La Reine Hortense (Maupassant)

La Reine Hortense zo un danevell gant Guy de Maupassant, embannet en 1883.

Da gentañ e oa bet embannet e Gil Blas ar 24 a viz Ebrel 1883.

Goude e voe adembannet en dastumad Clair de lune en 1883[1].

An danevell

kemmañ

Hortense zo ur plac'h yaouank kozh a zo o chom e kêr Argenteuil, war lez ar Seine. lesanvet eo la reine Hortense peogwir e komz rust ha dichek ouzh an dud. Div c'hoar he deus, ha ne deuont ket alies d'he gwelout. E 1882 e kouezh ar c'hleñved war Hortense, an amezeg a c'halv an div c'hoar. Hag int ha dont, gant priedoù ha bugale : emaén o c'hoar o vont da vervel, eme ar medisin. Ambren a ra ar vaouez, komz eus bugale, preied, predoù aozet evite, traoù ha n'he deus ket anavezet. E-keit-se e c'houlenn an daou vreur-kaer digant he matezh aozañ ur pred mat dezho. Mervel a ra Hortense .

Notennoù

kemmañ
  1. Maupassant, Contes et Nouvelles, volume II, notice de Louis Forestier (pp.1650-1652), Éditions Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, 1979 (ISBN 978-2-0701-0805-3).