Brean-korz

Breaned-korz
ur par en nec'h, ur barez en traoñ.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Emberizidae
Genad : Emberiza
Anv skiantel
Emberiza schoeniclus
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar brean-korz[1] a zo ur spesad golvaneged, Emberiza schoeniclus an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Fringilla Schœniclus (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[2] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Vioù brean-korz.
Emberiza schoeniclus

Bevañ a ra diwar zivellkeineged, dreist-holl da goulz ar gouennañ[3].

Annez hag isspesadoù

kemmañ

Ar spesad a gaver an naontek isspesad[4] anezhañ :

  • Emberiza schoeniclus caspia, e reter Turkia, ar C'haokaz ha hanternoz Iran,
  • E. s. centralasiae, e kornôg Sina,
  • E. s. harterti, eus reter Kazakstan da greiz Mongolia ha gwalarn Sina,
  • E. s. incognita, eus gevred al lodenn europat eus Rusia da walarn, kreiz ha biz Kazakstan,
  • E. s. intermedia, eus Italia hag ar Mor Adria da Albania,
  • E. s. korejewi, e mervent ha reter Iran, kreisteiz Turkmenistan,
  • E. s. lusitanica, e gwalarn Spagn ha Portugal,
  • E. s. pallidior, e mervent Siberia ha hanternoz Kazakstan,
  • E. s. parvirostris, e kreiz Siberia,
  • E. s. passerina, e gwalarn Siberia,
  • E. s. pyrrhulina, eus kreisteiz-kreiz Siberia ha biz Mongolia da Ledenez Kamtchatka, Inizi Kouril hanternoz Japan ha biz Sina,
  • E. s. pyrrhuloides, eus kornôg Kazakstan da c'hevred Kazakstan,
  • E. s. reiseri, e gevred Albania, gwalarn Gres, Makedonia ha kornôg ha kreiz Turkia,
  • E. s. schoeniclus, eus kornôg, hanternoz ha hanternoz-kreiz Europa da hanternoz al lodenn europat eus Rusia,
  • E. s. stresemanni, e reter Aostria, Hungaria, hanternoz Serbia ha gwalarn Roumania,
  • E. s. tschusii, e Bulgaria, Roumania ha hanternoz takad ar Mor Du,
  • E. s. ukrainae, eus Moldavia hag Ukraina da greiz al lodenn europat eus Rusia,
  • E. s. witherbyi, e Spagn a-bezh (nemet er gwalarn), kreiz Frañs, Sardinia, Balearez ha Maroko,
  • E. s. zaidamensis, e kornôg-kreiz Sina.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.