Istor ar Sinema
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h. |
Ar sinema, lesanvet ar seizhvet arz diwar tro-lavar ar buruteller Riciotto Canudo, a zo un arz hag a denn d'ar gweled, deuet da vezañ gant ar bloavezhioù unan eus diduamantoù prizietañ ar bed. Ar gêr "sinema" a zo berradenn ar gêr galleg "cinématographe", an anv bet roet gant Léon Bouly d'al luc'hvanner ijinet gantañ e 1892. Dont a ra ar ger-se d'eus an anvioù gresian κίνημα / kínēma hag a dalv "fiñvadenn" ha γράφειν / gráphein hag a dalv "skrivañ".
Ragistor ar Sinema
kemmañN'eus ket bet kaoz eus an arz sinema a-raok an XXvet kantved, met, kavet e vez c'hoazh hiziv an deiz roudoù o tiskouez en deus a-viskoazh klasket mab-den da riellañ red an amzer. Da skouer, kavet e vez c'hoazh livadurioù eus ar ragistor war vogerioù ar mougevioù. Implijet e veze d'ar mare-se glaou koad pe livaj plant gant mab-den a-benn skeudenniñ ar chaseal, pe c'hoazh buhez al loened. An Ejiptianed, a gonte o istorioù war papyrus pe ivez war vogerioù. Ur skiant ampart deus al leurenniñ o doa dija, ha tennañ a raent gounit d'eus ar varregezh-se evit kontañ buhez ur roue, ar marv, pe c'hoazh ar vuhez pemdeziek.
Daou doare all da kontañ istorioù a zo deuet war-wel d'ar c'houde : ar rolerioù danevell hag ar c'hoariva dre skeud. Ur roler danevell a oa un dresadenn meur livet war baper pe war seiz hag a veze diruilhet ha diskouezet neuze d'an arvesterien. An dresadenn a veze alies ambrouget gant ur c'honter, pe a-wechoù gant sonerien. Gant ar rolerioù danevell e veze adkavet div elfenn pouezusañ ar fiñvskeudennerezh : ar gweled hag ar c'hleved. A-drugarez d'an div elfenn-se e veze kontet gant ar rolerioù danevell, an istorioù d'un doare gwirvoudel a-walc'h, ar pezh a blije kalz d'an dud. Unan eus an doareoù all da gontañ istorioù, a oa ar c'hoariva dre skeud. Ar c'hoariva dre skeud a zo un arz kozh-tre hag a oa implijet e holl vroioù ar bed. Margodennoù a veze fiñvet a-dreñv ur skramm treuzwelus, a-benn leurenniñ un istor. An arvesterien a wele neuze, skeudoù ar margodennoù o fiñval. E lec'hioù 'zo ar bed, e vez c'hoazh d'eus an arz-se hiziv an deiz.
Diwanadur ar Seizhvet Arz
kemmañAr sinema a zo ganet a-dammigoù e kreiz an XIXvet kantved, gant diorroadur al luc'hskeudennerezh. N'ez eus ket un deiziad resis da c'h/"ganedigezh ar sinema" dre ma z'eo kentoc'h ar seizhvet arz frouezh meur a vloavezh a arnoderezh, ha n'eo ket un "ijinadenn". N'ez eus ket tu kennebeut dereiñ "ijinadenn" ar sinema d'un den nemetken, met memestra, tu 'zo lavaret ez eo ar breudeur Lumière hag a zo bet "ijinadourien" pennañ an arz-se. krouet o deus, e 1895, ar fiñvskeudennaouer. Daoust da-se, a-raok 1895, tud all o deus bet ur perzh bras e "ijinadenn" ar sinema :
- Louis Aimée Augustin Le Prince
- Eadweard MuyBridge
- Thomas Edison
- Léon Bouly
Abaoe ar mare-se ar sinema a zo en em endroet kalz a-drugarez d'an araokadennoù teknologel, da guriusted arzel an dud ha dreist-holl d'ar c'hoant ganto da vont bepred war raok. Merzhet e vez memestra tri frantad bras o peuliata istor ar sinema : ar raksinema, prantad ar sinema mut ha donedigezh al liv.
Ar raksinema
kemmañAn dermenn "raksinema" a zo bet ijinet gant an istorourien, evit anviñ stummoù kentañ ar sinema.
Louis Aimée Augustin Le Prince a zo hep douetañs, an den kentañ hag en deus krouet ur skeudenn fiñvus. Ijinet en deus ur c'hamera gant seizh ferenn, met ar c'hamera-se n'he deus ket graet kalz a berzh dre ma tape pep ferenn ar skeudenn gant un ankl disheñvel eget an hini diaraog. Met, un nebeud amzer goude e krouas ur c'hamera all, gant ar wech-mañ ur ferenn nemetken. Gant ar c'hamera-se e sevenas e 1888, Roundhay Garden Scene, film kentañ ar bed. Koulskoude, ez eas da get Louis Aimé Augustin Le Prince e 1890, hag istor ar sinema en em skrivas heptañ.
Evit digompoziñ ur fiñvadenn, war-lerc'h ur gaozeadenn war dizh ur marc'h o redek e ziwanas ur mennozh e penn Eadweard MuyBridge. E 1879, e lakaas e plas un taol-arnod : lakaat a reas daouzek luc'hskeudenner a-hed red-hent ar park Palto Alto. Pep luc'hskeudenner a tape dre ardivink ur skeudenn pa tremene ur marc'h. Gant an taol-arnod 'mañ eo deuet a-benn da gaout ur fiñvadenn digompozet e meur a skeudenn. Krouiñ a reas neuze ar zoopraksiskop hag a zo ur mekanik gouest da adkompoziñ ar fiñvadenn. Un nebeud a vloavezhioù war-lerc'h, e 1882, Étienne-Jules Marey a simplas sistem Edweard Muybridge en ur grouiñ ar fusul tennañ-poltriji, ha gwelaat a reas anezhañ c'hwec'h bloavezh war-lerc'h, dindan an anv kronofotograf.
Ar sinema a ro neuze ur bern a vennozhioù d'ar glaskourien. Merzhet e vez neuze, e 1891, ar c'hinetoskop krouet gant William K.L Dickson, hag a oa d'ar mare-se o labourat evit Thomas Edison. Gant ar c'hinetoskop ne veze ket luc'hvannet ar filmoù met ret e oa sellet enno. Ar sistem a implije follennoù seluloid hag a veze rodellet tro-dro d'ur ruilhenn, evit gwellaat kalite ar skeudenn. Ar filmoù veze sevenet gant ar c'hinetoskop a veze filmet er Black Maria gant Dickson. Komz a rae ar filmoù-se d'eus ar vuhez pemdeziek da skouer evel ar filmoù Fred Ott's Sneeze, Carmencita, ha Boxing Cats. Siwazh, ne bade ar filmoù-se un nebeud a eilennoù nemetken.
Da c'houde, d'an 12 a viz c'hwevrer 1892, Léon Bouly a zisammas ur breved anvet "luc'hskeudennaour Bouly". E 1892, MuyBridge a lakaas e plas meur a abadenn sinema paeüs, e Diskouezadeg Hollvedel Chicago. A-benn seveniñ an abadennoù-se, e implijas MuyBridge e zoopraksiskop. An abadenn 'mañ a zo bet ar c'hentañ abadenn paeüs e istor ar sinema. Ar memes bloavezh e kinnigas ivez Edison e ginetoskop e Diskouezadeg Hollvedel Chicago, met ivez e Europa e lec'h en deus graet ar c'hamera-se berzh bras. Met ur bern a glaskourien all a glaskas da wellaat kamera Edison, ha dre ma n'en deus Edison disammet breved ebet evit e c'hamera e deuio a-benn d'en ober Eugène Lauste gant e eidolosckop pe c'hoazh ar breudeur Lumière. Ne raio ket an daou vreur ar memes fazi ha Edison, disammañ a reont ur breved evit o fiñskeudennaouer d' an 13 a viz c'hwevrer 1895. Fiñvskeudennaouer an daou vreur a zo deuet neuze da vezañ ijinadenn pennañ istor ar sinema, dre ma en deus anavezet luc'hvanner ur pennvad spontus.
Roudhay Garden Scene eo film kentañ ar bed. |
Ar fiñvskeudennaouer : pennvad ar sinema
kemmañGoude bezañ bet sevenet meur a filmoù e 1894, ha goude un nebeud a luc'hvannerezhioù prevez aozet e 1895, ar breudeur Lumière, Louis hag Auguste, a zivizas da aozañ d'an 28 a viz kerzu, e Saloñs Indian ar C'hafe Bras e Pariz, ul luc'hvannerezh boutin paeüs. Diskouez a reont neuze d'an dud ar filmoù : L'arroseur arrosé, Le Repas de bébé hag ar film La sortie de l'usine Lumière à Lyon. An devezh kentañ, ne vo sellet ar luc'hvannerezh-se gant seizh ha tregont den nemetken, deuet da priziañ filmoù-berr an daou vreur. Ar fiñskeudennaouer a deu da vezañ brudet, neuze Thomas Edison a zivizas da adprenañ ijinadenn Armat ha Jenkins, ar fañtoskop, hag a vo adanvet gantañ ar vitaskop. Ar vitaskop a zo ul luc'hvanner hag a c'helle luc'havannañ filmoù evit muioc'h a dud dre ma oa ar wech 'mañ tu da luc'hvanniñ ar filmoù; ar pezh na oa ket tu ober gant ar c'hinetoskop. Met siwazh evit Thomas Edison, ne anavezas ket ar vitaskop ar pennvad gortozet gantañ. Fiñvskeudennaouer ar breudeur Lumière a dibaseas an holl ijinadennoù all war marc'had ar luc'hvannerezh fiñvskeudennoù.
E Bro-C'hall eo neuze d' an 28 a viz kerzu 1895 a zo gwelet evel deiziad "ganedigezh ar sinema". Met e Amerika, eo memestra da Thomas Edison hag a zo gwelet evel "krouer ar sinema". Diskleriañ a reas neuze, n'en doa ket disammet ur breved etrevroadel evit e ginetoskop, ha lavaret a reas e oa bet ijinet gant ar breudeur Lumière ar fiñvskeudennaouer a-drugarez d'e ijinadenn dezhañ. Koulskoude, ar fiñskeudennaouer a zo brudet er bed a-bezh. Ar breudeur a gasas ur bern a dud er bed evel da skouer Gabriel Veyre, evit mont da filmañ ar broioù all evit gallout kinnig ur bern a filmoù disheñvel-tre. Komzet e vo neuze d'eus ar c'hentañ teufilmoù.
Da heul pennvad ar fiñskeudennaouer, ur bern a salioù sinema a ziwan e-pep-lec'h en Europa : d'ar 25 a viz geñver 1896 ar sal kentañ a zigor e dorioù e Lyon, d'ar c'houde e Londrez, e Bourdel, e Brusel pe c'hoazh e Berlin d'an 30 a viz ebrel 1896. Ar vrud-se a deu da vezañ bedel, met koulskoude en Amerika, un den implijet gant ar breudeur Lumière a vez arestet o filmañ ur brezel bouloù erc'h, war zigarez n'en doa ket ar gwirioù evit en ober. Ne c'helle ket ken neuze digas e Europa ar pezh en doa filmet.
Dek bloaz war lerc'h donedigezh ar breudeur Lumière e bed ar sinema un den all a zo deuet da vezañ brudet e bed ar sinema : Charles Pathé. Divizout a reas da filmañ teulfilmoù e-giz reoù ar breudeur Lumière, met dre guzh. Deus e du, Georges Méliès a deu da vezañ an hini kentañ o lakaat efedoù ispisial er filmoù a-drugarez da deknikoù al luc'hskeudennerezh, da skouer, e -barzh ar film Le Voyage dans la Lune sevenet e 1902. Alies eo bet enebet neuze sinema ar breudeur Lumière da hini Méliès, dre ma oa sinema an daou vreur ur sinema gwirvoudel e-keñver hini méliès hag a oa kentoc'h faltaziek. E-keit-se, an hir-film kentañ, The Story of the Kelly Gang a zo sevenet e Aostralia, e 1906 gant Charles Tait.
Deus ar sinema mut d'ar sinema dassonus
kemmañA-raok bezañ dassonus ar sinema mut en deus anavezet un nebeud a vloavezhioù gloar dre ma oa ar sinema mut farsus, ar pezh a blije kalz d'an dud. Da skouer, evel filmoù Charlie Chaplin, an hini brudetañ hag an hini gwellañ hervez tud 'zoModern Times. En ur sellet ouzh filmoù farsus, e oa un doare evito da laouenaat o vuhez,
Taolioù-arnod filmoù dassonus a zo bet graet adalek 1889 gant Thomas Edison, met ar son hag ar skeudenn na oa ket asambles, ne oant ket kenamzeriet mat. E-mod all, Émile Reynaud a zo deuet a-benn da lakaat e pleustr ur sistem e lec'h ma oa kenamzeriet mat ar son hag ar skeudenn, e 1894. E 1900, eo bet aozet luc'hvannerezh boutin ur film dassonus, met n'he deus ket graet al luc'hvannerezh-se kalz a berzh. Klasket eo bet neuze da gavout diskoulmoù evit digareziñ mank ar son : ar filmoù a veze alies ambrouget gant sonerezh c'hoariet er sal, pe c'hoazh gant komedianed o c'hoari an eskemmoù pe c'hoazh o addisplegañ ar pezh a c'hoarveze er film.
Tamm-ha-tamm eo bet klasket da wellaat an teknikoù hag ar sistemoù implijet evit ma teufe da vezañ ar sinema dassonus, met ret eo bet memestra gortoz un nebeud a amzer evit ma vefe dassonus penn-da-benn. Met e 1923, e New-York eo bet luc'hvannet evit ar wech kentañ, ur film kentañ dassonus d'ar publik. Komzet e vez neuze d'eus "filmoù mouezhiek", pe c'hoazh eus "talkies"; un dro-lavar gwashaus amerikan evit diskouez e oa ar c'hentañ filmoù mouezhiek, amparfal ha rustenn. Met adalek 1932, e teu ar son da vezañ un teknik kendrec'hus e bed ar sinema. Ur sistem a c'hell neuze enrollañ ar son dispartiet eus ar skeudenn. Ha da c'houde veze kenamzeriet anezho. Ar film Don Juan, sevenet e 1926 gant Alan Crosland, a zo ar c'hentañ film dassonus brudet met daoust da-se, ar film Le Chanteur de jazz bet sevenet e 1927 gant Alan Crosland ivez a zo gwelet evel ar c'hentañ film mouezhiek. Ar sinema dassonus en deus digaset displetoù evit tud 'zo. Da skouer, an aktour John Gilbert en deus ranket paouez c'hoari dre ma ne oa ket brav e vouzeh, mannous e oa. Filmourien 'zo o deus nac'het implijout ar son. Kenvevañ a reas neuze ar sinema mut gant ar sinema dassonus e-pad un nebeud a amzer. Ar film Sous les toits de Paris sevenet gant René Clair e 1931 a zo ur skouer mat d'ar genvevadenn-se. Mut da dassonus e oa war ar memes tro. Arvestoù 'zo n'ez eus son ebet dre ma z'eo ret bell an aktourien pe a-dreñv ur prenestr hag arvestoù all a zo dassonus. Met memestra e kemeras ar sinema dassonus perzh e diskar ar sinema mut penn-da benn, hag a kemeras e blas buan a-walac'h.
Ar gudenn pennañ hag a savas er sinema dassonus ez eo liested ar yezhoù. Er Stadoù-Unanet e veze chalet an dud dre ma kredent ne vefe ket ken tu d'o film bezañ komprenet er broioù nann-saozneger. Met kavet eo bet diskoulmoù d'ar gudenn-se : adgraet e veze ar memes film meur a wech, e meur a yezh disheñvel ha gant aktourien disheñvel hervez ar yezh implijet. Merzhet e vez memestra un nebeud a disheñvelderioù evit filmoù'zo. Da skouer Laurel ha Hardy, a rae o unan o filmoù e meur a yezh disheñvel.
Donedigezh al liv, un trefu
kemmañDonedigezh al liv er sinema en deus bet un efed disheñvel diouzh ar son. Ar son en deus atahinet diskar ar sinema mut, met donedigezh al liv n'en deus ket diskaret ar filmoù e du ha gwenn. Ar c'hentañ hir-film e liv bet graet a zo Becky Sharp bet sevenet gant Rouben Mamoulian e 1935. An teknik bet implijet evit ober ar film-se a zo teknik an "Technicolor trichrome". Koulskoude, ret eo bet gortoz memestra betek 1960, evit ma teufe al liv boutin e bed ar sinema. Met filmoù memestra a vez c'hoazh sevenet e du ha gwenn evel Raging Bull bet sevenet gant Martin Scorsese e 1980 pe c'hoazhRusty James, ur film bet sevenet e 1983 gant Francis Ford Coppola.
