Waten
kumun Bro-C'hall
(Adkaset eus Watten)
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv izelvroek | Waten |
Anv ofisiel | Watten |
Lec'hiadur | |
Skoed | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Dukark |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de la Colme |
Kanton | Broekburg |
Kod INSEE | 59647 |
Kod post | 59143 |
Maer | Daniel Deschodt |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 7,32 km² |
Led | 50° 50' 01" Norzh |
Hed | 02° 12' 48" Reter |
Uhelder kreiz | 55 m |
Uhelder bihanañ | 1 m |
Uhelder brasañ | 73 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 2 724 (2006) |
Stankter | 372 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Watten |
Waten (e flandrezeg kornôgel:Wotten, e galleg:Watten ) a zo ur gumun eus ar Westhoek e Flandrez Frañs, e departamant Norzh, e Hanternoz Bro-C'hall.
Istor
kemmañXIvet kantved
kemmañ- 1072: krouidigezh an abati Saints Nicolas et Riquier.
XXvet kantved
kemmañ- Milourion eus Waten marvet er brezelioù bed: 89 er Brezel-bed kentañ, 18 en eil hini.
- Eil brezel-bed:
- 3 a viz Gwenholon 1939 - 23 a viz Mae 1940: soudarded an tirlu gall diazezet e Waten, hag un unanad ijin-brezel eus lu ar Rouantelezh-Unanet a zeu ivez.
- Mae 1940, Emgann Waten: gant ar soudarded eus ar Rouantelezh-Unanet eo distrujet ar pont doubl dreist d'an Aa d'ar 24. Kregiñ a ra an emgannoù etre ar C'hallaoued hag an Alamaned evit daleañ ar re-mañ ha gounit amzer evit ma c'hellfe ar soudarded eus Breizh-Veur hag eus Bro-C'hall kelc'hiet gant an armeoù alaman achap dre Zukark. An difennourion ziwezhañ a voe tapet da brizonidi-vrezel gant an Alamaned d'ar 26 tro 6 eur beure er Sal Sant-Jili[1].
- Bombezadegoù: bombezet e voe Waten gant ar Re Gevredet e miz Here 1941 hag e miz Eost 1943. E 1944 e voe graet bombezadegoù stank e mizioù C'hwevrer, Meurzh, Ebrel, Mae hag Even 1944 gant ar Re Gevredet abalamour d'an diazlec'h bannañ fuc'helloù V1 a oa bet savet e Koad Waten d'an Alamaned[2]; d'ar 6 a viz Ebrel, 12 B-24 eus Eighth Air Force eus United States Army Air Forces, gwarezet gant 27 P-47, a dizh o falioù er gumun[3]. 36 den nann-soudard a voe lazhet gant ar bombezadegoù er gumun; siviled all eus Waten a varvas abalamour d'ar brezel: daou e ti-gar Hazebroek gant ur vombezadeg, pevar gant tarzhadennoù e mirlec'hioù tennoù, daou all e Servij al Labour Ret en Alamagn ha div vageerez e bourzh an Henriette[4].
- 6 a viz Gwenholon 1944: dieubet eo Waten gant al lu kanadian.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañBez ar C'hommonwealth e bered ar gumun
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 1 |
Hollad | 1 |
Ur milour eus ar Rouantelezh-Unanet a zo douaret e bered ar gumun. Marvet eo e miz Here 1917, e-pad ar Brezel-bed kentañ[5].
Douaroniezh
kemmañ- War lez ar stêr Aa emañ Waten.
Emdroadur ar boblañs 1793-2006
kemmañMelestradurezh
kemmañTud
kemmañLiammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Capitaine Jean-Marie Leveaux, La Bataille de Watten - mai 1940 - Récit de Bataille de Watten et de la prise d'otages - Témoignage de M. Félix Duriez Maire de Watten en 1940, embannet gant kumun Watten
- ↑ Bomb Crossbow
- ↑ The United States Army Air Forces in World War II
- ↑ Capitaine Jean-Marie Leveaux, La Bataille de Watten - mai 1940 - Récit de Bataille de Watten et de la prise d'otages - Témoignage de M. Félix Duriez Maire de Watten en 1940, embannet gant kumun Watten, pajennoù 41 ha 42
- ↑ Commonwealth War Graves Commission