Istor an Izelvroioù

An Izelvroioù zo poblet a-gozh, abaoe ar Paleolitik d’an nebeutañ. En Oadvezh an Houarn e oa meur a bobl o vevañ en douaroù a zo aet d’ober an Izelvroioù ha Belgia : ouzhpenn ar Velged hag ar Frisii, e teuas pobloù german evel ar Franked, ar Saksoned, ar Vataved d’ober o annez eno. Aloubet e voe an douaroù a oa a-gleiz d’ar Roen gant ar Romaned, adalek ar bloaz -58, ha mont a reas ar broioù-se d’ober Gallia Belgica da gentañ hag ivez Germania Inferior diwezhatoc’h. Hanternoz an Izelvroioù, a oa e diavaez an Impalaeriezh roman a voe levezonet un tammig gant o amezeien. En em veskañ a reas ar pobladoù-se, ha lod ne ouzer ket gwall vat a-wechoù ha Kelted pe Germaned e oant.

Leon an Izelvroioù, taolennadur eus ar Broioù Izel er 17vet kantved e stumm ul leon, gant Claes Janszoon Visscher (1609)

Er Grennamzer e oa, el lodenn eus Europa a zo aet d’ober an Izelvroioù ha Belgia, ur bern kontelezhioù, dugelezhioù hag eskoptioù, stag ouzh Dugelezh Bourgogn pe ouzh an Impalaeriezh Santel Roman. Er XVIvet kantved e voent unanet en ur rouantelezh hepken, renet gant an tiegezh Habsbourg. An Enep-Disivoud hag a zeuas war-lerc’h berzh ar galvinouriezh en Izelvroioù, hag ar c’hoant a oa da greizennañ ar galloud ha da vont a-enep al liesseurted relijiel, a gasas d’un emsavadeg a-enep Fulup II Spagn. Diwar an emsavadeg-se e voe rannet an Izelvroioù etre div lodenn : an eil, katolik, a vo anvet an Izelvroioù spagnol, er c'hreisteiz (Belgia bremañ), hag eben, protestant dreist-holl, a reer ar Proviñsoù Unanet anezhi, en hanternoz. Embannet e voe dizalc’hiezh Izelvroioù an Hanternoz d’ar 26 a viz Gouere 1581, hag anavezet e voe da vat e dibenn Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz (1568-1648).

War-dro 1600 e veze sellet ouzh an Izelvroioù evel ur vro distag, met n’eo nemet e 1648 ma voe graet ar peoc’h etre Spagnoled hag Izelvroiz, dre Feur-emglev Münster. En amzer-se ivez e voe deroù Kantved Aour an Izelvroioù, ur mare a verzh evit ar c’henwerzh hag ar sevenadur, hag a echuo er XVIIvet kantved.

Goude an aloubadeg gant ar C'hallaoued e deroù an XIXvet kantved, e teuas an Izelvroioù da vezañ ur rouantelezh renet gant an Tiegezh Oranje. Neuze, goude ur mare mirour, mennozhioù frankizour kreñv a reas d’ar vro dont da vezañ un demokratelezh gant ur parlamant hag ur vonreizh, adalek 1848. Abaoe eo chomet evel-se, war-bouez un troc’h d’ar mare ma voe aloubet ar vro gant an Nazied.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.