Verb dic'hour
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb dic'hour (Y.B.B.) pe verb ambersonel (saoz. impersonal verb) evit komz eus ur verb hep rener/graer gwirion ebet rak ne denn ket d'un ober, d'un darvoud pe d'ur stad kaset da-benn gant un den pe gant un dra resis, da skouer : glav a ra, noziñ a ra.
Renerezh yezhadurel
kemmañE yezhoù zo, en o zouez ar yezh c'hermanek (e.g. ar saozneg, an alamaneg...), yezhoù romanek evel ar galleg hag ivez yezhoù keltiek zo, e.g. ar c'hembraeg, e ranker implijout ur brizhraganv gant verboù dic'hour, da skouer :
- (cy) Oedd hi'n bwrw erc'h ddoe (raganv hi : benel)
- (en) It snowed yesterday. (raganv it : nepreizh)
- (de) Es schneite gestern. (raganv es : nepreizh)
- (fr) Il a neigé hier. (raganv il : gourel))
- (br) Noz eo anezhi.
E yezhoù all avat, yezhoù amraganvel anezhe dre ret, en o zouez meur a yezh romanek (e.g. ar portugaleg, ar spagnoleg, an okitanek, an italianeg...) hag an holl yezhoù slavek hag ivez e brezhoneg, ne vez implijet raganv rener ebet ha displeget e evz ar verb en trede gour unander, da skouer :
- (br) Erc'h a reas dec'h
- (es) Nevó ayer
- (pt) Nevou ontem
- (hr) Sniježilo je jučer
Doareoù verboù dic'hour
kemmañAlies e tenn ar verboù dic'hour d'an amzer a ra pe d'an amzer a red, da skouer : erc'h a ra', skorniñ a ra, abardaeziñ a ra.
Tennañ a c'hell ivez ar verboù dic'hour d'ar bezañs, da skouer :
- (br) Levrioù zo / Kalz a dud a oa eno
- (en) There are (some) books. / There were lots of people there
- (pt) Há livros. / Havia lá muita gente
Verboù dic'hour kv. verboù diglok
kemmañDisheñvel eo ar verboù dic'hour diouzh ar verboù diglok rak tennañ a ra ar verboù dic'hour da implij ar gour yezhadurel nemetken keit ha ma tenn ar verboù diglok d'an displegadur dre vras, da lavaret eo d'an amzerioù, d'an arvezioù pe d'ar gourioù.