Ar Vretoned Yaouank

Rann yaouank Strollad Breizh eo Emsav Ar Vretoned Yaouank. Krouet eo bet e miz Meurzh 2007.

Ar Vretoned Yaouank
strollad politikel
Deiziad krouiñ2007 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ideologiezh politikelbroadelouriezh Breizh Kemmañ
SRGB color hex triplet08E8DE Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://jeunes.partibreton.org Kemmañ

Krouidigezh ha mennozhioù

kemmañ

Krouet e voe Emsav AVY en un doare ofisiel da geñver kendalc’h Strollad Breizh e Blaen e miz Meurzh 2007. Da gentañ-penn ez eus un nebeud izili ar strollad ennañ, c´hoant ganto ober traoù ha kinnigoù ispisial evit ar re yaouank. Da vare o c’hrouidigezh e embannas ar Vretoned Yaouank « Manifest ar Vretoned Yaouank », ma tiskuliont ennañ ar pezh e zo, hervezo, bet c’hwitet gant Bro-C’hall, e-keñver ar politikerezh, an ekonomiezh hag ar sevenadur. Pismigañ a reont emzalc’h Bro-C’hall e-keñver Europa, hag ivez c’hwitadenn an digreizennañ hag an adreizhadurioù e Bro-C’hall dre vras, ha goulenn a reont ma vefe dishual hag adunvanet Breizh e-barzh un Europa kevreadel. Evel Strollad Breizh e venn Ar Vretoned Yaouank kas war-raok ur sell nevez war kudennoù Breizh, en ur bouezañ war o dalvoudegezh Europa en o mennozhioù : nac’hañ a reont soñj ur gevredigezh serret, en he daougromm, ha lavarout a reont e fell dezho e vefe Breizh ur vro evel ar re all nemetken. Mennozh pennañ ar Manifest a zo : er framm european, a zo an dave evit ar strollad, eo Breizh ur vro evel ar re all. Dre-se e rank kaout an hevelep gwirioù politikel evel Estonia, Slovenia pe Iwerzhon. E miz Meurzh 2008, da geñver an dilennadegoù kêr, e embann Ar Vretoned Yaouank un teuliad anvet « Bremañ eo ret cheñch an traoù » a lak e berr o c’hinnigoù war temoù ispisial evit ar re yaouank evel al lojeiz pe ar skolioù-meur. Kinnig a reont ma vefe strizhet kresk an eil annezlec’hioù en arvor, pe c’hoazh e vefe krouet ur sistem skolioù-meur breizhat ma vefe bodet an holl skolioù-meur hag an ensavadurioù ennañ. Graet e vefe e-barzh ur Vreizh hag a vefe ezel an Unaniezh Europa.

Temoù pennañ

kemmañ

Ouzhpenn kudenn an ensavadurioù e preder Ar Vretoned Yaouank dreist-holl diwar-benn kudennoù Europa, ar skolioù-meur pe an endro. Evel-se e vouezhiont meur a wezh evit un Unaniezh Europa kevreadel, hag e pismigont politikerezh Bro-C’hall e-keñver Europa, re vihan e bouez evit an enframmidigezh european hervezo. Alies e vouezh Ar Vretoned Yaouank diwar-benn adreizhadurioù ar skolioù-meur : diskuilhañ a reont evel-se Lezenn e-keñver frankizoù ha kiriegezhioù ar skolioù-meur e 2007, a vefe hervezo nemet treuzkas kargoù hep gwir emrenerezh. A-enep mizoù skoliata emañ ivez Ar Vretoned Yaouank, diouzh skouer skolioù-meur Kembre. Goulenn a reont ivez e kempouezfe Kuzul rannvro Breizh disemouestl ar stad e-keñver sikour an dud nammet. Aozet eo bet gant Ar Vretoned Yaouank krogadoù kizidikaat diwar-benn kudennoù an arvor, dreist-holl danvez al lojeiz. Diskuilhañ a reont kresk an eil annezlec’hioù, ha kinnig kreñvaat lezenn an Arvor, krennañ (dre an tailhoù) niver ar savadurioù, ha krouiñ marc’hadoù gwarezet evit al lojeiz.

Kelaouenn

kemmañ

Abaoe dibenn ar bloavezh 2008 e embann Ar Vretoned Yaouank teir gwezh bep bloaz ur gelaouenn war ar genrouedad anvet Yaouankiz. He fal a zo skignañ o mennozhioù diwar-benn kudennoù a-vremañ (ekonomiezh, sokial), pe diwar-benn damkan (broadelouriezh vreizhat). Bannet eo ar gelaouenn war o lec’hienn. Embannet e vez skouerennoù paper ivez.

Darempredoù gant aozadurioù all

kemmañ

Adal ar penn-kentañ e tarempredas Ar Vretoned Yaouank gant aozadurioù broadelour all en Europa, eus an tu kreiz-kleiz pe eus an tu kreiz-dehou. E miz Kerzu 2006 e kemerjont perzh en Devezhioù etrebroadel ar re yaouank evit an emzibab, aozet e Bilbao gant EGI. Derc’hel a reont darempredoù gant YEN (Youth of European Nationalities – bodad kevredigezhioù re yaouank eus minorelezhioù broadel pe sevenadurel Europa), ha kemeret perzh o deus e lies emvodoù bet aozet ganto. E miz Eost 2008 en doa Ar Vretoned Yaouank aozet o devezhioù-hañv kentañ, gant dileuridi a Vro-Flandrez hag a Vro-Euskadi, eus an Nieuw-Vlaamse Alliantie hag eus EGI. Da geñver an devezhioù-se e oa bet skrivet « Disklêriadur An Oriant diwar-benn an emzibab » ma vez diskuilhet ennañ emzalc’h gouarnamantoù european zo, a stard, hervez an destenn, argerzh diviz ar geodedourien diwar-benn o ensavadurioù.


Da welout ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Le Mouvement de la ruralité