Yann-Frañsez ar C'haer : diforc'h etre ar stummoù

skrivagner brezhonek
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Yann-Frañsez ar C'haer''', pe ''Jean-François Caer'' hervez e anv ofisiel (1861-1937) a oa ur beleg katolik eus Bro-Leon hag ur skrivagner brezhonek. Kure ha p..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 Meu 2015 da 16:59

Yann-Frañsez ar C'haer, pe Jean-François Caer hervez e anv ofisiel (1861-1937) a oa ur beleg katolik eus Bro-Leon hag ur skrivagner brezhonek. Kure ha person e voe e meur a barrez eus Eskopti Kemper ha Leon, e Skaer, e Penmarc'h, e Gwiglann, en Enez Tudi hag e Gwinevez. Distrujet e voe iliz Gwinevez gant un tan-gwall d'ar 15 a viz Mae 1935 ha klañv e chomas an aotrou Kaer da c'houde. Echuiñ a reas e vuhez e ti-retred ar veleien, e Keraodren, e Lambezelleg.

E 1924 e voe Yann-Frañsez ar C'haer e-touez ar veleien eus Bro-Leon a savas klemm dirak al lez-varn ouzh Yves Lefebvre abalamour d'e levr "La Terre des Prêtres" ; en aner avat.

Meur a levr a savas Yann-Frañsez ar C'haer, evel Ar Pevar Aviel lakeat en unan. Ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh ar gelaouenn Feiz ha Breiz, adalek 1907 ha betek 1937.