Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin kembraek

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Reuz
DIVIZ
(N'eo ket hemañ ur politikerezh ofisiel, met erbedet e vez ouzh an holl doujañ outañ evit gallout kas ar raktres war-raok.)

Dre ma ne sav nemet un implijer a-du gnt un doare-ober disheñvel e kavan gwell kenderc'hel da lakaat e pleustr ar boaz bet lakaat da dalvezout betek-hen war ar wikipedia-mañ e degouezhioù heñvel ouzh hemañ, da laret eo implijout ar stummoù orin kembraek atav evit envel pennadoù.



Eilet diwar Kaozeal:Hywel Dda

kemmañ

Ur pennad Hywel Dda hag ur pennad Hoel Vat zo. N'eus ket ezhomm da gaout daou bennad evit ar memes den. Ret e vo unvaniñ anezho eta hag ober un adkas eus an eil titl d'egile. E-barzh e levr Istor ar yezhoù keltiek e ra Arzel Even gant ar stumm Hywel Dda (Istor ar yezhoù keltiek, embannadur 1990, levrenn II, p. 231). --Llydawr 28 Mae 2009 da 07:09 (UTC)Respont

Eilet diwar Kaozeal:Hoel Vat

kemmañ

Ur pennad Hywel Dda hag ur pennad Hoel Vat zo. N'eus ket ezhomm da gaout daou bennad evit ar memes den. Ret e vo unvaniñ anezho eta hag ober un adkas eus an eil titl d'egile. E-barzh e levr Istor ar yezhoù keltiek e ra Arzel Even gant ar stumm Hywel Dda (Istor ar yezhoù keltiek, embannadur 1990, levrenn II, p. 231). --Llydawr 28 Mae 2009 da 07:09 (UTC)Respont

Ha: ca:Hywel Dda, en:Hywel Dda, it:Hywel Dda ap Cadell, ru:Хивел ап Каделл.
An anv Hywel Vat n'eo ket testeniekaet, din da c'houzout. Skuizh on o welout anvioù ijinet evit ar blijadur. Bianchi-Bihan 28 Mae 2009 da 07:37 (UTC)Respont

Eilet diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ

kemmañ

An anvioù faltaziek savet diwar ar froudenn n'hallont ket kavout lec'h en un holloueziadur.

Bianchi-Bihan 30 Mae 2009 da 22:41 (UTC)Respont

Hag adarre

Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 05:56 (UTC)Respont

Hag adarre

Forniad nevez Fentus oc'h fentus : daou bennad en un taol:

Ur pennad Cyngen ap Cadell zo. Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 06:20 (UTC)Respont

Forniad all

Pennadoù kembraek war Wikipedia brezhonek Setu pennadoù da nullañ : war Wikipedia brezhonek emaomp, ha n'eo ket war an hini kembraek :

N'ouzon ket hag-eñ e talvez komz eus "poell" gant reoù zo. Diouzh un tu kavout naturel skrivañ Herri VIII, Loeiz XV (Bro-C'hall) kentoc'h eget Henry VIII of England, Louis XV de France, ha kement zo, ha mirout kousto pe gousto ar stummoù orin kembraek. An anvioù-gwan pe al liammoù-familh zoken zo lezet e kembraeg evel pa vefent lodennoù eus o anvioù !

Setu dres kudenn an treiñ pa ne gomprenner ket pezh a lenner, evel pa vefe ur gudenn a yezhoneiezh hepken : drastus e vez bepred an disoc'h. Skouerioù zo e yezhoù all. Da skouer 'm eus bet tro da lenn troidigezhioù gallek, diwar ar saozneg, eus The colonization of Brittany from Celtic Britain gant Nora Chadwick, pe A history of the English church and people gant Bede (an droidigezh c'hallek ne oa ket diwar an destenn orin latin) : spontus an disoc'h !

Lod a gred ez eo an droidigezh un afer a yezhoniezh hepken : neuze e troont frazenn ha frazenn, hep kompren met ne vern ! Setu aze arvarioù un holloueziadur digor : n'eus forzh petore den dizesk war an Istor a c'hall skignañ e ziouiziegezh. An dibaboù yezhoniel a rank bezañ graet hervez talvoudegezh pezh a gomzer diwar e benn -hogen ma ne gomprenner ket pezh a glasker gant poan treiñ, ha treiñ hepken...- Iwerzhonegerion evel Loeiz ANDOUARD o doa komprennet ne oa ket da skrivañ kousto pe gousto evel e iwerzhoneg pa skriver e brezhoneg. KLERG -ha ne oa ket eñ ur brizhkembraeger- en doa komprennet, da skouer en e droidigezh eus Canu Aneirin (Hor Yezh, 1984), e oa stummoù ar mammskridoù kemmus, pe e c'hall stummoù "disheñvel" brezhonek ha kembraek bezañ e gwirionez an hevelep re. Da zibab hervez poell ar yezh ma skriver. Skrivañ Yann e brezhoneg pa vefe dibabet John e saozneg, Juan e spagneg("spagneg" mar karit), João e portugaleg ha kement zo. Hag Hoel e brezhoneg pe Hywel e kembraeg...E KLERG e kaver Godozin, Katraezh, Tudvoulc'h. Reishoc'h e kavan kemer skouer war gwir gembraegerion eget war brizhkembraegerion dizesk war an Istor

Meven 1 Mez 2009 da 11:47 (UTC)Respont

  • Moarvat eo me ar brizhkembraeger dizesk war an istor, hag en deus savet un toullad pennadoù istor, troet darn diwar ar c'hembraeg, savet ur pennadig bennak er wiki kembraek ivez (ne larfen ket e oant na disi na difazi).
  • Sur on ne vo graet fazi ebet avat o virout anvioù kembraek an dud, evel ma ra Kembreiz pa skrivont anezho e saozneg.
  • Ne larfen ket ar memes tra gant troidigezhioù faltaziek ha personel, ha ne oant ket re Klerg.
  • An anvioù Herri, Yann, hag ar re all, zo diazezet mat e brezhoneg.
  • Gododdin eo an anv en holl yezhoù, ha ne welan ket perak e vije ret kemm e brezhoneg: bras a-walc'h eo lennerien wikipedia evit kompren e vije ober goap anezho mont d'ober gant anvioù distreset war zigarez brezhonekaat en anv un ideologiezh ha n'eus lec'h ebet d'ober dezhi er wikipedia.
  • Abred pe ziwezhat e vo ret komz eus se amañ ha diskoulmañ ur gudenn ha n'eo bet degaset nemet evit terriñ revr an dud.

Bianchi-Bihan 1 Mez 2009 da 17:46 (UTC)Respont

Pennadoù kembraek war Wikipedia brezhonek

kemmañ

Setu pennadoù da nullañ : war Wikipedia brezhonek emaomp, ha n'eo ket war an hini kembraek :

N'ouzon ket hag-eñ e talvez komz eus "poell" gant reoù zo. Diouzh un tu kavout naturel skrivañ Herri VIII, Loeiz XV (Bro-C'hall) kentoc'h eget Henry VIII of England, Louis XV de France, ha kement zo, ha mirout kousto pe gousto ar stummoù orin kembraek. An anvioù-gwan pe al liammoù-familh zoken zo lezet e kembraeg evel pa vefent lodennoù eus o anvioù !

Setu dres kudenn an treiñ pa ne gomprenner ket pezh a lenner, evel pa vefe ur gudenn a yezhoneiezh hepken : drastus e vez bepred an disoc'h. Skouerioù zo e yezhoù all. Da skouer 'm eus bet tro da lenn troidigezhioù gallek, diwar ar saozneg, eus The colonization of Brittany from Celtic Britain gant Nora Chadwick, pe A history of the English church and people gant Bede (an droidigezh c'hallek ne oa ket diwar an destenn orin latin) : spontus an disoc'h !

Lod a gred ez eo an droidigezh un afer a yezhoniezh hepken : neuze e troont frazenn ha frazenn, hep kompren met ne vern ! Setu aze arvarioù un holloueziadur digor : n'eus forzh petore den dizesk war an Istor a c'hall skignañ e ziouiziegezh. An dibaboù yezhoniel a rank bezañ graet hervez talvoudegezh pezh a gomzer diwar e benn -hogen ma ne gomprenner ket pezh a glasker gant poan treiñ, ha treiñ hepken...- Iwerzhonegerion evel Loeiz ANDOUARD o doa komprennet ne oa ket da skrivañ kousto pe gousto evel e iwerzhoneg pa skriver e brezhoneg. KLERG -ha ne oa ket eñ ur brizhkembraeger- en doa komprennet, da skouer en e droidigezh eus Canu Aneirin (Hor Yezh, 1984), e oa stummoù ar mammskridoù kemmus, pe e c'hall stummoù "disheñvel" brezhonek ha kembraek bezañ e gwirionez an hevelep re. Da zibab hervez poell ar yezh ma skriver. Skrivañ Yann e brezhoneg pa vefe dibabet John e saozneg, Juan e spagneg("spagneg" mar karit), João e portugaleg ha kement zo. Hag Hoel e brezhoneg pe Hywel e kembraeg...E KLERG e kaver Godozin, Katraezh, Tudvoulc'h. Reishoc'h e kavan kemer skouer war gwir gembraegerion eget war brizhkembraegerion dizesk war an Istor

Meven 1 Mez 2009 da 11:47 (UTC)Respont

  • Moarvat eo me ar brizhkembraeger dizesk war an istor, hag en deus savet un toullad pennadoù istor, troet darn diwar ar c'hembraeg, savet ur pennadig bennak er wiki kembraek ivez (ne larfen ket e oant na disi na difazi).
  • Sur on ne vo graet fazi ebet avat o virout anvioù kembraek an dud, evel ma ra Kembreiz pa skrivont anezho e saozneg.
  • Ne larfen ket ar memes tra gant troidigezhioù faltaziek ha personel, ha ne oant ket re Klerg.
  • An anvioù Herri, Yann, hag ar re all, zo diazezet mat e brezhoneg.
  • Gododdin eo an anv en holl yezhoù, ha ne welan ket perak e vije ret kemm e brezhoneg: bras a-walc'h eo lennerien wikipedia evit kompren e vije ober goap anezho mont d'ober gant anvioù distreset war zigarez brezhonekaat en anv un ideologiezh ha n'eus lec'h ebet d'ober dezhi er wikipedia.
  • Abred pe ziwezhat e vo ret komz eus se amañ ha diskoulmañ ur gudenn ha n'eo bet degaset nemet evit terriñ revr an dud.

Bianchi-Bihan 1 Mez 2009 da 17:46 (UTC)Respont

Freuz

kemmañ

Bianchi-Bihan 6 Mez 2009 da 14:42 (UTC)Respont

Kendiviz ?

kemmañ

Evit gallout "divizout" ha sevel reolennoù asambles e vo ret da bep hini doujañ da reolennoù diazez Wikipedia : krediñ e feiz vat ar genlabourerien ha chom hep implijout gerioù kunujennus evel "pennadoù lu savet gant tud dizesk" ha "paour-kaezh sioc'haned"...--Llydawr 5 Mez 2009 da 16:31 (UTC)Respont

Marteze on dizesk ha saver lu pennadoù lu. Met a-raok mervel lu ha diouziek war un dro (ne badfen ket gant ar vezh) e karfen gouzout pelec'h eo bet diskoachet ma luentez ha luoni, din da c'hallout anavezout ma fec'hedoù a-raok nijal d'ar Gwenved. Bianchi-Bihan 5 Mez 2009 da 16:41 (UTC)Respont

Kompren a ran e venn ar Merour klask sioulaat an traoù en tabutoù a c'hall sevel. Daou dra am nec'h avat : diouzh un tu, dres diwar zigarez sioulaat an traoù, e lakaet an dud da blegañ dirak dibaboù diboell unan eus an daou duad enebet (un diviz da c'hortoz o plediñ gant ar boazioù doujet oute an aliesañ war ar wikipedia en degouezhioù heñvel, da lâret eo implijout stumm kembraek e titl ar pennadoù pennadoù, en ur zoujañ ouzh an adkasoù davet ar pennadoù-se savet gant stummoù disheñvel. Evit klask sioulaat an traoù e peder ouzh an holl doujañ ouzh an diviz da-gortoz-se betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat), diouzh an tu all e lakaer keñver-ha-keñver dibab ar poell hag albarc'hennoù diboell ar c'hentañ paouzh-kaezh inosant degouezhet.

Kentañ tra : penaos kantreizhañ diouzh un tu ur pennad Huon Capet (piv an dioual en defe gallet kinnig seurt titl-se... ?), ha diouzh un tu all embann e vefe direizh sevel ur pennad dezhañ da anv brezhonek Hoel Vat. Lavaraout a raer e vefe degemeret-mat e brezhoneg anvioù evel Yann pe Loeiz evit nac'hañ John I of England pe Louis XV de France. Hoel n'eo ket degemeret mat e brezhoneg neuze ? Hag Huon Capet zo degemeret mat, gwelloc'h eget Hoel Vat neuze ? Hoel hag Hywel zo an hevelep anv skoueriekaet e brezhoneg hag e kembraeg a-vremañ. Sellout ouzh Geriadur Rhisiart HINCKS : Hywel a.d.g. Hoel.

Eil tra : Gallout a raer lenn traoù ha ne hañvalont ket bezañ savet evit c'hoarzin evel : da skouer er pennad Taliesin : Urien, roue Rheged, (hag) e vab Owain ab Urien : Gourc'hemennoù ! Da gomprenn petra eo sañset "ar stumm reizh" e c'hall bezañ deurus lenn troidigezhioù eus testennoù kembraek ha gwellout petra oa an dibaboù kemeret. Kemeromp testennoù stag ouzh ar Mabinogion. Troidigezh Pierre-Yves LAMBERT (Rummad L'aube des peubles, embannadur Gallimard), daoust da vezañ gallek, zo deurus abalamour d'an notennoù fonnus ha d'e zoare da skrivañ an anvioù kembraek. En testennoù anvet gantañ Le Songe de Rhonabwy ha Le conte de Gereint fils d'Erbin e ra anv eus Howel fils d'Emyr d'Armorique (p. 187, 203, 304 ha notenn 64 p. 389). En destenn anvet gantañ L'histoire de Peredur fils d'Evrawc e ra anv eus Hywel fils d'Emyr d'Armorique (p.272). Anat a-walc'h ez eo eus an hevelep den e komzer. En e notenn 64 (diwar-benn Howel fils d'Emyr d'Armorique) e skriv ouzhpenn "Cf. Hywel". Anat eo ma skriv en e droidigezh c'hallek 2 stumm disheñvel en un doare emskiantek ez eo dre ma 'z eo stummoù ar skrid krennkembraek (ha n'em eus ket gwelet) en dro dindan e zaoulagad. Evezhiadenn gentañ : ne oa ket "ur" stumm reizh, hag stummoù tost ouzh Hoel oa er skridoù. Eil evezhiadenn : dre ma tro e galleg e skriv evel-just fils d' Emyr d'Armorique. Hag e saozneg e vefe son of ha kement zo e kement yezh a zo. Hag e brezhoneg ? Evit an hevelep skouerioù e kemer Abeozen (ha ne oa ket -evel Klerg- ur brizhkembraeger) e ro, (s.o. embannadur Mouladurioù Hor Yezh 1991) Howem mab Emyr Ledav (p. 243, 285, an dra nemetañ disheñvel o vezañ ma skriv p. 172 Llydaw ha neket Ledav). Perak e vez miret tost bepred ar stummoù kembraek er yezhoù all (alamanek, galleg, spagneg ha kement zo) ? Peogwir n'eus stumm ebet er yezhoù-se o klotañ ouzh an anvioù predenek-rik-se. Neuze e lezont Hywel (skrivet kentoc'h Hywell e saozneg), Cynan ha kement zo. Hogen e brezhoneg ez eo anavet an anvioù-se dindan ar stummoù Hoel, Konan... Nebeutoc'h a abeg a vefe da "vrezhonekaat" an anvioù "kembraek" (predenek e gwirionez) ? Muioc'h a lavarfen kentoc'h dre ma oa bev mat er Grennamzer ur gumuniezh bredenek, a rankomp hiziv komz diwar o fenn en hor yezhoù kempred evel anvioù bev, ha n'eo ket evel anvioù meinaet. Kamamzeriat eo krediñ e oa anvioù disheñvel. D'ar c'houlz-se Hywel = Hoel, hag Hoel = Hywel. Un dra heverk zo diwar se : ken heñvel ma oa en testennoù an anvioù-tud ma 'z eus hiziv an deiz diaesterioù da c'houzout evit an arbennigourion eus pelec'h e teue an den-mañ-den. Da skouer ez eus unan bennak e soñj da dud zo e c'hallfe bezañ bet roue Kernev-Veur en 10vet kanved dinan an anv Huwal, diwar zigarez e oa meneget evel roue Kornôg Kembre (betek an 16vet kantvet e veze meneget Kernev-Veur war ar c'hartennoù saoz evel West Wales) pa gav da dud all zo e vefe e gwirionez ar priñs kembreat Hoel Vat, pa ne oa meneg all ebet ur roue Hoel e Kernev-Veur. Un trede dibab, neuze : envel Huwal Hoel pe Hywel ! en:Huwal of the West Welsh

Trede tra : lenn a raer ne oa ket ar stummoù meneget ganin ne oant ket re Marsel Klerg. Er pennad Llywarch Hen e lenner el levrlennadur mennag eus Canu Llywarch' embannet gant Hor Yezh e 2000. Ur gudennig avat : "ankouaet" eo bet eil lodenn an embannadur-se : Canu Llywarch Hen-Barzhoniezh Lewarc'h Hen : En embannadur-se e kaver keñver-ha-keñver, er pajennoù kleiz an embannadur krenngembraek, hag er pajennoù dehoù an droidigezh c'hallek. E soñj Klerg e oa neuze skaer e klote eil lodenn ar titl ouzh e droidigezh, Canu Llywarc'h Hen o klotañ ouzh an destenn grenngembraek orin hepken. En droidigezh vrezhonek e kaver neuze Lewarc'h, Kenvarc'h tad Urien, Run, Reged, stummoù "brezhonekaet" ha n'int ket va re !

E saozneg, galleg, alamaneg ha kement zo e vez troet anvioù ar rieion (John, Jean, Johann...). Anvioù-gwan evel da pe mawr zo troet e the Good/le Bon/der Gote pe the Great, le Grand, Karl der Große. Ne vez ket troet da vat Hywel peogwir n'o deus ar yezhoù stummoù gwirion dezho o-unan. Anat eo e ranker hen ober e brezhoneg.

Alies e klevan rebechoù ouzh Wikipedia : ne c'haller ket fiziout ennañ, n'eus forzh piv a c'hall skrivañ forzh petra diwar-benn pezh ne ouzer netra. Mat e vefe d'ar verourion kompren ne c'haller tremen e-biou da seurt rebechoù-se hep lakaat un tamm urzh. D'hen ober e vefe mat kempenn an traoù skarzhañ pennadoù lu savet gant tud dizesk. Pa weler daz skouer en ur pennad Vortigern menegiñ gerdarzh an "anv" o krediñ dres ez eo un anv-den hep reiñ e dalvoudegezh, da lavarout eo ar pep pouezusañ, eleze e talvez mui-pe-vui "Rener Uhelañ", ha reiñ dichipod dezhañ an titl a roue pa n'eo ket anat tamm ebet e oa e gwir didl, sevel ur pennad Da o lakaat ennañ un dro traoù n'o deus netra da welout kenetrezo, evel an anv-gwan perc'hennañ da, an araogenn da, pe ar rusianeg da, diwar zigarez nemetañ ez int skrivet pe distaget heñvel !

Merkañ a ra n'en deus ar Merour ali ebet war ar c'hraf-se, dre ma n'eo ket barrek war se. Ur merk a onestiz hep mar. E gwirionez ez eo ur gudenn a boell hepken, a c'hall bezañ intentet gant pep hini gant ma klasko. Dreist-holl, ma n'eo ket marteze barrek war ar c'hraf-se, kement se ne dalvez ket e oa nebeutoc'h eget tud a embann gouzout. Aes-tre eo embann traoù war dodennoù n'int ket anavezet gant ar re all ha pa n'eus neuze den d'e zislavarout. Ne glaskin ken lakaat va fri e pennadoù pe dabutoù a sellfe ouzh ar fizik derc'hanel. Lenn o defe tud zo savet kalz pennadoù "istor" a lak da c'hoarzhin neb un tamm stummadur war an danvez se (hag un tamm stummadur war an Istor 'm eus bet). Barnañ a ran war pezh a soñjan gouzout, met techet e vefen da soñjal n'eo ket kalz gwelloc'h war dodennoù ez on divarrek-krenn diwar o fenn.

Kompren a ran e ranker bezañ un tamm kendruezus da geñver ar paour-kaezh sioc'haned-se, hogen pouezusoc'h eo amañ derc'hel start d'ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg a dalvoudegezh.

Meven 5 Mez 2009 da 15:39 (UTC)Respont

Freuz ha plijadur

kemmañ
  • Anzav a ran ne gomprenan ket kement tra zo skrivet aze, marteze dre ziouer a stummadur. Un draig hepken: mar deo ret "treiñ" kement anv kembraek gant "ap" pe "ab" e brezhoneg, e karfen gouzout piv a raio, rak n'eo ket me 'ni 'vo. Plijadur d'ar re all.
  • Un draig all: n'eo ket ret bezañ istorour evit sevel ur pennad istor, na c'hoarier tennis evit sevel ur pennad db un tenniser. Ma kaver fazi en ur pennad e c'haller reizhañ atav. Met un dra a zo sklaer ha splann din: keit ha ma vo laosket e kembraeg an anvioù kembraek ne vo fazi ebet. Ma vez troet an anvioù gant tud ha n'o deus bet, peogwir eo ret komz evel-se, stummadur ebet war ar c'hembraeg nag an treiñ, e vo fazioù e-leizh. Evit ma c'hallor fiziout un tamm bihan c'hoazh er wikipedia brezhonek e karfen e vije kavet amañ an anvioù a gaver e kembraeg hag e saozneg, anvioù a c'haller fiziout enne.
  • Pa welan se [[1]] ha se [[2]] e lavaran ez eo freuzañ labour ar re all evit ar blijadur.

Bianchi-Bihan 5 Mez 2009 da 16:04 (UTC)Respont

Evit Huon Capet, Gwilherm an Alouber, evel evit Lorenzo de' Medici, femme fatale, pe me oar, e c'haller kaozeal atav, evel eus pep pennad all, pajennoù stag zo graet evit se, gant tud hag a oar petra eo kaozeal. Met abaoe ma labouran dre amañ, e ouzon eo aesoc'h tamall un titl eget sevel ur pennad, hag aesoc'h en em glevout gant doareoù dereat. Bianchi-Bihan 5 Mez 2009 da 16:51 (UTC)Respont

Emzalc'h ar merour

kemmañ

Ret eo din sklaeraet n'eo bet kemeret ganin diviz da vat ebet war an dachenn-mañ. N'eo bet lakaet e plesutr nemet un diviz da c'hortoz evit sioulaat an traoù o c'hortoz ma vo bet tizhet ur c'henemglev a-stroll al ledanañ ar gwellañ. Kemeret eo bet an diviz da c'hortoz diazezet war ar boazioù implijet an aliesañ war tachennoù heñvel ouzh homañ betek-hen. Evel merour, ne savan ket nag a-du nag a-enep ar savpoentoù ma vez koazet diwar o fenn amañ: n'eo ket din-me da lâret hag-eñ int poellek pe get, rak tizhet e rank bezañ un emglev etre ar genlabourerion. Gwir eo, e c'hell bezañ diboell an dibab-se, met evel-se emañ an traoù war ar wikipedia... Neal (Kaozeal) 7 Mez 2009 da 15:08 (UTC)Respont

N'eo ket diboell gortoz ha gwelout a-gevret. Ar pezh zo diboell eo ar freuz graet gant ar re a denn ar pennadoù brezhonek evit lakaat ar pennadoù kembraek er wikipedia brezhonek, evel amañ: [[3]] hag aze : [[4]]. Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 16:07 (UTC)Respont

Kant pennad da freuzañ

kemmañ
1 Ne welan ket perak e vije ret digembraekaat anvioù kembraek, evit ober evel ar wiki gallek. Poellekoc'h dibab ar wiki saoznek a vir an anvioù kembraek.
2 Lakaat "mab" e-lec'h pep "ab" a zo, ouzhpenn trelaterezh, freuzañ al labour graet dija, labour enepholloueziadurel, ha koll amzer.
3 Trawalc'h zo bet gouzañvet gant aotrounez barnerien dre amañ ha ne ouient nemet klask laou er pennoù war an disterañ digarez, n'eus ket ezhomm eus seurt oberoù ken.
4 Dislavar zo moarvat gant an doare da dreiñ anvioù roueed gall pe saoz. Dislavaroù a vo atav pa vo labouret: perak treiñ anv kembraek un den hep treiñ anv kembraek ur vro, ur gêr, ur stêr? Pa lezer e kembraeg pezh zo kembraek, hag e spagnoleg pezh zo spagnolek, e reer labour holloueziadurel atav. A-hend-all, eo labour ideologel. Dilezel a rin ar wikipedia pa vo etre daouarn an ideologourien. Labour vrav a refont sur-mat.
5 Ur gaoz all a oa savet un deiz: Prus pe Prusia. Traou all zo evel se: Turki/Turkia, Pologn/Polonia, hag all. Din ne vern.

Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 16:27 (UTC)Respont


Merkañ a ran e venn ar merour "sioulaat an traoù". Daoust hag ez eo an doareoù kemeret ar re wellañ avat ?

  • Dizemplev zo etre an emzalc'h A hag an emzalc'h B. Evit "sioulaat an traoù etrezo e tivizer, "da c'hortoz", rediañ an emzalc'h B d'an holl, d'ar re a sav a-du gant an emzalc'h A pergen ! Daoust hag ez eo an doare gwellañ da gavout un "emglev" ? Un dibab all en defe gallet lezel "da c'hortoz" an emzalc'hioù A ha B, eleze war un dro pennadoù Hoel Vat ha Rhodri Veur diouzh un tu, ha Hywel Dda ha Rhodri Mawr diouzh an tu all. Dres diwar se :
  • Feuket e hañvaler bezañ dre m'am eus lakaet poellekoc'h ar pennadoù Rhodri Mawr hag Hywel Dda, eleze e kembraeg penn-da-penn (titl ha pennad) ma neo oa ket tu d'hen ober e brezhoneg penn-da-benn. Ur goulenn eeun am eus koulskoude. Pelec'h emañ ar pennadoù Hoel Vat ha Rhodri Veur am eus savet ?
  • Seurt diviz-se a gemerer war zigarez e vefe e vefe diazezet war boazioù implijet an aliesañ war tachennoù heñvel ouzh homañ betek-hen. War ar muianiver neuze. Farsus eo kement-se. Eus petore muianiver e komzer amañ ? 3,986 a-du gant emzalc'h A a-enep 2,457 a-du gant an emzalc'h B ? Dister eo ober dave d'ar muianiver pa ouzer eus petore niver emeur o komz.
  • Da c'hortoz emezout ? Da c'hortoz petra avat ? Da c'hortoz ma vo bet tizhet ur c'henemglev a-stroll al ledanañ ar gwellañ ? Lavarout a rez n'az peus savpoent ebet evel merour war ar c'hraf-se, dre ma n'out ket barrek war se moarvat. Ur wezh adarre n'eo ket ur gudenn ar yezhoniezh (a vefe ma vefe anv da skouer da zibab etre Hoel pe Howell da skouer, ma vefe da zibab petra vefe ar stumm brezhonek skoueriekaat gwellañ o klotañ ouzh ar c'hembraeg Hywel), ur gudenn a boell ne lavaran ket. Merkañ a rez Gwir eo, e c'hell bezañ bezañ diboell an dibab-se, met evel-se emañ an traoù war ar wikipedia.... Ar paour kaezh furlikin a gred embann e "ouiziegezh" a rank bremañ anzav e-unan Dislavar zo moarvat gant an doare da dreiñ anvioù roueed gall pe saoz. Dislavar a vo atav pa vo labouret.... E gerioù all : a-benn ar fin ez eo ar gwir ganin war dachenn ar poell, hogen arabat dibab ar poell war zigarez e tisplij d'un inosant bennak...Ur goulenn all c'hoazh : Da c'hortoz un c'henemglev : Ha ma ne c'hoarvez kenemglev ebet ?
  • Dre, ur c'henemglev a-stroll al ledanañ ar gwellañ, eleze en ur lakaat pep sellad war an hevelep renk. Pa lenner en ul lec'h bennak, da "arguzenn", e vefe ken lu "brezhonekaat" John Fitgerald Kennedy e Yann Yann Jerarzh Penndu e weler nulded un inosant divarrek d'ober un diforc'h etre anv un den eus an 20vet kantvet a zo e anv Kennedy peogwir ez eo e anv-familh ha netra ken, ha, da skouer Kenneth Mac Alpin anvet evel-se peogwir e oa mab da Alpin hag a rank troet, evel-just, e Kenneth mab Alpin. Tud zo a zo evel-se diouiziek war pep tra, hogen a venn lavarout o ger war pep tra, lakaet diaes pa 'z eus unan un tamm barrekoc'h egeto.
  • Dibab ar poell a vefe awenet e anv un idologiezh bennak (ur gealiadurezh, moarvat). Dibaboù Loeiz ANDOUARD evit an anvioù-lec'h iwerzhonek "brezhonekaet" gantañ, re Abeozen ha Klerg evit an anvioù-rieion kembraek "brezhonekaet" oa neuze moarvat awenet a anv an hevelep ideologiezh-se. Ranket o defe Hor Yezh ha Mouladurioù Hor Yezh embann ur c'henskrid-evezh da lakaat al lennerion da ziwall !

