Kaouenn vihan
| |||
---|---|---|---|
Ur gaouenn vihan
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Strigiformes | ||
Kerentiad : | Strigidae | ||
Genad : | Athene | ||
Anv skiantel | |||
Athene noctua (Scopoli, 1769) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Gaouenn vihan[1] a zo un evn-preizh, Athene noctua an anv skiantel anezhañ.
Doareoù pennañ
kemmañDaoust dezhi bezañ ul labous-preizh noz e c'hell bezañ gwelet ar gaouenn vihan e-pad an deiz memes tra. Bihan eo ar gaouenn vihan, bihanoc'h evit ur pichon. Kavet e vez anezhi e Bro-C'hall a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc'h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.
Biologiezh
kemmañE Breizh e vev e bro ar c'hleuzioù e-lec'h ma vez parkeier, girzhier, bodennoù gwez, murioù, tarrodoù (war an aod). N'eo ket labous ar c'hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù «digor». Chom a ra er memes lec'h a-hed ar bloaz. N'eo ket ul labous divroañ.
Boued
kemmañDebriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.
Annez
kemmañUn toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.
Emdroadur
kemmañAbaoe fin an Eil Brezel-bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c'hleuzioù hag ar berjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc'h a voued hag a lec'hioù da neizhiañ. Ouzhpenn-se e vez muioc'h-mui a otoioù. Kalzik anezho a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec'h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit.
Gwareziñ
kemmañUn tammig pep lec'h en Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d'e sikour.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Hor Yezh, niv. 203-204, p. 33, Gwengolo-Kerzu 1995).