Nisa

kumun Bro-C'hall
(Adkaset eus Niça)
Nisa, un anv all roet d'ar rouanez Pylia, e mojennoù Hellaz kozh.
Nisa
Porzh Nisa, ha, pelloc'h, pourmenadenn ar Saozon.
Porzh Nisa, ha, pelloc'h, pourmenadenn ar Saozon.
Ardamezioù
Anv okitanek Niça
Anv gallek (ofisiel) Nice
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur
Departamant Alpoù-an-Arvor (prefeti)
Arondisamant Nisa (pennlec'h)
Kanton 9 c'hanton
Kod kumun 06088
Kod post 06000, 06100, 06200, 06300
Maer
Amzer gefridi
Christian Estrosi (H)
20202026
Lec'hienn web nice.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 343 477 ann. (2020)[1]
Stankter 4 776 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
43°41′45″N 7°16′17″E
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 520 m
Gorread 71,92 km²

Nisa (okitaneg: Niça; galleg Nice, italianeg: Nizza) a zo hiriv penn-kêr departamant Alpoù-an-Arvor, er Frañs.

Douaroniezh

kemmañ
 
Pleg-mor an Aelez ha Bali ar Saozon

Emañ kêr Nisa war ribl ar Mor Kreizdouarel, e pleg mor an Aelez (baie des Anges), torgennoù en-dro dezhi, sko ouzh menezioù ar Mercantour, bevennet gant traoñienn ar stêr Var er c'hornôg ha gant ar menez Boron (Mont-Boron) er reter.

Div stêr a red dre gêr (nemet d'an hañv, pa'z eont da hesk):

  • ar Paillon er reter (34 km),
  • ar Magnan er c'hornôg, kalz berroc'h.

Un toulladig torgennoù a sav o fenn a-us d'ar gêr, menegomp div anezhe:

  • hini Cimiez gant dismantroù eus an Henamzer;
  • hini ar c'hastell, etre ar gêr gozh hag ar porzh.

An eil kêr c'hall eo evit a sell an douristelezh, gant an eil aerborzh gall evit a sell niver ar veajerien: tost da 10 000 000 e 2005.

 
Ar gwel, da noz, adalek ar menez Boron

Stummoù skrivet

kemmañ

A. Nisa

  • Nikaia (Polybos, XXXIII, 4, 7; Strabon, IV, 1, 5; 9)
  • Nicaea (Ptolemaois, III, I, 2; Plinus, Hist. Nat. III, 47)
  • Nicea (Gregor a Dours)
  • Niccia (Sened-Iliz 585)

B. Cimiez

  • Cemelennum (Ptolemaios, III, 1, 39)
  • oppido Vedantiorum civitatis Cemenelio (Plinus, Hist. Nat. III, 47)
  • Cemenelum, Cimela (Passio Pontii)

Gerdarzhioù

kemmañ
  • Nikaia
  • Cemelennum

Ardamezioù

kemmañ

Henamzer

kemmañ

Ur stal-werzh gresian sujet da Vassalia e oa Nisa. Chom e reas staget ouzh Massalia goude houmañ e oa bet bet aloubet gant ar Romaned e 49 kent J.-K.. Staget eo bet goude, war dro fin IIIe kantved, ouzh rannvro Alpes Maritimae. Porzh Nisa e oa anvet plagia = traezhenn, gant It. Ant. ha dizanv Ravenna. Cimiez e oa un oppidum eus al Ligured. Da vare Aogust (impalaer), Cimiez a voe savet da bennlec'h ar vro evit an arme roman. Diwezhatoc'h, e oa savet da gêrbenn ar rannvro Alpes Maritimae.

Kontelezh Nisa a oa bet staget ouzh Bro-C'hall e 1860

Dibunnadeg ar bleunioù

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ

Tud brudet liammet gant Nisa

kemmañ

Ganet e Nisa :

Marvet e Nisa :

  • Ben (1935-2024), arzour ar gweled bet o chom e-pad pell e Nisa.

Gevellet eo Nisa gant

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Yvette Duval ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. II. Provinces ecclésiastiques d'Aix et d'Embrum (Narbonensis Secunda et Alpes Maritimae). De Boccard. 1986

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA