Eostig kuzh
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Muscicapidae | ||
Genad : | Luscinia | ||
Anv skiantel | |||
Luscinia megarhynchos Brehm, 1831 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An eostig kuzh[1] (liester : eostiged kuzh)[2] pe eostig noz[3], Luscinia megarhynchos an anv skiantel anezhañ, a zo ur golvaneg plijus e gan hag a vez klevet diouzh an noz ha diouzh an deiz. Neizhiañ a ra e-barzh ar c'hoadoù, tost d'an dour, met kavet e vez ivez e-barzh al liorzhoù, ar bodoù-gwez hag ar gwerjeoù.
Neuz
kemmañEtre 22 ha 24 cm eo e hed-eskell, ha war-dro 16 cm e uhelder ; etre 18 ha 27 g e bouez. Gell eo e blu ha hir e dreid.
Doareoù bevañ
kemmañGant bizoù, kevnid pe amprevaned en em voueta.
Annez
kemmañDegouezhout a ra etre miz Mae ha Mezheven. Neizh an eostig n'eo ket gwall gempenn, hag izel (30 cm a-zioc'h an douar) pe a-rez al leur zoken. Damc'hlas eo ar pevar pe bemp vi dozvet gant ar barez. War-dro 14 deiz e pad ar goradur. Etre 11 ha 12 deiz e pad an dishualerezh hag an nij a heuilh nebeut goude. An neizherezh kentañ a zegouezh e-pad an nevezamzer war-lerc'h. Betek c'hwec'h vloaz e vev an eostiged.
Isspesadoù
kemmañ- Luscinia megarhynchos africana, o neizhañ en un takad hag a ya eus Kaokaz ha reter Turkia da vervent Iran hag Irak ; o c'hoañviñ en Afrika ar Reter,
- Luscinia megarhynchos golzii, o neizhañ eus Mor Aral da vMongolia ; o c'hoañviñ war aodoù Afrika ar Reter,
- Luscinia megarhynchos megarhynchos, o neizhañ en Europa ar C'hornôg, Afrika an Norzh hag Anatolia ; o c'hoañviñ en Afrika drovanel.
Divroadeg
kemmañE miz Gwengolo e tivro an eostig etrezek Afrika issahara, o tremen dre strizh-mor Jibraltar.
Arouezioù
kemmañHervez an hengoun e vez roet da c'houzout gant an eostig eo deuet an nevezamzer. Labous miz Mae eo-eñ, met arouez ar garantez eo an eostig dreist pep tra.
Lennegezh
kemmañ- Laüstic eo anv eizhvet lae Marie de France ; setu amañ ar poz kentañ :
Une aventure vus dirai,
Dunt li Bretun firent un lai ;
Laüstic ad nun, ceo m’est vis,
Si l’apelent en lur païs ;
Ceo est russignol en franceis
E nihtegale en dreit engleis.— Dornskrid Harley 978, f° 144, British Museum, London
Liammoù diavaez
kemmañ- Luscinia megarhynchos war al lec'hienn BirdLife International.
- Luscinia megarhynchos war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Pêrig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, 1998, niv.213, p.5.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Ibid.
- ↑ Luscinia megarhynchos war al lec'hienn Avibase