Kate Roberts

skrivagnerez kembraek

Kate Roberts (13 C'hwevrer 18914 Ebrel 1985) a oa ur skrivagnerez kembraek brudet. Ganet e voe e kêriadenn Rhosgadfan, e Sir Gaernarfon da neuze (kontelezh Gwynedd bremañ) ha mervel a reas e Dinbych. Sellet a reer outi el lennegezh kembraek evel "rouanez an danevelloù".

Buhez kemmañ

 
Cae'r Gors

Kate Roberts e oa bugel kentañ Owen ha Catrin Roberts. Mengleuzier e oa he zad, en ur vengleuz mein-glas. Div lezc'hoar ha daou lezvreur he doa ha tri breur yaouankoc'h. Ganet e voe e Cae'r Gors, e Rhosgadfan, e-harz Moel Tryfan. Ar vuhez e Cae'r Gors hag er gêriadenn a gaver taolennet en he skridoù kentañ hag en he levr eñvorennoù Y Lôn Wen. Profañ a reas Kate Roberts he zi, Cae'r Gors, d'ar vro e 1965, met n'eo nemet e 2005 e voe kempennet ha diwar bremañ ez eo ur mirdi gouestlet d'ar skrivagnerez, e dalc'h Cadw.

Mont a reas da skol Rhosgadfan da gentañ (1895–1904) ha da Ysgol Sir Caernarfon goude (1904–10). Studiañ a reas kembraeg e skol-veur Bangor etre 1910 ha 1913, gant ar gelennerien John Morris-Jones hag Ifor Williams. Mestrez-skol e voe e skol Dolbadarn (1913–14), en Ystalyfera (1915–17), hag en Aberdâr (1917–28).

Dimeziñ a reas da Morris T. Williams, ur mouller, e 1928. O-daou a renas ti-moullañ Gwasg Gee e Dinbych. Mervel a reas he gwaz e 1946, ha kenderc'hel a reas d'ober war-dro Gwasg Gee he-unan e-pad 10 vloaz.

He oberenn kemmañ

Goude marv unan eus he breudeur er Brezel-bed Kentañ en em lakaas da skrivañ. En darn vrasañ eus he romantoù hag he danevelloù e skriv diwar-benn ar baourentez hag ar vuhez kalet e mengleuzioù hanternoz Kembre. Diwezhatoc'h, pa oa dimezet hag o vevañ e Dinbych, en em lakaas da sevel skridoù troet muioc'h gant ene an tudennoù, tud o-unan alies. Meulet eo bet pinvidigezh he yezh ha soutilded he zaolennadurioù. En he skridoù ez eus anv kalz eus plas ar merc'hed er gevredigezh hag eus karantez. Troet eo bet he skridoù e meur a yezh (saozneg, brezhoneg...).

Embannet e voe he dastumad danevelloù kentañ, O gors y bryniau, e 1925. He dastumad danevelloù anavezetañ moarvat eo Te yn y grug (1959), hag he romant brudetañ eo Traed mewn cyffion (1936).

Skridoù kemmañ

E kembraeg kemmañ

  • O Gors y Bryniau (1925), danevelloù.
  • Deian a Loli (1927), romant berr.
  • Rhigolau Bywyd (1929), danevelloù.
  • Laura Jones (1930), romant berr.
  • Traed Mewn Cyffion (1936), romant.
  • Ffair Gaeaf (1937), danevelloù.
  • Stryd y Glep (1949), romant berr.
  • Y Byw sy'n Cysgu (1956), romant.
  • Te yn y Grug (1959), danevelloù.
  • Y Lôn Wen (1960), eñvorennoù yaouankiz.
  • Tywyll Heno]] (1962), romant.
  • Hyn o Fyd (1964), kontadennoù.
  • Tegwch y Bore (1967)
  • Prynu Dol (1969), danevelloù.
  • Dau Lenor o Ochr Moeltryfan (1970)
  • Gobaith a Storïau Eraill (1972), danevelloù.
  • Yr Wylan Deg (1976), danevelloù.
  • Haul a Drycin (1981), danevelloù.

E brezhoneg kemmañ

Liamm diavaez kemmañ