Enez Tristan
- Ur pennad Enez Tristan (Antarktika) zo ivez.
An Enez Tristan[1], anvet dre vras ar Fort gant tud ar vro[2], gwechall "Enez Tutuarn"[3], a zo un enezenn e Bae Douarnenez. Mont di a c'haller war droad pa vez izel ar mor.


Mojenn Aozañ
Eno e vije bez Tristan, niz d'ar roue Marc'h, roue Kerne, hag Izold, gwreg ar roue, kuzhet dindan div wezenn skoulmet an eil gant eben.
Hervez ur vojenn all e vije ar pezh a chom eus Kêr Is.
Istor Aozañ
Ur peniti a oa eno en XIIvet kantved, ma veve Robert, a voe eskob Kerne adal ar bloaz 1113 betek 1130.
E dibenn ar XVIvet kantved e oa repu Fontanella .
Perc'hennet e oa gant diskennidi ar barzh gall Jean Richepin abaoe 1911 pa voe prenet gant Mirva an arvor.
Ejen Aozañ
Karget eo bet Couign-amann da beuriñ geot an enez[4].
Liamm diavaez Aozañ
Notennoù Aozañ
- ↑ Hor Yezh niv. 108, p. 29
- ↑ Toponymie de la côte bretonne entre Audierne et Camaret, enklask gant A. Guilcher, 1950
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg, enklask war anvioù-lec'h Douarnenez, p. 120 (a c'haller pellgargañ war o lec'hienn).
- ↑ (fr) Île Tristan. L'effet boeuf, Le Télégramme, 18/12/2008.