Lizherenneg kirillek
Al lizherenneg kirillek (e rusianeg кириллица pe кирилиця e ukraineg pe кірыліца e bieloruseg, Ћирилица e serbeg pe Кирилица e bulgareg) a zo anezhi ul lizherenneg implijet evit skrivañ ar c'hwec'h yezh slavek a-is ouzhpenn meur a yezh all a familhoù-yezh liesseurt komzet en ez-Unaniezh Soviedel, Azia hag Reter Europa.
Istor al lizherenneg | |
---|---|
| |
| |
Genealogiezh klok | |
Istor al lizherenneg
kemmañN'eo ket gwall sklaer orin resis al lizherenneg kirillek : evit lod e vije bet krouet gant Sant Kiril ha Sant Metodius war eeun, evit lod all avat e vije bet diorroet diwar ar skritur glagolitek : dre vras, avat, ez eus bet diskwelet ez eo faos seurt kredennoù. Sur-mat e teu al lizherenneg war diazezoù al lizherenneg c'hlagolitek dre labourat warni gant Sant Kiril.
Al lizherenneg rusek
kemmañSetu penaos e vez implijet evit skrivañ ar rusianeg (evit gouzout penaos e vez implijet ez-resi evit meur a yezh all, sellit ouzh [1] (e saozneg):
|
|
Stummoù skrivet-dorn
kemmañDisheñvel a-walc'h eo a-wechoù an doare da skrivañ al lizherennoù gant an dorn diouzh o stumm moullet, tostoc'h diouzh ar stummoù stouet ("italek").
- Alc'hwez – Linenn 1 : moullet e stil plaen ; linenn 2 : moullet e stil italika ; linenn 3 : dornskrivet en italika.
E serbeg hag e makedoneg disheñvel eo stil italika al lizherennoù bihan бгдпт, tostoc'h a-wechoù ouzh an doare ma vezont skrivet gant an dorn kentoc'h eget ar stil moullet.
- Notenn : er yezhoù-mañ e vez skrivet an "д" bihan "δ".
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
- Treuzskrivadurioù al lizherenneg kirillek (taolenn-geñveriañ)