Jeanne Coroller-Danio

Jeanne Coroller-Danio, ganet e Morzhell d'ar 25 Mae 1892, ha marvet dre lazh d'an 13 Gouere 1944 e Medrigneg, a oa un emsaverez emrenourez katolik breizhat, hag ur skrivagnerez.

Jeanne Coroller-Danio
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJeanne Kemmañ
Anv-familhCoroller Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Mae 1892 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMorzhell Kemmañ
Deiziad ar marv13 Gou 1944 Kemmañ
Lec'h ar marvQ49329099 Kemmañ
TadEugène Coroller Kemmañ
PriedRené Chassin du Guerny Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ

He anv-pluenn a oa C. Danio[1], mes sinañ a rae ivez Jeanne de Coatgourc'han, Gilles Gautrel pe Gilesse Penguilly.

Ur skrivagner brezhonek e oa he zad Eugène Coroller (1857-1923) anavezet dre e anv-pluenn Gweltaz. Un den kar da Théodore Hersart Kervarker e oa, ha diskennad d'ar c'horonal Coroller, hag a servije Jorj Kadoudal. Diazezour "Feiz ha Breiz" hag e penn ar gevredigezh "Breuriez ar Brezonnek" e oa. He mamm a oa ur vreizhadez anvet Pauline de Farcy de Beaumont (1858-1932).

He oberenn

kemmañ

Jeanne Coroller a oa ur skrivagnerez evit ar yaouankiz hag ur gatolikez gredus.

Adal 1922 e embannas he levr Histoire de notre Bretagne skeudennaouet gant Jeanne Malivel hag a c'houlennas dilemel he skeudennoù ag al levr evit an embannadurioù a heulie abalamour d'he selloù disheñvel (Coroller a zifenne an emrenerezh tra ma veze difennet ar rannvroelouriezh gant J. Malivel). E 1929 e embannas Le Mystère de Bretagne hag a voe troet e brezhoneg gant an aotrou Perrot, ha kinniget er Bleun-Brug e Douarnenez dirak 10 000 den. E 1940 e kemeras perzh e krouidigezh ar gelaouenn Ôlolé skrivet gant Herri Kaouisin, e lec'h ma embannas Les loups de Coatmenez (1941), ha La croisade des Loups (1943) skeudennaouet gant Steven ar Rallig.

Savet e voe ganti un Histoire de ma Bretagne ha meur a destenn istorel all, dindan meur a anv-pluenn.

Mare an Eil Brezel bed

kemmañ

E miz Eost 1943 e voe degemeret en he c'hastell ar Gadervenn renet gant Neven Henaff. Yann Fournis a ziskler en e dezenn diwar-benn Bezen Perrot e voe aozet ar Bagadoù Stourm en he c'hastell e 1943 e Kaon.

Hervez Ronan Caerleon e kemeras perzh Jeanne en un emvod politikel, d'an 20 a viz Mae 1944[2] :

À la réunion de la rue le Bastard, Mabinog[3], adjoint de Lainé, avait groupé une trentaine d'opiniâtres. Le néo-païen Pol Le Reste y côtoyait les très catholiques Marc Le Berre, Olier Chevillotte, Jeanne du Guerny ainsi que le protestant Marcel Guieysse.


Muntret d'an 13 a viz Gouere 1944

kemmañ

E-kerzh ar bloaz 1944, ar c'habiten Christian Le Mintier a zeuas da gastell ar Motte-Basse e Gorre, perc'hennet gant e vreur Godefroy Le Mintier de La Motte-Basse. Evit aotreiñ distro e 4 mab hag a veve gant o moereb e Creuse, e c'houlennas harp gant e amezegez, Jeanne Coroller, a-du gant ar PNB, hag a ambrougas anezhañ davet Kommandantur Lambal evit kaout tremenoù-hent. Hennezh ne oa ket e-touez ar genlabourerion, mes kontañ a reer e oa kreñv e liammoù gant ar PNB. Ar pezh zo sur eo en doa kas ouzh ar Saozon a-c'houde Emgann Mers-el-Kebir.

Pa voe harzet paotred ag ar rezistañs e Gorre gant an Alamaned d'an 8 a viz Gouere, e voe soñjet e oant bet diskuilhet gant ar familh Mintier de La Motte-Basse. Ha d'an 12 a viz Gouere e voe harzet ar familh. Ha pa glevas Jeanne ar c'heloù ez eas da C'horre gant he mab evit klask o dieubiñ. Hogen, hi hag he mab a voe toullbac'het eno ivez.

Jeanne hag ar familh Mintier a voe lazhet gant strouezhegerion e koad an Hardinais e Medrigneg gant ur boled en o fenn, d'an 13 a viz Gouere 1944. Kavet e voe he c'horf 13 devezh diwezhatoc'h ha beziet e bered Medrigneg a-raok bout kaset da vered Pengilli.

Oberennoù

kemmañ
  • C. Danio, Yann-Vari Perrot, Le Mystère de Bretagne Pe war roudou hon Tadou - Pez burzudus e tisklaerier ennan eun diverra eus istor hor breiz, R. Durand, 1921, moullet e Straed ar C'hastell, Brest, 1929.
  • C. Danio, La route au but lointain, Sant-Brieg, O.L. Aubert, 1927.
  • Histoire de notre Bretagne, L'Enseigne de l'Hermine - Dinard, 1922
  • Le trésor des douze, Quimper, Nouvelles Éditions Bretonnes, dastumad 'Pâques", 1935 (gant al lesanv Gilles Gautrel) romant polis. An istor a gont troioù-kaer broadelourion vreizhat hag a stourm evit dieubidigezh Breizh.
  • C. Danio, Histoire de Bretagne pour tous. Embannadurioù Strollad Broadel Breizh - Roazhon 1942 (skeudennoù gant Xavier Haas)
  • Les loups de Coatmenez ha La croisade des Loups. Adembannet e 1995 gant BSI-Elor en ur stumm sañsuret (lamet e voe ar frazennoù enepyuzev, hag ar ger "youpin" a voe lakaet "voleur" en e lec'h).
  • Histoire de ma Bretagne, skeudennaouet gant Étienne Le Rallic

Da welet ivez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Joël Cornette (2015). Le Marquis et le régent, Tallandier. 480 p. ISBN 979-10-210-0907-3. 
  2. Le rêve fou des soldats de Breiz Atao, p. 102.
  3. e anv gwir Jean-Marie Chanteau