As cruces de pedra na Galiza

As cruces de pedra na Galiza ("Ar c'hroazioù maen e Galiza") zo ur studiadenn bizh e galizeg gant ar politiker ha skrivagner galizat Alfonso Daniel Rodríguez Castelao (1886-1850) a-zivout istor, ster ha rizhouriezh kalvarioù Galiza ; kroazioù maen all a studias ivez.
Un arnodskrid dalif eo, pa voe embannet e Buenos Aires (Arc'hantina) e miz Genver 1950 raktal goude marv an aozer, petra bennak ma voe boulc'het gantañ e 1924 ; un eilskouer a voe embannet e Madrid (Spagn) e 1975[1], hag unan all e Galiza e 1984[2]

As cruces de pedra
na Galiza

Kalvar Melide
(XIVvet kantved)
Aozer Alfonso Daniel
Rodríguez Castelao
Bro orin Banniel Galiza Galiza
Yezh Galizeg
Arnodskrid
Bloaz 1950
Embanner Editorial Nós
Lec'h Buenos Aires
Banniel Arc'hantina Arc'hantina


An aozer
Cruceiro da Santísima Trindade
Baiona

Er bloaz 2000 e voe aozet gant Mirdi Pontevedra un diskouezadeg en enor ha koun As cruces de pedra na Galiza, ma voe kinniget an dornskridoù klokaet gant ar reizhadennoù a zegasas an aozer gant red an amzer[3] hag ar skeudennoù orin. Carlos Valle, anezhañ rener ar midi d'ar mare, a zisplegas penaos – en desped ma c'heller tabutal a-zivout lod eus tezennoù Castelo diwar-benn orin ha skignadur ar c'halvarioù e gouloù ar pezh a ouzer hiziv – e voe broudet ar sperederien, al lenneien, etc gant Castelao hag e levr da « soñjal en oberennoù-se evel e monumantoù, pa vezent disprizet pe dost araozo. »

Emdroadur kemmañ

E 1924 e krogas Castelao da zastum ditouroù a-zivoùt kalvarioù Galiza a-c'houde e zegemer er Seminario de Estudos Galegos, ma voe anvet da rener rann an Arzoù hag al Lennegezh. En e rakger e skrivas : {{Quotation:Entón, enfiei os ollos e o pensamento cara un aspecto da arte popular aínda non encetado por ninguén: os cruceiros galegos. Descubrín nos cruceiros un aspecto da nosa arte popular aínda non estimado como cousa importante. E velaí o que máis me importou.
« Neuze e fiñvis ma daoulagad hag e soñjis en un dremm eus an arz poblek ha na oa bet boulc'het gant den ebet : ar c'halvarioù galizat. Dizoloet em eus er c'halvarioù un dremm eus hon arz poblek ha ne veze ket lakaet da bouezus c'hoazh. Hag e welis e oa pouezusoc'h evidon. »}}

Un testeni eus e zeur ouzh an eztaol poblek-se eo e voe As cruces de pedra na Galiza end-eeun titl e brezegenn-degemer er Real Academia Galega d'ar 25 a viz Gouere 1934, ma pledas gant an hevelep dodenn. E 1964 e voe embannet ar brezegenn gant an Academia, hep an tresadennoù a yae da-heul. E 1940 ez embannas Castelao ur pennad anvet Los cruceros ("Ar c'halvarioù") er gelaouenn Galicia e Buenos Aires. Arabat eo disoñjal ivez e vez pouezus ar c'hoazioù maen en oberennoù Castelao, koulz en e dresadennoù (Cousas da vida, 1925) hag en e daolennoù.

Adalek 1924 betek 1936 e padas an dastum, petra bennak ma labouras an oazer war sevel ha reizhañ al levr betek dibenn e vuhez. Peogwir e oa o chom e Pontevredra n'eus ket da gavout souezh e trec'h kalvarioù ar gêr-se, ar re dost (Poio, Salcedo, Mourente, Marcón, Marín, Sanxenxo) ha re Rianxo, Noia hg an trowardroioù, en abeg d'o nester.

Evit prientiñ al levr e veajas Costelao gant e wreg en nevezamzer hag en hañv 1929 betek Breizh, ma studias ar c'halvarioù brezhon. Embannet e voe ar rakstudiadenn-se gant ar Seminario de Estudos Galegos e miz Mae 1930, dindan an talbenn As cruces de pedra na Bretaña[4]. Krediñ start a rae an aozer en ul liamm etre kroazioù bed ar Gelted (Galiza, Breizh, Bro-Skos hag Iwerzhon), en abeg da heñvelded sevenadurioù ar broioù-se.

