Kasandra
Kasandra (henc'hresianeg: Κασάνδρα, Kasandra, pe Κασσάνδρα, Kassandra, Κεσάνδρα, ha Κατάνδρα[1], anvet ivez Aleksandra a-wezhioù[2]) a oa merc'h ar roue Priam hag ar rouanez Hekabe, eus Troia e gwengelouriezh Hellaz.
Yezhoù all
kemmañ- Cassandra e meur a yezh
- Cassandre e galleg
Mojennoù
kemmañApollon a roas dezhi an donezon da ziouganañ an amzer da zont abalamour d'he c'hened. En ur vojenn all e tremenas un nozvezh e templ Apollon, ha naeron an templ a lipas he divskouarn kement ha ken bihan ma oa gouest da glevet an amzer da zont adal neuze.[3]. Koulskoude, p'he doa nac'het karout an doue, e voe strobinellet gant Apollon evit ma ne vije ket kredet gant den ebet, na kar ebet. Hervez skridoù zo e vije bet gevelez an diouganer Helenos.
Brezel Troia
kemmañHe zud a soñje e oa foll. E doareoù zo eus ar vojenn e oa karc'haret, e doareoù all ne veze ket selaouet. Rakgwelout a eure distruj Troia ha degemenn a eure en aner petra edo marc'h Troia o vont da zegas.
Goude disoc'h Brezel Troia ha diskar ar geoded e oa kemeret da sklavez ha serc'h gant Agamemnon, hag o-daou e voent lazhet gant Klitemnestra.
Mammennoù
kemmañ- Homeros. Ilias XXIV, 697-706; Odysseia XI, 405-434;
- Aesc'hulos. Agamemnon
- Euripides. Maouezed Troia; Elektra
- Apollodoros. Biblioteke III, XII, 5; Epitome V, 17-22; VI, 23
- Virgilius. Aeneis II, 246ff
- Likofron. Aleksandra
Levrlennadur
kemmañ- Clarke, Lindsay. The Return from Troy. HarperCollins (2005). ISBN 0-00-715027-X.
- Marion Zimmer Bradley. The Firebrand. ISBN 0-451-45924-5
- Patacsil, Par. Cassandra. In The Likhaan Book of Plays 1997-2003. Villanueva and Nadera, eds. University of the Philippines Press (2006). ISBN 971-542-507-0
- Schapira, Laurie L. The Cassandra Complex: Living with Disbelief: A Modern Perspective on Hysteria. Toronto: Inner City Books (1988). ISBN 0-919123-35-X.
Mammennoù
kemmañ- Virgilius, An Aeneis II.246-247, 341-346, 403-408
- Theoi Project: Cassandra, mammennoù klasel troet e saozneg
Notennoù
kemmañ- ↑ Hjalmar Frisk (1970) a skriv "etimologiezh dizispleg", hag a veneg martezeadennoù disheñvel kavet e levr Schulze, Kleine Schriften (1966), 698, Hoffmann Glotta 28, 52, Sturtevant Class. Phil. 21, 248f., J. Davreux La légende de la prophétesse Cassandre (Paris 1942) 90ff., Carnoy Les ét. class. 22, 344.
- ↑ E barzhoniezh Likofron, Alexandra, zo gouestlet da Gasandra.
- ↑ Dont a ra an dodenn-se en-dro e mitologiezh Henc'hres, daoust ma tegas a-wezhioù ar varregezh da gompren yezhoù al loened kentoc'h evit gwelet an amzer da zont. Keñveriañ gant Melampos; Athena he dije gwalc'het divskouarn Tiresias.