Afrodite Anadyomene

(Adkaset eus Venus Anadyomene)

Afrodite anadyomene ("Afrodite deuet e-maez an dour") eo mojenn ganedigezh an doueez en dour, livet gant arzourien evel Sandro Botticelli (1445-1510) e Ganedigezh Gwener.

Sandro Botticelli, La nascita di Venere Ganedigezh Gwener (war-dro 1485), Uffizi, Firenze

Ar c'hentañ livadur

kemmañ
 

Afrodite anadyomene a oa ur murlivadur brudet e Pompei, savet diwar unan kalz koshoc'h a oa bet graet gant al livour meur Apelles evit doare, hag a zo aet da get pell zo.

Diwar livadur Pompei a-raok ma voe peurzistrujet eo bet graet ar skeudenn a weler amañ.

Meneg eus livadur Apelles zo el levr Naturalis historiae gant Plinius Kozh, a gont e voe implijet Kampaspe, ur serc'h da Alesant Veur, evel patrom. Hervez Athenaeus e oa bet awenet al livour gant istor Frine, un hetaira brudet eus Hellaz, a yae da neuñvial en he noazh er mor da vare gouelioù relijiel Eleusis.

Degaset e voe livadur Apelles eus Hellaz da Roma gant Augustus, met en ur gwall stad e oa da vare Plinius. Sevel a ra roll gwellañ livadurioù Apelles hag e ra anv eus un daolenn all  eus Gwener o sevel eus ar mor, dediet gant Augustus benniget e eñvor e bez Julius Caesar e adtad hag a zo anvet "Anadyomene" meulet e gwerzennoù hellenek evel oberennoù arall aloubet gant an amzer met disaotr o brud. [1]

Arouezioù reizhel

kemmañ

Hervez ar vojenn e savas Kronos a-enep e dad Ouranos, an oabl, hag e spazhas anezhañ hag e taolas e zivgell er mor, ma teuas sperius an eon-mor. Merc'h an oabl hag ar mor eo Afrodite eta.

En amzer an Azginivelezh ha war-lerc'h

kemmañ

Adalek ar XVvet kantved e savas c'hoant d'an arzourien, goude lenn ar pezh a skrivas Plinius, da geveziñ gant Apelles ha d'ober gwelloc'h ma c'hallent ; meur a Venus anadyomene a voe livet neuze :

Livadur Alexandre Cabanel (1823-1889), Ganedigezh Gwener a oa bet diskouezet e 1863 e Salon Pariz ha prenet gant Napoleon III evitañ e-unan.
E 1879 e voe echuet livadur William-Adolphe Bouguereau.

Taolennoù

kemmañ

Lennegezh

kemmañ
  • Vénus Anadyomène a zo anv ur varzhoneg c'hallek gant Arthur Rimbaud.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Plinius Kozh, Naturalis historiae xxxv.91 : Venerem exeuntem e mari divus Agustus dicavit in delubro patris Caesaris, quae anadyomene vocatur, versibus Graecis tantopere dum laudatur, aevis victa, sed inlustrata.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.