An Abri du Marin (Goudor ar Vartoloded) a oa tier-herberc'h krouet gant Jacques de Thézac e deroù an XXvet kantved e perzhier Breizh, e Kerne dreist-holl, evit ar vartoloded a voazie tremen o amzer re alies en tavarnioù. Lec'hiet mat e oant e-kichen ar c'haeoù hag ar chaoserioù ma veze staget ar bagoù.

Abri du Marin e Konk-Kerne (luc'hskeudenn gant Jacques de Thézac, war-dro 1910)
Pesketaerien dirak Abri du marin e Passage-Lanriec e Konk-Kerne en 1903 (luc'hskeudenn gant Jacques de Thézac)
Ar wriadeg e Passage-Lanriec en 1915 (luc'hskeudenn gant Jacques de Thézac)

Jacques de Thézac en doa graet eus ar Goudorioù-se binvioù evit stourm ouzh ar baourentez hag an dienez sokial, lec'hioù plijus evit degemer ar vartoloded.

Etre 1900 ha 1940 e oa tremenet 14 milion a dud dre ar Goudorioù. Eus 1940 da 1976 e voe 6 milion a dud c'hoazh.

Savidigezhioù Abris du marin

kemmañ

Awenet e oa bet Jacques de Thézac gant sailor’s homes Breizh-Veur, a oa tier livet en roz savet er perzhier.

Unnek Abri du marin a voe savet etre 1900 ha 1933 : dek e Penn-ar-Bed hag unan e Mor-Bihan. Re all a voe c'hoazh, pa voe savet pemzek en holl etre 1900 ha 1952.

Er bloavezhioù-mañ e voe digoret Abris du Marin :

Skeudennoù

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ

Tammoù brezhoneg a weler war luc'hskeudennoù kozh[2], met war a seblant int bet diverket holl.

E lec'hioù all

kemmañ
  • Unan a oa en Enez Yeu ivez[3]
  • Ur ranndi da feurmiñ zo anvet heñvel, e Kastell-Nevez ar Faou[4], netra da welout gant an tier istorel war an aod.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