Timbroù Bolivia
Dindan an anv Perou-Uhel (spagnoleg : Alto Perú) e oa anavezet Bolivia gwechall-gozh. Dont a reas da vezañ ur republik dizalc'h d'ar 6 a viz Eost 1825 a-drugarez da Simón Bolívar a gasas war-raok ar stourm evit dieubiñ pobloù Suamerika diouzh yev Spagn.
An timbroù kentañ dindan an anv Bolivia, warno tresadenn ur bultur meur, a voe embannet e 1867. Er rummadoù a zeuas war-lerc’h e kaver kalzig arouezioù ur vro dieub a-nevez : skoed-adarmez Bolivia, poltred an dud veur o deus dieubet ar vro (Simón Bolívar, ar jeneral Antonio José de Sucre), prezidanted ar Republik, hag all).
Implijet e voe timbroù ar Rouantelezh-Unanet etre 1865 ha 1878 e porzh Cobija ; n'eus ket anezho ken, ha gallout a reer o anavezout dre ar siell C39.
Implijet e voe timbroù Chile en tiriadoù bolivian aloubet etre ar 1añ a viz Du 1881 hag an 11 a viz Here 1883.
Mankout a rae danvezioù d'ar velestradurezh postel avat. Estreget an hent-houarn etre Oruro hag Antofagasta (porzh Chile bremañ, a-c'houde Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883)), e ranke fiziañ al lizheroù da zasparzhañ e tud war varc’h pe e bigi-stêr bihan. Paour e chomas an hentoù postel diabarzh betek ma voe lakaet e pleustr ar post dre-nij er bloavezhioù 1920.
Tost eo an dimbrawouriezh e Bolivia da emdroadur ar vuhez politikel : prantadoù diktatouriezh vilourel, prantadoù demokratel, dispac’hoù. E 1953 e teuas er-maez ur rummad timbroù evit brudañ broadeladur ar greanterezh eztennañ, greanterezh an tireoul, adreizh ar gounezerezh pa voe ar Movimiento Nacionalista Revolucionario ("Emsav Broadelour Dispac’hour" e spagnoleg) e penn ar Stad. E 1971 eo poltred ar Jeneral Hugo Banzer Suárez, diktatour e-pad 10 vloaz, a voe dibabet evit brudañ diorradur ar vro.
Donedigezh ur penn-bras estren a vez alies pennabeg un timbr nevez : Prezidant Venezuela (1989), re Perou hag Arc'hantina (1991), Ministr-kentañ Spagn José María Aznar, ar Prezidant gall Jacques Chirac (1997), hag all.
Lakaet eo bet diaes Stad Bolivia gant c’hwezhadur ar moneiz er bloavezhioù 1950. Dreistmoullet e voe e 1951 ur rummad embannet 6 vloaz a-raok (400vet deiz-ha-bloaz La Paz) gant prizioù uhel-spontus : 600 boliviano e-lec’h 30 centavo (100 centavo = 1 boliviano) da skouer.
Ur rummad timbroù lesanvet Dor an Heol ("Puerta del Sol"), gouestlet d'ar sevenadur amerindian Tiahuanaco a oa bet engravet ha moullet en Alamagn e 1926, met pa voe gouezet e oa bet gwerzhet un darn anezho en Europa hep aotre Postoù Bolivia e voe divizet mirout ar peurrest en ur c’hav. Ha pemp bloaz ha tregont int chomet eno, a-raok bezañ lakaet e gwerzh en-dro. Alas, gant ar c'hresk er prizioù en devoa skoet an armerzh bolivian e oa bet ret dreistmoullañ anezho gant prizioù nevez, a-wechoù betek 10 000 gwech o zalvoudegezh orin. An timbr a dalveze pemp boliviano a voe gwerzhet pemp mil boliviano.
Liamm diavaez
kemmañ- (es) Postoù Bolivia]