Ar Welrod zo ur bistolenn savet er Rouantelezh-Unanet da vare an Eil Brezel-bed. Soñjet e oa bet gant servijoù diorren dafar an SOE evit servijout en oberadennoù kuzh el lodenn eus Europa aloubet gant an Trede Reich. Kregiñ a reas he froduiñ e 1943 (stumm Mark II e .32 ACP), ha adalek 1944 e voe savet ar stumm Mark I e 9 mm Parabellum. War-dro 15.000 skouerenn anezhi a voe produet[1], ha lod anezhe a voe harzlammet da emsavoù rezistañs e fin ar brezel, e Danmark dreist-holl. Implijet e voe gant ar Rouantelezh-Unanet betek deroù ar bloavezhioù 1990, en oberadenn Desert Storm a-enep Irak[2].

Welrod
Skeudenn ar pennad Welrod

Ur bistolenn Welrod Mk I (9 mm Parabellum)
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Pistolenn
Mont en-dro Tennata dre vorailh
Munisionoù .32 ACP (stumm Mk II)
9 mm Parabellum (stumm Mk I)
Produer BSA
Mare produiñ 1943 - 1944
Mare implij 1944 - war-dro 1991
Pouez ha muzulioù
(stumm Mk II)
Mas (hep kartouchenn) 1,080 kg
Hirder 310 mm
Hirder ar c'hanol 105 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 20 / 25 m
Endalc'h Karger-fiñv 6 kartouchenn (stumm 9 mm Parabellum)
Karger-fiñv 8 kartouchenn (stumm .32 ACP)
Stummoù Mark II (1943)
Mark I (1944)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Dont a ra hec'h anv eus lizherennoù kentañ kêr Welwyn (Hertforshire), e-lec'h ma oa ar Station IX, unan eus labourvaoù diorren an SOE, ha deus ar ger rod a dalvez "garenn" pe "barrenn" e saozneg[1]. Ar marc'h-tan Welbike hag al lestr-spluj Welman zo bet anvet diwar ar memes doare.

Deskrivadur

kemmañ
 
Ar Welrod Mk IIA, ar stumm kentañ produet eus an arm. N'en doa pontig ebet c'hoazh.

Platinenn ar Welrod zo un-ober. Puñs he c'harger zo berr-kenañ, pa baouez er memes live hag ar pontig : ur wech tennet ar c'harger eo aesoc'h an arm da guzhat. Etre pep tenn e ranker adkambriñ ur munision en ur dreiñ ar gulasenn eus ur c'hard tro a-raok sachañ warni. Unan eus perzhioù talvoudusañ ar Welrod eo he reduer-son. Evit izelaat c'hoazh tizh mont er-maez ar boledoù, hag o zrouz neuze, ez eus 16 toull tro-dro d'ar c'hanol[3]. Evit gellet implijout an draen e ranker pouezañ dre ret war ul loc'henn a-dreñv d'an dornikell-karger, da lavaret eo derc'hel an arm da vat, kement-mañ evit gwellaat surentez an arm[1].

Damheñvel eo mont en-dro an daou stumm produet war-bouez o endalc'h (8 kartouchenn e .32 ACP, 6 kartouchenn e 9 mm). N'eus pontig ebet war ar stumm Mark II, hag enbarzhet eo e reduer-son. War ar stumm Mark I eo distag hag e rank bezañ biñset war ar c'hanol a-raok an implij : kement-se a aesa c'hoazh ar c'huzhat[2].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) VALANCE Régis, Le pistolet Welrod Mk II A : silencieux et mortel !, e Cibles n°654, miz Kerzu 2024, pp. 44-47
  2. 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, Welrod silent, Modern Firearms (lennet d'ar 05/12/2024)
  3. (fr) Welrod, Arme et Passion (lennet d'ar 05/12/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan