Gwereg (dug Breizh)

(Adkaset eus Gereg Breizh)
Gwereg (dug Breizh)
Dug Breizh
Ren 981988
A-raok Hoel I
Goude Alan Breizh
Kont Naoned
Ren 981988
A-raok Hoel I
Goude Alan Breizh
Buhez
Marvet 988
Bez Abati Sant Salver, Redon, Breizh

Tiegezh Naoned
Tad Alan II, dug Breizh
Mamm Judit
Priedoù Aremburge Ankiniz
Diskennidi Alan Breizh, dug Breizh
Relijion Katolik

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017

Gwereg, pe Gwereg Breizh, ganet war-dro 933 ha marvet e 988, anezhañ mab bastard da Alan II, dug Breizh, ha d'ur briñsez Judit, a oa kont Naoned, eus 981 betek 988.

E vuhez

kemmañ

Savet e voe en abati Saint-Benoît-sur-Loire tost da Orleañs. Dilennet e voe da eskob Naoned e 981, hep bezañ eskobet gant an Iliz pa ne oa ket beleg, hag ober a reas war dro an eskopti hag ar gontelezh war un dro.

Dug Breizh

kemmañ

Anvet voe da zug Breizh e 981, war-lerc'h marv e vreur, Hoel Iañ.

Kenderc'hel a reas gant stourm e vreur ouzh Tiegezh Roazhon. En em glevet e oa gant Jafrez Grisegonel, kont Anjev, a-enep Konan an Tort, kont Roazhon ha dug Breizh .

E-penn arme an Naonediz e oa da vare Kentañ Emgann Konkerel.

En emglev a sinas gant ar c'hont Gwilherm IV Poatev e oa anavezet perc'henniezh kont Naoned war an douaroù er c'hreisteiz d'al Liger war pagi Herbauges, Tiffauges ha Mauges - anezho douaroù kemeret gant e dad Alan II en 942.

Prizoniet

kemmañ

E 983 edo Gwereg o klask kaout an disamm eus aotrouniezh Anjev hag ezhomm en doa da skoulmañ emglevioù. Mont a reas da lez Lotar, roue Frankia ar C'hornôg, da ober e enorioù dezhañ. Gwelloc'h e kave un aotroù a -bell evit unan a-dost.

War hent ar gêr e chomas a-sav e ti e amezeg Jafrez Iañ, kont Anjev. Ha prizoniet e voe. Ne voe dieubet nemet e 985, ret dezhañ anavezout aotrouniezh Jafrez war gontelezh Naoned. Bec'h a voe etre ar roue frank ha kont Anjev, a glaskas neuze ober emglev gant Hugues Capet.

E varv

kemmañ

Drouklazhet e voe e 988 gant e vedisin Heroicus, abad abati Redon, hag a vije bet paeet gant Konan an Tort, en devoa lakaet lazhañ Hoel, e vreur, meur a vloaz a-raok.

Beziet e voe Gwereg en abati Redon.

Dimeziñ

kemmañ

Dimezet e oa da Aremburge, itron a Ankiniz, ur mab o doa bet, Alan Breizh, a varvas daou vloaz war-lerc'h e dad.

Dihelloù

kemmañ

Anavezet eo buhez Gwereg hag e vreur Hoel dre Kronik Naoned dastumet en XIvet kantved, ur skrid gwalldroet ouzh ar Vretoned dre vras, hag ouzh Tiegezh Roazhon muioc'h c'hoazh.

Levrlennadur

kemmañ
En e raok:
Hoel I
Rouaned ha Duged Breizh
 
981988
War e lerc'h:
Konan Kentañ a Vreizh