Kaouenn vihan

Ur gaouenn vihan


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Strigiformes
Kerentiad : Strigidae
Genad : Athene
Anv skiantel
Athene noctua
(Scopoli, 1769)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Gaouenn vihan[1] a zo un evn-preizh, Athene noctua an anv skiantel anezhañ.

Athene noctua vidalii

Doareoù pennañ kemmañ

Daoust dezhi bezañ ul labous-preizh noz e c'hell bezañ gwelet ar gaouenn vihan e-pad an deiz memes tra. Bihan eo ar gaouenn vihan, bihanoc'h evit ur pichon. Kavet e vez anezhi e Bro-C'hall a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc'h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.

Biologiezh kemmañ

E Breizh e vev e bro ar c'hleuzioù e-lec'h ma vez parkeier, girzhier, bodennoù gwez, murioù, tarrodoù (war an aod). N'eo ket labous ar c'hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù «digor». Chom a ra er memes lec'h a-hed ar bloaz. N'eo ket ul labous divroañ.

Boued kemmañ

Debriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.

Annez kemmañ

Un toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.

Emdroadur kemmañ

Abaoe fin an Eil Brezel-bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c'hleuzioù hag ar berjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc'h a voued hag a lec'hioù da neizhiañ. Ouzhpenn-se e vez muioc'h-mui a otoioù. Kalzik anezho a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec'h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit.

Gwareziñ kemmañ

Un tammig pep lec'h en Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d'e sikour.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Hor Yezh, niv. 203-204, p. 33, Gwengolo-Kerzu 1995).

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.