Touseg gwiliouder

(Adkaset eus Touseg amiegez)
Touseg gwiliouder

Un touseg gwiliouder.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Amphibia
Urzhad : Anura
Kerentiad : Alytidae
Genad : Alytes
Anv skiantel
Alytes obstetricans
(Laurenti, 1768)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An touseg gwiliouder[1],[2] a zo un divelfenneg, Alytes obstetricans an anv skiantel anezhañ.

Alytes obstetricans

Debriñ a ra amprevaned dreist-holl (fubu, c'hwiled...). Gallout a ra klokaat gant melc'hwed, maligorned, buzhug, kevnid pe c'hoazh laou-dar.

Bevañ a ra e kornôg Europa.

An touseg-se a vez kavet e takadoù gleb, e-lec'h ma c'hell en em zouarañ e douaroù blod, tost da boulloù hag er pradoù. Gwellet e vez anezho er bodoù skañv, evel ma vez kavet er mengleuzioù, er reier, er mogerioù kozh, war ribl ar stankoù, leton pe lanneier, met morse ne vezont en takadoù heveuz. A-wechadigoù int kavet er c'hoadoù e-kichen tier dilezet. Bevañ a reont er Pireneoù betek 2600m hag e traoniennoù an Alpoù, ar Jura ha Tolzennad Kreiz betek 1600 metr. Ampart int war ar c'hrapañ (er c'hleuzioù...).

Peurliesañ int kuzhet dindan ar mein, etre an daroù, e sichenn ar mogerioù kozh, e-touesk ar gwriziennoù ha dindan tammoù koad brein. Gallout a reont kleuzañ douarennoù gant o favioù dirak. Ne vern d'ar benndologed an dour-red pe difiñv, laosket int e poulloù er pradoù pe en taouarc'h, gwazhoù-dour, stankoù bihan pe c'hoazh dour er c'hleuzioù. Gouzañv a ra mad ar benndologed dourioù saotret. Kenbevañs a zo gant Mab-den e lec'hioù evel al liorzhoù ha gourliorzhoù, pe er beredoù.

Gouennadur

kemmañ

Klevet e vez ar biri o c'hwitellat un doare tio...tio...tio...(damheñvel ouzh kan an toud korr), da gendrec'hiñ ur barez adalek miz Meurzh. Kroget e vez da ganañ en tu all da 4°C. Gellet a raer e glevet adalek miz C'hwevrer ha betek miz Du, moarvat miz Kerzu e gevred Bro-C'hall, padal etre miz Mae ha miz Eost en hanternoz hag er menezioù.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Erbedet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  2. ALYTE (Alytes obstetricans) touseg gwiliouder m. Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, pajenn 66 ; Crapaud accoucheur, touseg gwiliouder, ibid. p. 36b.