C'h
Un deirgrafenn latin eo C’h, c’h implijet gant ar brezhoneg evit skrivañ ar sonioù kensonennel [χ] pe [x], hervez al lec'h ma vez kavet en ur ger.
Istor
kemmañDegaset e oa bet gant ar beleg breizhuhelat Juluan Maner er XVIIvet kantved da ziforc'hañ pezh a skrived ch a-raok, evel chom ha c’hoari.
Implij
kemmañKavet e vez c'h
- e deroù un toullad gerioù, dirak o pe w peurvuiañ: c'hoar, c'hwezh,
- e dibenn un toullad gerioù:
- war-lerc'h ar vogalennoù : sac'h, bec'h, c'hwec'h, moc'h, fuc'h, kouc'h, teuc'h,
- war-lerc'h kensonennoù zo (l, r): gwalc'h, bolc'h, marc'h, merc'h, tourc'h,
- e-kreiz gerioù zo
- war-lerc'h ar vogalennoù : sac'had, pec'hed, moc'hañ, fuc'hal, souc'hañ,
- war-lerc'h kensonennoù zo (l, r): gwalc'hiñ, marc'had, tourc'hañ.
Fazioù gant ch ha c’h
kemmañGerioù zo ha ne ouied ket penaos skrivañ mat, dre ma ne ouied ket o distagañ, zo bet graet fazioù enne, evel an anv Waroc'h.
Distagadur
kemmañDeskarded zo o devez poan da zistagañ ar sonioù treuzskivet gant c'h, betek distagañ [r] ken e vez poan o kompren a-wechoù.
Kelenn al lizherenneg
kemmañDizemglev zo, e Diwan, etre ar re a fell dezho kelenn al lizherenneg gant c'h hep c, hag ar re a fell dezho ober gant c, hep c'h:
- lod a lavar eo skianteloc'h kelenn c eget ch pe c'h, ha n'int ket lizherennoù hervez an anvadur skiantel, met un digram (evit 'c') hag un trigram (evit 'c'h').
- re all a lavar n'eus ger brezhonek ebet o kregiñ gant c, hag e tremener aes abaoe pell hep al lizherenn-se, evel hep ar gerioù digram ha trigram, pa n'haller ket tremen hep 'c'h' na deskiñ lenn gerioù evel c'hoar, c'hwi ha c'hwec'h
E falc'huneg ne vez ket skrivet c'h peurvuiañ, met h e penn-kentañ ar gerioù (ar hi, ar henta).
Ne blij ket al lizherennoù c'h d'ar post gall e Breizh ivez: abalamour da se eo e vije enebet ouzh ar chomlec'hioù brezhonek.
Ne blij ket al lizherenn c'h da di-kêr Roazhon ivez : https://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/bretagne-procureur-et-la-mairie-de-rennes-refusent-le-c-h-d-un-prenom-5518689.
Pennadoù kar
kemmañ
Lizherennoù gant diakritikoù : | Áá · Ää · Åå · Ćć · Čč · Éé · Łł · Ññ · N̈n̈ · Óó · Öö · Øø · Šš · Úú · Üü · Žž |
Digramoù : | Ch · C'h · Dd · Dz · DŽ · Dx · Gb · IJ · Kp · LJ · LL · Mb · Mp · Nd · Ng · NJ · Nk · Ns · Nt · Nz · Ȣ · Sh · Th |
Trigramoù : | Dzs Ngb Nkp Sch Tsh |
Lizherennoù ispisial : | Ææ · ɑ · Ɓɓ · Ↄↄ · Ɗɗ · Ðð · Ðđ · Ðɖ · Ɛɛ · Ʒʒ · Ə · Ǝǝ · Ƒƒ · Ɠɠ · Ɣɣ · Ȝȝ · Ƴƴ · Ƣƣ · Ħħ · Ⱶⱶ · Ƕƕ · ĸ · Ŋŋ · Œœ · Ɔɔ · Ɽɽ · Ȣȣ · ſ · ß · Ʃʃ · Ʋʋ · Ɯɯ · Ⅎⅎ · Ȥȥ · Þþ · Ƿƿ · Ƨƨ · Ƽƽ · Ƅƅ |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |