Kalann
kumun ar Mor-Bihan
Kalann | ||
---|---|---|
Iliz an Dreinded | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Calan | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Arondisamant an Oriant | |
Kanton | Kanton Gwidel | |
Kod kumun | 56029 | |
Kod post | 56240 | |
Maer Amzer gefridi | Pascal Le Doussal 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 227 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 100 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 100 m bihanañ 57 m — brasañ 114 m | |
Gorread | 12,29 km² | |
kemmañ ![]() |
Kalann a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan .
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
Erwan Vallerie ː Cazlan, 1387; Cozlan, 1516
GerdarzhAozañ
- An anv a c'hellfe dont eus ar gerioù brezhonek kad (emgann) ha lann (tachenn) [2].
- Hervez Hervé Abalain e teufe diwar un anv den Catlon, ur sant diazezer ar barrez kentidik moarvat.
ArdamezioùAozañ
Palefarzhet etre gul ha glazur; karget ar c'hlazur gant ur vrizhenn ginerminig en argant"
IstorAozañ
Parrez katolik diskennet da drevAozañ
- Kalann a c'hellfe bout bet savet diwar ul lodenn eus pennbarrez Zinzag. Emichañs e voe krouet Kalann gant ur gumuniezh relijiel. Meneget e voe parrez Kalann e titloù kuzul-chalonied Eskopti Gwened e 1387 hag ur barrez e oa c'hoazh e 1422, war a seblant
. A-raok 1516 e voe kollet hec'h emrenerezh ganti, ha sellet e veze outi evel un drev eus parrez Lanvodan [3].
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790 diwar un drev eus parrez katolik Lanvodan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Ploue; e Bann Henbont e oa ; chom a reas e kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Kalann en arondisamant An Oriant bet krouet e 1800 [4][5].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant he c'hure, G. Le Doussal e anv [6].
XIXvet kantvedAozañ
- Pa voe adkempennet ar parrezioù e 1802 e chomas Kalann e parrez Lanvodan. Gant un ordrenañs roueel e teuas da vout ur barrez en-dro d'an 29 a viz Mezheven 1841; gwiriekaet e voe an disparti gant un dekred bet kemeret gant eskob Gwened [7].
XXvet kantvedAozañ
- Brezel-bed kentañ: 34 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [8], d.l.e. 4,37 % eus he foblañs e 1911;
- E miz Mae 1915 e voe disklêriet Pierre Le Cren da brefed ar Mor-Bihan gant Louise Beller-Le Béhérec, ur skolaerez : Le Cren, ur zouav yaouank eus ar gumun, en dije eztaolet komzoù faezhegel p'edo distroet d'ar gêr da gaout ehan diglañvañ [9].
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur gwaz eus ar gumun [10].
BrezhonegAozañ
- Brezhoneg a weler ouzh monumant ar re varv hag ouzh ar maerdi, ha plakennoù straed divyezhek ivez.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
An iliz katolikAozañ
- Iliz katolik An Drinded-Santel, XI-XIIvet kantved (gant ul lodenn bet savet e penn-diwezhañ an Xvet kantved marteze...), adkempennet a-galz er XVvet kantved.
ArmerzhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2014 | → bremañ | Pascal Le Doussal [12] | ||
Meurzh 1983 | Meurzh 2008 | Serge Salvat | ||
1790 | 1791 | Marc Le Floch | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
- Louise Beller-Le Béhérec, skolaerez ha flatrerez e-kerzh ar Brezel-bed kentañ [13].
- Pierre Le Cren (10 a viz Du 1894 e Kalann - 5 a viz Eost 1916 e Vaux-devant-Damloup, e departamant Meuse (Bro-C'hall)), soudard yaouank er 4re Rejimant Zouaved Bale, bet disklêriet gant ar skolaerez Louise Beller-Le Béhérec abalamour d'e gomzoù faezhegel; mervel a reas war an talbenn e 1916 e-kerzh ar Brezel-bed kentañ [14].
- Bernard Maligorne, c'hoarier ha gourdoner mell-droad, bet ganet e Kalann d'ar 25 a viz Even 1943.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Kernev-Veur | Eglosveryan | 1993 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Martezeadenn ǃ Geobreizh
- ↑ infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 59
- ↑ Cassini - EHESS - Kalann - Fichenn ar gumun
- ↑ infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
- ↑ infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Lizher flatrañ
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ letelegramme.fr, d'ar 7 a viz Here 2013
- ↑ Ouest-france.fr, d'an 29 a viz Meurzh 2014
- ↑ Lizher flatrañ
- ↑ E fichenn hiniennel - Mémoire des Hommes