Yann Jozef Pêr Mari Penwern[1] pe Pengwern[2], pe Yann-Vari Penwern ent-berr, a oa ur breutaer, ha goude barner, e Lannuon hag e lec'hioù all, en XIXvet kantved, hag a zastumas gwerzioù e Breizh.

Ganet e oa bet e Pariz d'ar 24 a viz Mezheven 1807 hag ober a reas e studi eil derez e Lannuon. Goude studioù war ar gwir e Pariz en teuas en-dro da Lannuon, m'en em ziazezas d'ober ar vicher breutaer. Dimeziñ a reas gant ur plac'h eus Taole, e Bro-Leon e 1838. Kregiñ a reas da zastum kanaouennoù-pobl war ar maez ha da glask skridoù brezhonek evel pezhioù-c'hoari. En em lakaat a reas ivez da genskrivañ gant tud evel Prosper Proux, Émile Souvestre, René Kerambrun. Betek 1853 e talc'has gant e enklaskoù. Er bloavezh-se e voe anvet da varner e Felger. Mervel a reas e 1856 e Taole, e bro e wreg.

An holl deulioù bet dastumet gantañ e vuhez-pad ne voent ket embannet gantañ avat. Embannet e voe e zastumad gwerzioù war e lerc'h, a-nebeudoù, gant tud evel Émile Ernault, Fañch an Uhel ha re all c'hoazh. En XXvet kantved e voe embannet lod eus ar gwerzioù gant Al Liamm ha gant Hor Yezh, en dastumad Gwerin. E 1983 e voe kendalc'het embann an dalc'had gwerzioù gant ar gevredigezh Dastum. Ne voe peurembannet an traoù nemet er bloavezhioù 1997 ha 1998 gant Hor Yezh.

EmbannAozañ

  • "Dastumad Pennwern", dornskrid 89, eilskrivet gant Abeozen, Gwerin 4, 1963
  • "Dastumad Pennwern", dornskrid 89, Gwerin 5, 1963
  • "Dastumad Pennwern", dornskrid 90, Gwerin 6, 1963
  • "Dastumad Penwern - Chants populaires bretons de la collection de Penguern (fin du manuscrit 90 et manuscrit 91). Dastum, 1983
  • "Dastumad Pengwern", dornskrid 92, eilskrivet gant Claude Lanchec, Gwerin 8, Hor Yezh, 1997
  • "Dastumad Pengwern", dornskrid 93, eilskrivet gant Claude Lanchec, Gwerin 9, Hor Yezh, 1997
  • "Dastumad Pengwern", dornskrid 94, eilskrivet gant Claude Lanchec, Gwerin 10, Hor Yezh, 1998

LennadurezhAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, L. Raoul, Al Liamm, 1992
  2. "Dastumad Pengwern", Gwerin 8 (1997), Gwerin 9 (1997), Gwerin 10 (1998), embannet gant Hor Yezh.