Britannia (skeudenn)
Britannia eo an anv latin implijet da envel ar vaouez a faltazi a zo lakaet da skeudenniñ Breizh-Veur, da gentañ, ar Rouantelezh-Unanet goude, hag Impalaeriezh Breizh-Veur goude, evel ma lakaer Marianne da skeudenniñ ar Republik c'hall ha Columbia evit SUA.
Orin
kemmañDont a ra an anv-se eus Britannia, anv latin an enez a weler e skridoù an Henamzer, re Julius Caesar da skouer, diwar anv ar bobl Pretanī, Prettanike pe Brettaniai e henc'hresianeg. E kembraeg eo Prydain anv an enez.
Istor
kemmañEr Iañ kantved kent JK e oa Britannia an anv stag ouzh Breizh-Veur. Goude an aloubadeg roman er bloaz 43 e talveze Britannia kement ha Breizh roman, ur broviñs adal kreisteiz Kaledonia (dre vras Bro-Skos hiriv)). E 197 e voe rannet ar broviñs roman e peder froviñs, ha div anezho e oa Britannia Superior ha Britannia Inferior.
E IIvet kantved e teuas Britannia roman da vezañ un doueez, armet gant un tridant hag ur skoed, un tokarn war he fenn. Chom a reas an anv Britannia goude diskar an impalaeriezh roman en Enez Vreizh er Vvet kantved.
Advuhezet e voe an anv latin Britannia e-pad an English Renaissance evel ur merk a identelezh vroadel vreizhveuriat, ha dreist-holl goude an Acts of Union e 1707, pa voe unanet rouantelezhioù Bro-Skos ha Bro-Saoz. Talvoudus e voe er c'helaouennoù da skeudenniñ politikerezh Breizh-Veur er skeudennoù flemmus.
Hiziv e reer an anv Britannia eus an enez hag eus ar skeudenn.
-
1803 : Britannia o skourjezañ ar mic'hieg Napoleon
-
An Emglev tridoubl : Britannia en tu dehoù d'ar skeudenn, Marianne c'hall en tu kleiz
-
E 1918
-
Britannia evel ur vaouez o skubañ al listri alaman kuit eus ar Meurvor Habask e-kerzh ar Brezel-bed kentañ
Pezhioù
kemmañKentañ ma voe implijet he skeudenn war gein ur pezh a voe war un as a ziskoueze dremm Antoninus. Ar pezh kentañ ma voe gwelet Britannia goude an amzervezh roman avat a voe e 1672. He skeudenn a weler war ar pezhioù : ar pezh 50 pence betek 2008; ar pezh 2 lur abaoe 2015.
-
Pezh e 1736
-
Pezh e 1936
-
Medalenn BEM