E-giz evit ar son, meur a diskoulm a oa bet kavet evit digareziñ mank al liv. A-raok ar bloavezhioù 1900, e-pad diwan ar sinema, Émile Reynaud en deus sevenet ar pezh a zo anvet " c'hoariva ar gweled". Gant e c'hoariva ar gweled e kinnigas dija adalek 1892 un dresadenn-bev e liv. Goude spurmant ar sistemoù fiñvskeudennaouiñ, George Méliès en deus lakaet da livachañ dre zorn e film Le Manoir du diable e 1897. D'ar mare-se bez e oa memestra meur a deknik livachañ.
Henri Fourel, o labourat en uzinoù livachañ Pathé, a zivizas da zisammañ ur breved d'an 22 a viz here 1906 evit ur mekanik livachañ bet ijinet gantañ. Gwellaat a ra neuze ar sistem, hag ur breved all a vez disammet gantañ d'an 19 a viz eost 1908. Met e 1911, ur sistem all a zo ijinet gant Charles Urban, ur saoz. E sistem livachañ a zo anvet ar "Kinémacolor". Met ijinadennoù all a deuas da heul ar "Kinémacolor" evel, ar "Chronochrome", an "Technicolor" pe c'hoazh an "Eastmancolor". Koulskoude, ret eo bet gortoz un nebeud a bloavezhioù memestra evit ma vefe implijet al liv gant an holl filmourien. E Bro-C'hall e sevenas Jacques Tati, ar film Jour de fête e 1949 hag a zo war ar memes tro ur film e du ha gwenn ha ur film e liv. Ar filmour n'en deus ket gallet seveniñ hollad e film e liv dre ma ne oa ket tu gant ar gevredigezh Thomson-Houston, da dennañ ur bern a gopiennoù liv. Ret e vo gortoz neuze ar bloavezhioù 1990 evit ma vefe luc'hvannet a-benn ar fin, ar film e liv penn-da-benn, a-drugarez da labour Sophie Tatischeff, merc'h ar filmour.
Ar sinema hiziv an deiz
kemmañAr sinema a zo hiziv an deiz gwelet kentoc'h evel un dudi, eget evel un arz. Met memestra ret eo gouzout ez eo da gentañ ar sinema, un arz. Ar sinema a zo frouezh meur a vloavezh labour hag a enaouidigezh. Met, re eo anzav, ez eo deuet da vezañ gant ar bloavezhioù ar sinema unan eus diduamantoù prizietañ ar bed. Hiziv an deiz, e vez sellet kalz a filmoù gant an dud. Etre mont d'ar sinema, prenañ DVDoù, pe c'hoazh sellet filmoù war an urzhiataer e streaming, choaz 'zo. Met ar gudenn pennañ hag a vez kejet hiziz an deiz gant ar sinema, a zo ar pellgargañ. Abalamour d'ar pellgargañ e koll ar sinema ur bern a arc'hant, hag ar seizhvet arz a zo gwasket gant-se.
A-drugarez d'an araokadennoù teknologel, ez a bepred war-raok ar sinema e-keñver an teknikoù implijet. Da skouer, ur seurt sinema zo o ziwanañ, ar sinema e 3D. Daoust ma 'z eo ganet teknik an 3D war-dro ar bloavezhioù 1950, ar mare 'mañ e ra ar seurt sinema-se kalz a berzh. Ur seurt "sinema bevet" eo, peogwir pa vez sellet filmoù e 3D gant an arvesterien, eo e-giz ma "vevfent" ar filmoù. Ar filmoù e 3D a zo dreist-holl filmoù birvilh evit ar vugale. E 2009, ez eo aet 'maez ar film Avatar, ur film e 3D bet sevenet gant James Cameron. Ar film-se en deus graet kalz a berzh, dre ma z'eo teknik an 3D "nevez" e bed ar sinema.
- Filmoù all e 3D
- Creature from the black lagoon, 1954.
- The Bubble, 1972.
- Le Crime était presque parfait, 1954
- Les Aventures de Shark Boy et Lava Girl, 2004.
- Hannah Montana, le concert événement en 3-D, 2008.
- Voyage au centre de la Terre , 2008.
- Volt, star malgré lui, 2008.
- Fly Me to the Moon, 2008.
- Monstres contre aliens, 2009.
- Coraline, 2009.
- L'age de glace 3, 2009.
- Là-haut, 2009.
- Avatar, 2009.