Gwalldaol an 22 a viz Meurzh 2017 e Londrez

D'an 22 a viz Meurzh 2017 e voe ur gwalldaol islamour e kreiz kêr Londrez, e Westminster Bridge, e Parliament Square ha tro-dro da balez Westminster. An arsailher a gasas ur c'harr da flastrañ baleerien war pont Westminster Bridge ha goude-se ez eas a-benn e strolladoù tud dirak dor ar palez, kent goustilhañ un ofiser polis, a voe lazhet.
Antronoz ez embannas ar Stad Islamek e oa kiriek d'ar gwalldaol e Londrez[1].

Westminster Bridge ha Palez Westminster, lec'hioù pennañ ar gwalldaol

Gant daou ofiser polis all e voe lazhet ar sponter Khalid Masood (Adrian Russell Elms e anv badez) hag en devoa flastret ha lazhet daou valeer war Westminster Bridge. Kannaded ar Rouantelezh-Unanet e Westminster o devoa paouezet gant o labour, ha chomet e oant er savadur e-pad ar gwalldaol.

Bilañs

kemmañ
 
Kartenn pazenn-ha-pazenn eus an darvoud
 
Bleunioù e-koun ar gouzañvidi

C'hwec'h den a voe lazhet – ar sponter en o zouez – hag un 50 bennak gloazet, seizh anezho don-tre.
War Parliament Square e oa ivez 56 lisead breton eus Konk-Kerne ; Tri anezho a voe gloazet ha kaset d'an ospital[2].

Bilañs d'an 23 a viz Meurzh 2017
Gouzañverien (hep ar sponter)
Broadelezh Marvet Gloazet Hollad
  Rouantelezh-Unanet 3 12 15
  Republik Korea 0 5[3] 5
  Breizh 0 3[4] 3
  Bro-C'hall 0 1[5] 1
  Gres 0 2[6] 2
  Roumania 1 1[7] 2
  Italia 0 2[8] 2
  Alamagn 0 1[6] 1
  Iwerzhon 0 1[6] 1
  Stadoù-Unanet 1 1[6] 2
  Polonia 0 1[6] 1
  Aostralia 0 1[9] 1
  Sina 0 1[6] 1
  Portugal 0 1[10] 1
Dianav 0 2 2
Holl broadelezhioù kemmesket 5 50 54
 
Bleunioù koun e Parliament Square

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