Akkadeg (lišānum akkadītum) pe Asiriaeg-ha-Babiloniaeg[1] a oa ur yezh semitek (ul lodenn eus familh brasoc'h ar yezhoù afrikat-hag-aziat) komzet gwezhall e Mezopotamia, dreist-holl gant an Asiriaiz ha Babiloniaiz. Ar c'hentañ yezh semitek testeniekaet eo hag implijout a rae ar skritur gennheñvel deveret eus hini ar Sumereg, ur yezh digenvez. Anv ar yezh a zeu eus anv kêr Akkad, unan eus kreizennoù bras ar sevenadur e Mezopotamia.

Akkadeg
(lišānum akkadītum)
Yezh varv
Perzhioù
Komzet e : Asiria ha Babilonia
Rannved : Mezopotamia
Komzet gant : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù semitek
Yezhoù semitek ar reter
Akkadeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 hini ebet
ISO 639-2 akk
ISO 639-3 akk
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Rannyezhoù

kemmañ

Rannet eo an akkadeg e meur a rannyezh diazezet war an douaroniezh ha prantadoù an istor[2] :

  • henakkadeg — 2500 – 1950 kent J.-K.
  • henvabiloniaeg/henasirieg — 1950 – 1530 kent J.-K.
  • krennvabiloniaeg/krennasirieg — 1530 – 1000 kent J.-K.
  • Nevezbabiloniaeg/Nevezasirieg — 1000 – 600 kent J.-K.
  • Babiloniaeg diwezhat — 600 kent J.-K.– 100

Doare skrivañ

kemmañ

Skrivet e veze akkadeg gant ur skritur gennheñvel, ur reizhiad skrivañ kozh ijinet gant Sumeriz a ra gant arouezioù e stumm gennoù sanket e tablezennoù pri blot. Pa veze implijet gant skribed Akkad ar skritur gennheñvel a c'halle bezañ (a) logolunioù sumerek (da lâret eo arouezioù diazezet war skeudennoù a dalvez evit gerioù), (b) silabennoù sumerek, (c) silabennoù akkadeg, pe (d) arouezioù fonetek. Ar skritur gennheñvel ne zeree ket ouzh an akkadeg evit meur a abeg : e-mesk e chastreoù e oa divarrek da aroueziañ fonemoù a-bouez e Semiteg, en o mesk ur gensonenn troc'h-avel dre serriñ, kensonennoù gourlañchenn, ha kensonennoù stambouc'hus. Ouzhpenn se, ar skritur genheñvel a oa ur reizhiad skritur silabennek — da lâret eo : ur gensonenn mui ur vogalenn a dalvez evit un unvez skritur — na zeree ket peurliesañ d'ur yezh semitek graet eus gwrizioù teirc'hensonennel (da lâret eo teir c'hensonenn hep tamm vogalenn).


Fonologiezh

kemmañ

Kement ha ma c'haller lavaret en despet da reizhskrivadur gennheñvel an Akkadeg, meur a fonem kentsemitek zo bet kollet en Akkadeg: ar gensonenn troc'h-avel dre serriñ kentsemitek |, ha kollet eo bet ivez ar ruzennoù *ʿ, *h, *ḥ, }}, pe dre ma oa kemmet ar son pe abalamour d'an doare skrivañ, met lakaet o deus da anadiñ ar vogalenn e na gaver ket e kentsemiteg mod all. Ar c'hensonennoù dent hag ar ruzennoù kostez (, *ṣ́) a ziwanas gant ar c'hwibanennoù evel e yezhoù Kanaan,

Notennoù

kemmañ
  1. Akkadian language - Britannica, geriadur kelc'houiziegezh enlinenn
  2. Caplice, p.5 (1980)

Levrlennadur

kemmañ
  • Cherry, A. (2003). A basic neo-Assyrian cuneiform syllabary. Toronto, Ont: Ashur Cherry, York University.
  • Cherry, A. (2003). Basic individual logograms (Akkadian). Toronto, Ont: Ashur Cherry, York University.
  • Gelb, I. J. (1961). Old Akkadian writing and grammar. Materials for the Assyrian dictionary, no. 2. Chicago: University of Chicago Press. ISBN 0-226-62304-1
  • Aro, Jussi (1957). Studien zur mittelbabylonischen Grammatik. Studia Orientalia 22. Helsinki: Societas Orientalis Fennica.
  • Buccellati, Giorgio (1996). A Structural Grammar of Babylonian. Wiesbaden: Harrassowitz.
  • Buccellati, Giorgio (1997). "Akkadian," The Semitic Languages. Ed. Robert Hetzron. New York: Routledge. Pages 69-99.
  • Bussmann, Hadumod (1996). Routledge Dictionary of Language and Linguistics. New York: Routledge. ISBN 0-415-20319-8
  • Caplice, Richard (1980). Introduction to Akkadian. Rome: Biblical Institute Press. (1983: ISBN 88-7653-440-7; 1988, 2002: ISBN 88-7653-566-7) (The 1980 edition is partly available online.)
  • Gelb, I.J. (1961). Old Akkadian Writing and Grammar. Second editon. Materials for the Assyrian Dictionary 2. Chicago: University of Chicago Press.
  • Huehnergard, John (2005). A Grammar of Akkadian (Second Edition). Eisenbrauns. ISBN 1-57506-922-9
  • Marcus, David (1978). A Manual of Akkadian. University Press of America. ISBN 0-8191-0608-9
  • Mercer, Samuel A B (1961). Introductory Assyrian Grammar. New York: F Ungar. ISBN 0-486-42815-X
  • Soden, Wolfram von (1952). Grundriss der akkadischen Grammatik. Analecta Orientalia 33. Roma: Pontificium Institutum Biblicum. (3rd ed.: ISBN 88-7653-258-7)

Liammoù diavaez

kemmañ