An adaoz zo un doare da adkemer an traezennoù hag ar mekanikoù bet implijet a-benn addegas an danvezioù ma vezont graet ganto en ur ober produioù nevez. Da skouer eo posupl ober pakadoù boutailh nevez gant reoù adaozet.
An adaoz en deus daou zilerc'h ekologel bras : bihanaat mas al lastez ha gwareziñ ar peadra naturel. Doareoù zo a zo aes ha marc'had-mat ; er c'hontrol, avat, doareoù all zo diaes, hag ouzhpenn-se ker-ruz. Abaoe ar bloavezhioù 1970 eo bet a-bouez tre an adaoz evit ekonomiezh ar broioù diorret.



Seizenn Möbius
eo al logo bedel a vez displeget war an
danvezioù adaozus abaoe 1970


An adaoz zo bet implijet abaoe Oadvezh an arem d'an nebeutañ. Er mare-se e veze adteuzet an traoù en houarn bet implijet. Posupl e oa adtapout an houarn-se evit ober traoù nevez (evel binviji, armoù, h.a...). An holl sevenadurioù a dalc'he da adaozañ kazimant pep tra gant ma vije bet graet gant produioù naturel. Da skouer, ar paperioù kozh a veze dastumet evit ober toaz paper. O cheñch emañ an adaoz, avat. Teknikoù nevez zo bremañ setu eo aesoc'h adaozañ muioc'h a zanvezioù.

Oad modern

kemmañ

Er bloavezhioù 1970 eo bet kaset an adaoz war-raok gant dalc'hidi difenn an Douar. Krouet o deus al logo a vez implijet bremañ evit merkañ ar produioù da adaozañ (daou vir gwer en ur c'helc'h). War-raok ez a an adaoz : en em voazañ a ra an holl d'an dikedenn "produioù da adaozañ". Emañ bed an ijinerezh o klask teknologiezhioù evit mont war-raok. Da skouer e 2006 ez eus bet staliet ur sistem gant ar broioù diorroet evit gwerzhañ an tredan produet gant an adaoz. Ur gudenn 'zo er broioù o tiorren peogwir n'o deus ket an hevelep teknologiezhioù evit adaozañ al lastez. Hep ur sistem mat e teuio an Douar da vezañ ur boubellenn vras a-benn nebeut.

Hiziv an deiz emañ an holl kreizennoù adaoz evezhiet hervez lezennoù strizh Europa. An danvezioù an aesañ da adaozañ eo ar gwer, ar plastik hag ar c'hartoñs.

An hini a grou al lastez a rank adaozañ anezho. Goude an dastum e vez kaset al lastez dibabet pe get en ur greizenn dibab e-lec'h ma vez graet oberiadurioù disheñvel evit dibab mat al lastez. Er mare-se e vez lammet ar gwer evit ma ne vefe ket gloazet an dud o tispartiañ al lastez.

An aozadur dre chadennoù adaozañ

kemmañ

Ur wezh dibabet e vez prenet al lastez gant embregerezhioù treuzfurmiñ. Lakaet e vez pep doare lastez en ur chadenn difer : pep seurt lastez en deus e chadenn hag a heulio un hent disheñvel. An traoù a vez stanket er chadenn evel lastez hag a zeu er-maez evel danvez prest da vezañ implijet.

Ur wezh stummet e teu ar produioù echuet er-maez eus an adaoz, implijet e vezont evit ober produioù nevez. E fin o buhez e vezont adaozet c'hoazh... Setu n'eus fin ebet !

Hiziv an deiz n'eo ket posupl bevañ hep dour ha kalz a vez dispignet tro-dro d'ar bed. Met an dour zo harzet, avat. Er broioù diorroet-kenañ e vez adaozet an dour hag ul lodenn eus an dour-se a vez evet. Evit adaozañ an dour eo ret kaout frammoù hag aozadurioù ponner. Alies eo embregerezhioù arbennik a ra war-dro an dour.
Hiziv an deiz eo deuet pouezus-tre an adaoz ken eo ur gennad greantel en e benn.

Ouzhpenn eo posupl sikour an dud ampechet en ur zalc'her an tafoù bier hag ar boutailhoù plastik : gant an danvez-se eo posupl ober kadorioù-ruilh, n'eo ket diaes hag efedus eo.

Ijinerezh an houarn en deus bet ur pouez bras ekonomiezh Breizh gwechall. Pinvidik en houarn ha gant kalz a goadegoù ivez e oa dija an Arvorig un douar houarnel a-raok an Oad kristen.

Er 16vet kantvet hag er 17vet kantved e oa bet un dispac'h gant ar goveloù o tiorren. Deuet e oa labour an houarn da vezañ un ijinerezh bras e broioù an Arvor koulz hag en Argoad (goveloù an Henbont, da skouer). E-pad an 19vet kantved eo aet an ijinerezh-se war zigresk. E Breizh evel e pep lec'h eo leun ar poubellennoù, setu e rank an dud adaozañ al lastez.