Bannieloù ar morluioù
Bannieloù ar morluioù (arme-vor) a c'hall bezañ a-wechoù gwall zishañval diouzh ar banniel broadel, pe diouzh ar banniel mor graet evit ar siviled. Banniel morlu Rusia, paneveken, n'en deus netra da welet gant banniel broadel Rusia, hag a vez gwintet ouzh al listri kenwerzh.
Bannieloù morlu ar Rouantelezh-Unanet hag ar broioù bet dindan he dalc'h a vez alies gwenn o “maez”. Hini ar Rouantelezh-Unanet end-eeun 'zo diazezet war banniel Bro-Saoz (kroaz ruz war ur foñs gwenn).
Hini Japan, “an heol o sevel”, a zo brudet-kenañ.
Bannieloù morlu dishañval diouzh ar banniel broadel
kemmañKement-mañ a c'hoarvez alies gant broioù bet en URSS gwezhall. Hini Azerbaidjan 'zo kar-tost da vanniel morlu an Unaniezh Soviedel (gwelet izeloc'h).
Azerbaidjan | Belgia | Hungaria | Jorjia |
Latvia | Rusia |
Bannieloù dishañval a-walc'h diouzh ar banniel broadel
kemmañAr re-mañ a adkemer dre vras lodenn bennañ ar banniel broadel, kinniget en un doare all alies.
Albania | Bulgaria | Israel | Japan | Kazakstan | Sina |
Bannieloù gant ar banniel broadel ouzh konk
kemmañDiwar skouer banniel morlu Bro-Saoz. Aostralia ha Zeland-Nevez a laka gwenn e-lec'h glas, ha dre-se e troont o steredennoù gwenn e glas pe ruz. Meur a vro bet e dalc'h ar Rouantelezh Unanet a heuilh an doare-se d'ober, gant ur groaz, pe aliesoc'h hep kroaz ebet, evel Antigua, Bahamas, Bangladesh, Barbados, Fidji, India, Jamaika, Kenya, Malaysia, Myanmar, Nigeria, Papoua Ginea-Nevez, Saint Kitts ha Nevis, Inizi Salomon, Sierra Leone, Singapour, Sri Lanka, Trinidad ha Tobago, Vanuatu.
Rouantelezh-Unanet | Aostralia | Zeland-Nevez | Suafrika | Lituania |
Jordania | Bolivia | Libia | Ukraina |
Bannieloù “lost pik”
kemmañBroioù Skandinavia hag ar re a zo tro-dro d’ar Mor Baltel a ra kalz gant bannieloù morlu “lostoù pik”.
Alamagn | Estonia | Finland | Polonia | Sveden |
Bannieloù morlu istorel
kemmañN'eus ket ken eus ar bannieloù-mañ, aet int da get da heul ar renadoù a rae gante. Anavezet mat int dre benn d’ar brezelioù.
Alamagn (1903-1918) | Alamagn (1935-1945) | RD Alamagn (1959-1990) | URSS |