Gwereg (dug Breizh)
Gwereg (dug Breizh) | |
Dug Breizh | |
Ren | 981—988 |
---|---|
A-raok | Hoel Iañ |
Goude | Alan Breizh |
Kont Naoned | |
Ren | 981—988 |
A-raok | Hoel Iañ |
Goude | Alan Breizh |
Buhez | |
Marvet | 988 |
Bez | Abati Sant Salver, Redon, Breizh |
Tiegezh | Naoned |
Tad | Alan II, dug Breizh |
Mamm | Judit |
Priedoù | Aremburge Ankiniz |
Diskennidi | Alan Breizh, dug Breizh |
Relijion | Katolik |
Gwereg, pe Gwereg Breizh, ganet war-dro 933 ha marvet e 988, anezhañ mab bastard da Alan II, dug Breizh, ha d'ur briñsez Judit, a oa kont Naoned, eus 981 betek 988.
E vuhez
kemmañSavet e voe en abati Saint-Benoît-sur-Loire tost da Orleañs. Dilennet e voe da eskob Naoned e 981, hep bezañ eskobet gant an Iliz pa ne oa ket beleg, hag ober a reas war dro an eskopti hag ar gontelezh war un dro.
Dug Breizh
kemmañAnvet voe da zug Breizh e 981, war-lerc'h marv e vreur, Hoel Iañ.
Kenderc'hel a reas gant stourm e vreur ouzh Tiegezh Roazhon. En em glevet e oa gant Jafrez Grisegonel, kont Anjev, a-enep Konan an Tort, kont Roazhon ha dug Breizh .
E-penn arme an Naonediz e oa da vare Kentañ Emgann Konkerel.
En emglev a sinas gant ar c'hont Gwilherm IV Poatev e oa anavezet perc'henniezh kont Naoned war an douaroù er c'hreisteiz d'al Liger war pagi Herbauges, Tiffauges ha Mauges - anezho douaroù kemeret gant e dad Alan II en 942.
Prizoniet
kemmañE 983 edo Gwereg o klask kaout an disamm eus aotrouniezh Anjev hag ezhomm en doa da skoulmañ emglevioù. Mont a reas da lez Lotar, roue Frankia ar C'hornôg, da ober e enorioù dezhañ. Gwelloc'h e kave un aotroù a -bell evit unan a-dost.
War hent ar gêr e chomas a-sav e ti e amezeg Jafrez Iañ, kont Anjev. Ha prizoniet e voe. Ne voe dieubet nemet e 985, ret dezhañ anavezout aotrouniezh Jafrez war gontelezh Naoned. Bec'h a voe etre ar roue frank ha kont Anjev, a glaskas neuze ober emglev gant Hugues Capet.
E varv
kemmañDrouklazhet e voe e 988 gant e vedisin Heroicus, abad abati Redon, hag a vije bet paeet gant Konan an Tort, en devoa lakaet lazhañ Hoel, e vreur, meur a vloaz a-raok.
Beziet e voe Gwereg en abati Redon.
Dimeziñ
kemmañDimezet e oa da Aremburge, itron a Ankiniz, ur mab o doa bet, Alan Breizh, a varvas daou vloaz war-lerc'h e dad.
Dihelloù
kemmañAnavezet eo buhez Gwereg hag e vreur Hoel dre Kronik Naoned dastumet en XIvet kantved, ur skrid gwalldroet ouzh ar Vretoned dre vras, hag ouzh Tiegezh Roazhon muioc'h c'hoazh.
- Kronikenn Naoned => Gallica http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k55624v
Levrlennadur
kemmañ- André Chédeville & Noël-Yves Tonnerre La Bretagne féodale Patrom:Sp-. Ouest-France Université Rennes (1987) (ISBN 2727200122).
- Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe, Noël-Yves Tonnerre Presses de l’Université d’Angers Angers (1994) (ISBN 2903075589).
En e raok: Hoel Iañ |
Rouaned ha Duged Breizh 981 – 988 |
War e lerc'h: Konan Kentañ a Vreizh |