Eeun eo va goulenn diwezhañ. Moarvat ez eus tud dezho un tamm barrezhioù war disklibezhioù liesseurt, a zo emzalc'h inosanted dizesk evel ma weler ur skoilh evito, pa glaskont mougañ neb a c'hallfe ober pennadoù talvoudus a vefe merzet evel un doare "kevezerzh" gouez dezho. Poent-bras eo ober eus Wikipedia un benveg a dalvoudegezh. Reuz a-walc'h en deus graet Bianchi-Bihan betek-hen. Pegoulz e vo stanket e gont ?

Meven 9 Mez 2009 da 16:41 (UTC)Respont

Laouen on o welout ez eus kaoz ivez da vrezhonekaat Kenneth Mac Alpin. Poent e oa. Ret e vo ober kemend-all gant Andersen, Johnson, hag ar re all.
Ne gomprenan ket perak n'eo ket bet brezhonekaet anvioù gouezelek Bro-Skos, ouzhpenn re Iwerzhon. Bec'h dezhi, Dibab ap Poell!
D'am soñj e vije poent lezel an ideologezhioù kozh en XXvet kantved, ha kompren n'eo ket brezhonek ar bed. Met aesoc'h eo c'hoari brezhonekaat an anvioù kembraek (pegeit e pado?) eget digeriñ ur Skol Diwan (ne gomzan ket eus brezhonekaat Breizh).
Evit ar c'hontoù stanket, stanket evit ur virgulenn a-wechoù, e!e! e vo diaes ober gwelloc'h egedon, met war-bouez poaniañ e c'haller esperout teurel ma rekord d'an traoñ. Bianchi-Bihan 9 Mez 2009 da 17:17 (UTC)Respont

Reuz

kemmañ

Ar gaoz-se zo deuet abalamour d'ar c'hoant savet e Meven d'ober un abadenn : ca:Hywel Dda,cy:Hywel Dda,en:Hywel Dda. Eus ur C'hembread emaomp o komz, e Kembre n'en deus nemet un anv: Hywel Dda, e saoneg evel e kembraeg. 82.253.112.232 1 Gwe 2009 da 09:19 (UTC)Respont

Me gave din e oa bet tu da glozañ an afer-mañ hep klask trenkañ ar soubenn adarre. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 10:34 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin kembraek" ar raktres.