Al liamm-se, hag an ezhomm eus ur studiadenn evit keñveriañ kalvarioù ar broioù, a voe displeget fraezh e deroù al levr diwar-benn kroazioù Breizh :

Dende fai bastantes anos veño recollendo materiales para un próisimo libro en col dos cruceiros galegos, cavilando sempre nun lonxano estudo comparativo das cruces de pedra dos Fisterres, que virá cando se coñezan ben por separado. Non se podería falar dos nosos cruceiros sen ter ter visitado primeiramente a Bretaña, e alá fun.
« Abaoe bloavezhioù niverus e tastuman danvez evit ul levr da zont diwar-benn ar c'halvarioù galizat, o kleuziañ bepred evit ur studiadenn geñverel ha don eus kroazioù maen an daou Finisterres, hag a zeuio er-maez pa vint anavet mat a-zisrann. Ne c'hellfed ket komz eus hor c'halvarioù hep bout bet o weladenniñ Breizh da gentañ, ha set graet. »


Rodolfo Prada, Xosé Núñez Búa ha Luís Seoane, anezho kenlabourerien dostañ Castelao betek mizvezhioù diwezhañ e vuhez, a brientas un embannadur eus al levr pa voe kleñved an aozer en e varr. Evit gwir ned eas ket Castelao da welout ha sinañ pajennoù kentañ e levr. Bezet pe vezet, prest e oa al levr evit armoullañ abaoe daou vloaz : evel goudeskrid e kaver ennañ ur pennad berr bet sinet d'an 20 a viz Gouere 1946, ma lenner :

Poño fin a este libro nun intre azaroso da miña vida, nas vísporas de sair para Franza, a onde me leva un deber indecrinabel.
« Lakaet em eus termen d'al levr-mañ d'ur mare diaes em buhez, a-c'houde ma dilec'h war-du Bro-C'hall, m'emañ un dever na c'heller dinac'h ouzh ma gortoz. »[5]


E 1936 dija e oa danzeet a-walc'h ar skrid, pa 'z asantas ar Seminario de Estudos Galegos d'e embann :

[...] editar el formidable estudio realizado por Castelao en torno a los cruceiros de Galicia. El Seminario no regateará sacrificio a fin de que la presentación corresponda, en lo posible, al valor del trabajo.
« [...] embann ar studiadenn espar graet gant Castelao a-zivout kalvarioù Galiza. Ar Seminario n'en devo ket keuz eus aberzh ebet evit ma vo an diskouezadur a-live, kement ha ma vo gallus, gant talvoudegezh al labour. »

Filgueira Valverde


Emvod diwezhañ ar Seminario e voe : divodet e voe gant gouarnamant Francisco Franco en hevelep bloavezh.

Framm kemmañ

Ouzhpenn renabliñ ha deskrivañ kroazioù Galiza e pled al levr gant petos de ánimas, cruceiros de capela ha kalvarioù ar vro. Ledanaet eo ar studiadenn gant ar c'hroazioù rakkristen, kristenadur ar mein a veze lakaet da hud, ar peulvanoù, koulz hag an hentoù, c'hroashentoù ha mein-bonn roman. Meneget ha treset ez eus ivez ar c'hroazioù maen a lakaed ouzh dorioù tiez ar gouerien hag ouzh an hórreos, ar grignoloù ma vired ar maiz.

Puilh eo ar skeudennoù el levr : 73 er skrid, 73 skeudenn-stag ha 12 luc'hskeudenn[6].

Bez' ez eus ivez ur buhezskrid berr, e saozneg, skrivet gant Blanco Amor ha troet gant G. Hennessy, hag ur diverrañ hir a-walc'h eus ar studiadenn, e saozneg ivez.

Levrlennadur kemmañ

  • (gl) CASTELAO (1950): As cruces de pedra na Galiza, Galaxia (ISBN 978-8-4715-4470-4)
  • (gl) FILGUEIRA VALVERDE, Xosé: Castelao e os estudos galegos, e La Voz de Galicia, 28/06/1984.
  • (gl) ENCICLOPEDIA GALEGA UNIVERSAL s. v. cruces, Ir Indo, Vigo 1999.
  • (gl) CONDE, María: As cruces de pedra na Galiza, en La Voz de Galicia, 09/01/2000.
  • (gl) MONTEAGUDO, Henrique: Obras [Castelao], Galaxia, Vigo 2000.

Notennoù kemmañ

  1. Emb. Akal (ISBN 978-84-7600-557-6)
  2. Emb. Galaxia (ISBN 978-8-4715-4470-4)
  3. Lod anezho zo bet degaset e-kerzh chomadenn an aozer e San Francisco (Kalifornia), e 1939.
  4. Emb. Galaxia (ISBN 978-8-4715-4856-6)
  5. War-nes mont da Bariz e oa, evit kemer ur garg a vaodiern digefridi e gouarnamant republikan harluet José Giral ; e-karg e chomas Castelao betek ma voe divodet ar gouarnamant-se, d'ar 26 a viz Genver 1947.
  6. Brasoc'h a-galz e gwirionez eo an niver a groazioù treset gant Castelao – en o fezh pe a-vunudoù –, pa 'z eus meur a dresasenn war an darn vuiañ eus ar skeudennoù-stag, betek 98 kroaz war unan anezho.