e skeulenn geñveriek La leiañ (Am) eo an donegezh.
Daoust ma veze kanet The House of the Rising Sun gant ur mentad 4/4 en hengoun e tibabas ar c'hempenner ur mentad 6/8[20]. Aes eo seniñ an heuliad klotennoù dishiliadet-se, diaesoc'h eo e seniñ mat, kempenn hag ingal !

Ur bariton eo ar c'haner Eric Burdon[21], da lavarout eo e c'hall kanañ diboan ur skeuliad Sol2 (98 Hz) — Sol4 (392 Hz), al La dave etrebroadel o vezañ La4 (440 Hz)[22]. E traoñ e skeuliad emañ al La2 (110 Hz), kentañ notenn ar ganaouenn koulz war ar gitar (notenn voutañ ar c'hlotad Am eo) hag ar c'han. Gouest eo da ganañ gant e vouezh-penn, pa'z eo al La440 e notenn uhelañ pa gan The House of the Rising Sun. Ar pezh a zo diaes eo kavout an notennoù-penn hag o c'hanan kreñv.
Diaes ivez eo kanañ ar c'homzoù, peogwir ez eo dizingal ar werzadurezh (hirder ar gerioù keñveriet gant ar sonerezh) ; un doare hepken da zont a-benn : heuliañ ar c'hlotadoù en ur gompren mat ar pezh a ganer !

Setu amañ eskern ar ganaouenn evel sonet ha kanet gant The Animals.

Deroù

Ar gitarour a son an heuliad klotadoù dishiliadet :

Am
 
C
 
D
 
F
 
Am
 
E
 
Am
 
E
 
Kan

La2 eo div notenn gentañ, war There is, La3 eo notennoù they call ha La 4 war And it's been ; div eizhvedell diouzhtu !

Pont (gitar, dishiliadet bepred)

CDFAmEAmE

Kan

La4 eo "My mother"

(Pont)
(Kan)
Solo

Orglez. Chouket eo ar c'hlotadoù gant H. Valentine bremañ. An eil E zo un E7 ; ur pont zo e dibenn ar solo.

Kan

La3 eo "Oh Mothers", a-raok pignat betek La4 war No to do en-dro.

(Pont)
Kan

Chouket eo ar c'hlotennoù gant ar gitarour.

Dibenn

Gorrekaet eo ar sonerezh betek ar c'hlotad diwezhañ, a zo ul La muiañ (A/AM).

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Anthony, Ted. Chasing the Rising Sun — The Journey of an American Song. Simon & Schuster, 2007 (ISBN 978-1-4165-3930-8)
  • (en) Burdon, Eric. I Used to Be an Animal, but I'm All Right Now. Faber & Faber, 1990, pp. 60–62 (ISBN 978-0-571-12952-2)
  • (en) Lomax, Alan. Folk Songs of North America. Littlehampton Book Services Ltd., 1960 (ISBN 978-0-304-91987-1)
  • (en) Lomax, Alan ha John (1941). Our Singing Country – Folk Songs and Ballads. Dover Publications, 2000 (ISBN 978-0-486-41089-0)
  • (en) Sullivan, Steve. Encyclopedia of Great Popular Song Recordings. Scarecrow Press, 2013, pp. 98 sqq. (ISBN 978-0-8108-8296-6)Lenn en-linenn. Kavet : 16 Meurzh 2021.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. BBC : Stories Behind the Song: "House of the Rising Sun". Kavet : 16 Meurzh 2021.
  2. 2,0 ha2,1 Antony, 2007.
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 ha3,4 Sullivan, 2013.
  4. Lomax, 1960.
  5. Lomax, 1941.
  6. (en) 'Wirz' American Music'. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  7. "YouTube". Kavet : 16 Meurzh 2021.
  8. (en) 'Texas State Historical Association'. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  9. Burdon, 1990.
  10. Ar bladenn
  11. (en) 'Discogs'. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  12. (en) 'IMDb'. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  13. Komzoù gallek gant Évelyne Konyn, Liliane Konyn & Hugues Aufray • (fr) Johnny Hallyday'. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  14. (fr) Los Speakers. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  15. (en) Frijid Pink. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  16. (en) Dolly Parton. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  17. (en) EAV. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  18. (en) Five Finger Death Punch. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  19. (en) Metallica. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  20. Ur c'hempennadur eeun evit ur gitar. Kavet : 16 Meurzh 2021.
  21. (en) 'The Range Planet'. Kavet : 18 Meurzh 2021.
  22. Hervez ar reolenn ISO 16:1975..