Himanthalia elongata

Stlañvac'h
Dastumadeg Pierre-Louis hag Hippolyte-Marie Crouan.
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Heterokonta
Kevrennad : Faeofikeae
Urzhad : Fucales
Kerentiad : Himanthaliaceae
Genad : Himanthalia
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Himanthalia elongata eo anv skiantel ur spesad bezhin gell e kerentiad ar Himanthaliaceae. Meur a anv brezhonek zo : filid[1], lasoù, linaos, linaost[2], linoch[1], korre[1], sklañvac'h ha stlañvac'h[2].

A-hed an amzer e voe roet ur bern anvioù skiantel d'an takson ivez.

  • Fucus elongatus (Linnaeus, 1753)
  • Fucus loreus (Linnaeus, 1767)
  • Fucus pruniformis (Gunnerus, 1772)
  • Fucus tomentosus (Hudson, 1778)
  • Ulva tomentosa (De Candolle, 1805)
  • Funicularius tuberculatus (Roussel, 1806)
  • Himanthalia lorea (Lyngbye, 1819)
  • Himanthalia elongata (S.F.Gray, 1821)

Ar Himanthalia elongata eo an takson nemetañ eus ar genad Himanthalia hag an hini nemetañ eus ar c'herentiad Himanthaliaceae.

Deskrivadur

kemmañ
 
Tallus yaouank

Himanthalia elongata zo bezhin gell ar morioù bas. Da gentañ eo an tallus e furm ur bladenn 2 pe 3 cm e dreuzkiz skoret gant un troad d'an hevelep ment. En diskaramzer pe er goañv e kresk kordennoù hir en un doare dikotomek diouzh he c'hreiz, ar c'hordennoù-se a zo ardivink-genel ar blantenn. Kreskiñ a reont buan a-raok tizhout betek daou vetr en hañv a zeu. Ar pladennoù a vev e-pad daou pe tri vloaz.

Kavout a reer ar Himanthalia elongata er Mor Baltek, e Mor an Hanternoz ha e biz Meurvor Atlantel e-tal aodoù Skandinavia, Iwerzhon betek e su da Bortugal. Kavet e vez war reier e morioù bas, e-lec'h ma ne vint ket alies er-maez an dour. A-wechoù e vez kavet a-builh ar pezh a furm un takad anat dres a-is takad ar Fucus serratus.

 
Filid war traezhenn Ros Neamhlach, Iwerzhon

Implij

kemmañ

Gallout a reer debriñ ar stlañvac'h, un danvez a gig tener hag ur blaz sall ha dous a zo gantañ. Ne vez ket kutuilhet hogen e dastumer aes o fennoù gant an dorn. Keginet e vez e-giz ar fav-glas ha debret peurliesañ gant kig-pesk pe voued-mor.

Gwelloc'h eo dastum ar bezhin melen staget ouzh ar reier pa vez al lanv. Arabat dastum filid e-pad an noz e Bro-C'hall avat[3] ha rankout a ra muzuliañ nebeutoc'h eget 80 cm ivez.

Pinvidik e houarn ha vitamin C eo ar stlañvac'h ha kementadoù izel a zruz (dreist-holl omega-3 hag omega-6) a gaver enno.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennnoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Influence des noms de goémons en breton, sur la toponymie nautique des côtes du Léon, A.G. ar Berr, Études celtiques XII 1968-1969, p. 214
  2. 2,0 ha2,1 Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, Kreizenn Ar Geriaouiñ
  3. (fr) Le haricot de mer (Himanthalia elongata),