Chotenn ha joskenn

(Adkaset eus Chotenn)

Chotenn pe joskenn zo anv daou veuz peuzheñvel e Breizh.

Chotenn pe joskenn (tu diavaez)
Chotenn (tu diabarzh)

Chotenn

kemmañ

Ar chotenn zo anv ur meuz hag a vez gwerzhet ha debret er Vro-Vigoudenn da vare an Ened. Un hanter eus penn ur pemoc'h nevez lazhet eo, hag a vez holenet, bervet, ha rostet e forn ar baraer. Debret e vez gant un tamm bara dous.
Dister eo an niver a dud a oar skrivañ brezhoneg, setu perak e weler alies "chotten" skrivet war skritelloù stalioù ar Vro-Vigoudenn.

Joskenn

kemmañ

Un tamm heñvel eo ar joskenn a vez debret e Treger, hag a gaver da brenañ a-hed ar bloaz, ha n'eo ket ur wech hepken, e ti pep kiger a feson. Unan eus arouezioù broadel Treger eo. Hervez tud zo e vije kavet e Goueloù ivez. Gwechall e veze debret en-tomm, gant patatez krign, hag en-yen gant ar wazed, war ar maez, d'o adlein, gant bara hag amann, ha banneoù chistr. Nebeutoc'h e vez debret bremañ, gwir eo, pa ziwall an dud a zebriñ re a zruzoni.

Ur blaz dreist a zo war ar meuz rak n'eus ket gwell eget druzoni mat da reiñ blaz d'ar c'hig. Gwir eo n'eus ket kement-se a gig avat, met ar blaz eo an tad.

Pardon ar joskennoù

kemmañ

Pa vez Deiz kentañ ar Bloaz e vez hetet ar bloavezh mat gant pokoù e-leizh, ma vez graet pardon ar joskennoù eus an deiz-se. Met n'eus forzh peseurt abadenn heñvel a c'hall bezañ ur seurt pardon ar joskennoù, interamantoù da skouer, ha joskenn war an daol a-wechoù.

Pelec'h e vez kavet joskenn?

kemmañ

E ti kigerien ar vro e kaver joskenn : e 2018, er Roc'h-Derrien, Trelevern ha Plouilio[1], e Kerleo Bras, e Landebaeron. Er marc'hadoù : re Landreger, Lannuon, Plistin, Plouared, hag ar Roc'h. En un nebeuig pretioù : La Table d'Arnaud e Gwengamp, L'Hermine Blanche e Trebeurden[2].

Breizh-Uhel

kemmañ

E Breizh-Uhel e vez graet paté de tête, pe museau, gant penn ar pemoc'h, gant an tammoù kig a vez kavet e-kreiz an druzoni. Hogen, dre ma vez bervet an tammoù kig-se e vezont divlaz a-walc'h, se zo kaoz e vezont debret en ul lipig diwar gwinegr.

Savet eo chotenn diwar ar ger chot, aet da jod e Treger. Gant jod ha ken (evel er gerioù vilgen ha louskenn) eo savet ar ger joskenn. Gwelout : [2].

Troioù-lavar

kemmañ
  • En em gannañ a daolioù joskenn : pokat an eil d'egile pe...d'eben.
  • Reiñ un taol joskenn da unan bennak : pokat da unan bennak.

Penn joskenn !

kemmañ

Da ziwall zo ! Ur gunujenn an hini eo ... ha n'eo ket gwall blijus bezañ keñveriet ouzh moj ur pemoc'h poazh moarvat.

Ur wiz e Lannuon, anvet Joskenn, zo bet brudet e 2015[3],[4]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ


Sellit ouzh ar ger joskenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.