Bourbon-l'Archambault

kumun Bro-C'hall
Ur pennad Bourbon zo ivez.
Bourbon-l'Archambault
Bourbon-l'Archambault
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Auvergne-Rhône-Alpes
Departamant Allier
Arondisamant Moulins
Kanton Bourbon-l'Archambault (Pennlec'h)
Kod kumun 03036
Kod post 03160
Maer
Amzer gefridi
Yves Girardot
20142020
Etrekumuniezh Communauté de communes en Bocage Bourbonnais
Lec'hienn web http://www.bourbonlarchambault.com
Poblañsouriezh
Poblañs 2 566 ann. (2020)[1]
Stankter 47 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°35′3″N 3°3′26″E
Uhelderioù bihanañ 215 m — brasañ 321 m
Gorread 54,84 km²

Bourbon-l'Archambault zo ur gêr eus Bro-C'hall e departamant Allier. Alese e teu an anv-tiegezh Bourbon, hini diwezhañ rouaned Bro-C'hall.

Gwechall edo Bourbon e bro ar v-Bituriged, a roas o anv da gêr Bourges (Avaricum). Meur a hent roman a dremene drezi, hag a liamme Bourges ouzh Autun, Lyon ha Clermont-Ferrand. Roud zo eus un templ roman kozh d'an doue Apollon, el lec'h emañ an iliz Saint-Georges. Keêr-benn aotrouien Bourbon e oa, a-raok Moulins. Dont a ra an anv Archambault eus anv nav aotrou a oa en anv-se, etre an Xvet hag an XIIvet kantved (ar 1añ a veve en 959 ; an eil en 1018 ; an 3de en 1064 ; ar 4e en 1075 ; ar 5vet en 1096 ; ar 6vet en 1099 ; ar 7vet en 1177 ; an 8vet en 1200 ; an 9vet en 1249).

En amzer an Dispac'h gall e oa bet adanvet Burges-les-Bains.


Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.