XIXvet kantved

(Adkaset eus 19vet kantved)
1801 1802 1803 1804 1805 1806 1807 1808 1809 1810
1811 1812 1813 1814 1815 1816 1817 1818 1819 1820
1821 1822 1823 1824 1825 1826 1827 1828 1829 1830
1831 1832 1833 1834 1835 1836 1837 1838 1839 1840
1841 1842 1843 1844 1845 1846 1847 1848 1849 1850
1851 1852 1853 1854 1855 1856 1857 1858 1859 1860
1861 1862 1863 1864 1865 1866 1867 1868 1869 1870
1871 1872 1873 1874 1875 1876 1877 1878 1879 1880
1881 1882 1883 1884 1885 1886 1887 1888 1889 1890
1891 1892 1893 1894 1895 1896 1897 1898 1899 1900

Kregiñ a ra an XIXvet kantved d'ar 1añ Genver 1801 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1900.

Darvoudoù

kemmañ

Lavaret a c’haller ez eo an XIXvet kantved kantved Europa.

 
Dispac'h greantel : skeudenn eus 1835 eus ur stern-gwiader dre geflusker.
  • Evit Europa ez eo ivez kantved an eil dispac'h greantel zo vont da gemm penn-da-benn gweledva ar c’hevandir ha degas pinvidigezhioù bras met ivez :
  • Bez' eo ivez ar c’hantved ma vo lañset da vat gant Europiz trevadennerezh drastus Afrika hag Azia lusket war-raok gant galloud ar greanterezh hag ar c’henwerzh, gant feiz ar visionerien, startijenn an ergerzhourien hag an avanturourien ha, dreist-holl, dre nerzh an armeoù, ar verdeadurezh kenwerzh hag he c’hanolioù. Ezporzhiet e vo gant Europa dre ar bed a-bezh he zalvoudoù hag he sevenadurezh.
  • Ha bez' eo ivez ar c’hantved m'emañ begenn ar gefredourien europat o vont da dreuzfumiñ ar c’hevandir en ur pikol kaoteriad a vervo enni mennozhioù a bep seurt hag holl doareoù an arz. Kaset e vo war-raok, a-drugarez d'ar ouizeien, d'an arzourien ha d'ar gefredourien, an imbourc’h teknologel ha skiantel, an imbourc’h war an arzoù hag ar mennozhioù dre vras betek ul live na oa ket bet tizhet biskoazh betek neuze gant an denelezh.

Evit Afrika ez eo an XIXvet kantved, kantved an trevadennerezh gant Europiz, kantved ar sujañ hag hini distruj an danframmoù douarbolitikel kozh. Treboulet-mik e vo ar c’hevandir-mañ gant Europa.

Evel evit Afrika, ez eo an XIXvet kantved kantved an trevadennerezh gant Europiz. Ar pezh zo, en Azia, e talc’ho penn dre vras an danframmoù douarbolitikel ha ne dorrint ket. Peurliesañ e kavo gwelloc’h an drevadennerien mirout ar frammoù-se ha klask ober kevredidi anezho en ur gabestrañ anezho.

Gant dilañs ar Stadoù spagnol ha portugalat en em denn eus c’hoari etrebroadel ar Broadoù meur e vo torret unan hag unan al liammoù tric’hantvedel bet skoulmet etrezo hag o zrevadennoù amerikan. Stadoù nevez niverus a zeuio war wel war an dachenn etrebroadel a-hed an XIXvet kantved.

Daoust pegen labourus eo bet sevel ar vro adal 13 Stad vihan eus aod reter ar c’hevandir e teuio war wel tamm-ha-tamm ar Stadoù-Unanet er jeu etrebroadel. Merket e vo an XIXvet kantved amerikan gant :

  • Tachennoù divent akuizitet e Louiziana, gwerzhet gant Frañs (1/4 eus an tiriad amerikan a-vremañ).
  • Ar brezel digevrediñ gant e gantmiliadoù a dud lazhet.
  • Aloubidigezh an tiriadoù indian ha douaroù norzh Mec’hiko en tu all d'ar Rio Grande.
  • Degemer poblañsoù niverus o tont eus Europa a-bezh, hag eus Azia zoken, prest da ouestlañ o holl nerzhioù hag o holl varregehioù en ur vro nevez ma seblante pep tra bezañ diraezus.
  • Kresk bras ur boblañs sklaved o tont eus Afrika gant kendalc’h ar gwerzhañ Morianed daoust m'eo berzet en ober abaoe 1807.
  • Dizoloidigezh pinvidigezh kondon an douaroù amerikan (ar beilh war an aour) ha pinvidigezh barregezh natur ar vro evit al labour-douar.

War dreuzoù an XXvet e vo bet treuzfurmet penn-da-benn ar Stadoù-Unanet e-keñver stad ar vro e 1800. N'eo ket c’hoazh, gwir eo, ha pell alese c’hoazh, ar vro greñvañ er bed, met bez' eo dija ar vro ganti ar galloud diorren brasañ.

Penntudennoù

kemmañ

Dre vloavezh ganedigezh :

Ijinadennoù, Kavadennoù, Degasadennoù

kemmañ

Roll ijinadennoù an XIXvet kantved

Gwelet ivez

kemmañ