Verb-damskoazellañ

(Adkaset eus Verb damskoazell)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-damskoazellañ (Y.B.B.) pe damskorverb evit komz eus ur rummad verboù resis, aet hogozik da get o pouez semantikel, a dalvez da sevel troadelloù verbel implijet a-gevret gant un anv-verb, da skouer :

"Fellout a ra din mont"
Fellout a ra (verb-damskoazellañ displeget) din mont(anv-verb ar verb pennañ)

Evel ma tiskouez ar skouer-mañ e c'hell bezañ implijet ur verb kenskoazell a-gevret gant ur verb-skoazellañ :

Fellout (anv-verb r verb-skoazellañ) a ra (verb-skoazellañ "ober" displeget) din (gouzañver mont (anv-verb ar verb pennañ)

Verboù-skoazellañ ha verboù-damskoazellañ

kemmañ

Disheñvel eo ar verboù-damskoazellañ diouzh ar verboù-skoazellañ-rik rak daoust ha m'eo aet da get penn da benn pouez semantikel ar verboù-skoazellañ ha ne dalvezont ken da elfennoù frammadurel, diouzh an tu all avat daoust ha m'eo aet war wanaat pouez semantikel orin ar verboù-damskoazellañ n'eo ket aet da get penn-da-benn, ha peurliesañ ez eus ul liamm etre ster implij orin ar verb-damskoazellañ hag e arc'hwel en un troadell.

Doareoù verboù-damskoazellañ

kemmañ

Isrannet e c'hell bezañ ar verboù-damskoazellañ e tri rummad pennañ hervez bep o arc'hwel.

Verboù-damskoazellañ amzeriañ

Talvezout a reont da resisaat an amzer ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg :

La pluie doit revenir demain ("Glav a raio warc'hoazh sur")
Verboù-damskoazellañ doareañ

Tennañ a reontd'ar fed ma c'hell c'hoarvez un darvoud bennak, d'ar hetiñ ha d'ar fed ma rank c'hoarvezout un darvoud bennak, da skouer e brezhoneg :

Gallout (a raio) dont
Karout (a rafen) mont
Rankout (a rez) mont
Verboù-damskoazellañ aveziañ

Talvezout a reont da resisaat an arvez ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg :

Il vient (de) partir ("O paouez mont kuit emañ")
Il se mit à pleurer ("Stagañ a reas da leñvañ")

E brezhoneg

kemmañ

C'hwec'h pe seizh verb-damskoazellañ zo e brezhoneg. Peurliesañ e talvez ar verboù damskoazell e brezhoneg evit doareañ, implijet gantañ troiennoù all e lec'h verboù-damskoazellañ amzeriañ hag arveziañ, da skouer an araogennoù "war-nes", "o paouez", hag all.

Setu amañ roll ar verboù-damskoazellañ e brezhoneg (skouerioù diwar F. Kervella).

  • Dleout ("Bezañ dav")
Ar vugale a zle sentiñ ouzh o zud
En ti-se eo e tle bezañ o chom
Keñveriañ gant Dav eo dezhañ mont d'ar gêr diouzhtu
  • Fellout
Ne fell ket dezhañ lezel e verc'h da zimeziñ
  • Gallout ("Bezañ gouest")
Ha gallout a rit dougen ar samm-se ?
Gallout evañ ur banne, pebezh plijadu !r
An dra-se a c'hellfe bezañ
Keñveriañ gant N'eo ket gouest na da gomz na da flach
  • Karout ("Kaout c'hoant")"
Me a garfe lenn al levr-se
Mar karfes mont ivez
Keñveriañ gant C'hoant en deus da lenn ar pennad-se
  • Lakaat / Ober
Lakaet em eus ober ur re votoù nevez
E/ he lakaet em eus da ober din ur re votoù nevez
Lakaat a rin kas deoc'h al levr-se
Lakaet e vo al levr-se da vezañ kaset deoc'h
Gra ar c'hi-se mont kuit alese 'ta!
'Graet en deus dezhañ kas e labour da benn'
  • Rankout ("Bezañ ret")
Mervel a ranko an holl dud
Mont a rankan kuit diouzhtu
Evit bezañ ken kastiz e rank bezañ klañv
Keñveriañ gant Ret eo mervel
Keñveriañ gant Ret eo deoc'h holl mont

Gwelit ivez

kemmañ